Revr : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
kenderc'hel sioul
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 15: Linenn 15:
Ar braz eus an dud a ra gant ar ger en un doare naturel evit komz eus al lodenn-se eus ar c'horf a zo e traoñ ar [[kein|c'hein]] hag a seblant graet evit azezañ muioc'h eget evit kaout taolioù botoù.
Ar braz eus an dud a ra gant ar ger en un doare naturel evit komz eus al lodenn-se eus ar c'horf a zo e traoñ ar [[kein|c'hein]] hag a seblant graet evit azezañ muioc'h eget evit kaout taolioù botoù.
Sede troioù-lavar a ziskouez an daou implij-se:
Sede troioù-lavar a ziskouez an daou implij-se:
*''Teurel ar revr war ur [[kador|gador]]''.
*''Tapout taolioù botoù e-barzh ar revr''.
*''Bezañ moan e revr'', ha ''Tapout ur revriad aon'', a zo un heñvel.
*''Bezañ moan e revr'', ha ''Tapout ur revriad aon'', a zo un heñvel.
*''Bezañ kras e revr evel un dorchenn blouz'', bezañ pinvidik ha pizh (Tro-lavar implijet er gontadenn ''Noblañs'' gant [[Jakez Konan]]).
*''Bezañ leun e revr'': bezañ mezv
*''Bezañ paour e revr''a zo kreñvoc'h eget ''bezañ paour'' hepken
*''Bezañ poazh e revr'', pe ''Bezañ holen kras en e revr'': kaout c'hoant da fiñval, da vont da lec'h all.
* ''Bezañ skuizh e revr gant un dra bennak'': a zo kreñvoc'h eget ''bezañ skuizh'' hepken.
*[[Bezañ war gab e revr]]: bezañ azezet, pa gomzer eus loened zo (ki, kazh, louarn, bleiz).

*''Kouezhañ war e revr''
*''Redek e revr'': redek ar vro. ''Hennezh a vez ordinal o redek e revr''.
*''Sachañ ar revr'': mont kuit; implijet evel-hen: "''Sach da revr ganit!''"
*''Sevel ar revr'': sevel. ''Sav da revr alese''!

*''Tapout taolioù botoù e-barzh ar revr''.* Krediñ lavarout eo e revr dezhañ: krediñ kaozeal pe sevel ar vouezh.
*''Terriñ ar revr'': skuizhañ penn unan bennak. ''Arabat dit dont da derriñ ma revr gant ar c'hozh ti brein-se ken!''
*''Teurel ar revr war ur [[kador|gador]]''.

* Krennlavar: ''Ul lamm revr a dalv nav''.


==Ur ger lous==
==Ur ger lous==
Linenn 34: Linenn 49:
*moñselloù
*moñselloù
*leternioù
*leternioù
*talier


==Gerioù deveret==
==Gerioù deveret==
Linenn 57: Linenn 73:
*Jules Gros, Le Trésor du Breton Parlé, 2ème partie, Librairie bretonne Giraudon, 1977: ar pennad REVR, pajennoù 442, 443, 444, hag ar pennadoù REVRAD ha REVREG.
*Jules Gros, Le Trésor du Breton Parlé, 2ème partie, Librairie bretonne Giraudon, 1977: ar pennad REVR, pajennoù 442, 443, 444, hag ar pennadoù REVRAD ha REVREG.


[[rummad: Korf an den]]
[[Rummad: Korf an den]]
[[Rummad: troioù-lavar brezhonek]]


[[fr:cul]]
[[fr:cul]]

Stumm eus an 7 Du 2006 da 18:53

Restr:AphroditeKallipygos.jpg
Delwenn Gwener, pe Afroditez Klunet-kaer, er Mirdi Broadel e Naplez.


Ar revr eo al lodenn eus korf an Den hag al loened troadek etre an divgroazell hag an divvorzhed. Meneget eo er C'hatholicon dindan ar stumm reffr (1499).

Komzet e vez eus revr an traoù ivez : ur pod-houarn, ur vag, ur c'harr, ur c'hanol, ur wezenn...


Koulskoude, diwar levezon ar galleg moarvat, hag ar sevended degaset gantañ marteze, eo aet ar ger revr e-maez a implij tamm-ha-tamm dre ma 'z eus ur ger all kevatal : kil a gaver e-lec'h revr an Den en droienn "penn-kil-ha-troad".

Ur ger hollek

Pa gomzer eus ar revr e komzer eus un hollad a zo anezhañ : ar feskennoù (pe ar peñsoù), ar ridell, hag ar fraezh (pe an toull-revr).

Ur ger naturel

Ar braz eus an dud a ra gant ar ger en un doare naturel evit komz eus al lodenn-se eus ar c'horf a zo e traoñ ar c'hein hag a seblant graet evit azezañ muioc'h eget evit kaout taolioù botoù. Sede troioù-lavar a ziskouez an daou implij-se:

  • Bezañ moan e revr, ha Tapout ur revriad aon, a zo un heñvel.
  • Bezañ kras e revr evel un dorchenn blouz, bezañ pinvidik ha pizh (Tro-lavar implijet er gontadenn Noblañs gant Jakez Konan).
  • Bezañ leun e revr: bezañ mezv
  • Bezañ paour e revra zo kreñvoc'h eget bezañ paour hepken
  • Bezañ poazh e revr, pe Bezañ holen kras en e revr: kaout c'hoant da fiñval, da vont da lec'h all.
  • Bezañ skuizh e revr gant un dra bennak: a zo kreñvoc'h eget bezañ skuizh hepken.
  • Bezañ war gab e revr: bezañ azezet, pa gomzer eus loened zo (ki, kazh, louarn, bleiz).
  • Kouezhañ war e revr
  • Redek e revr: redek ar vro. Hennezh a vez ordinal o redek e revr.
  • Sachañ ar revr: mont kuit; implijet evel-hen: "Sach da revr ganit!"
  • Sevel ar revr: sevel. Sav da revr alese!
  • Tapout taolioù botoù e-barzh ar revr.* Krediñ lavarout eo e revr dezhañ: krediñ kaozeal pe sevel ar vouezh.
  • Terriñ ar revr: skuizhañ penn unan bennak. Arabat dit dont da derriñ ma revr gant ar c'hozh ti brein-se ken!
  • Teurel ar revr war ur gador.
  • Krennlavar: Ul lamm revr a dalv nav.

Ur ger lous

Lod tud a gav koulskoude eo ur ger lous, hag e kavont gwelloc'h ober gant ar ger penn a-dreñv.

Koulskoude ez eus un implij dizereat splann eus ar ger pa vez kemeret da skeudenniñ ar vuhez reizhel ha dreist-holl hini ar merc'hed, e genoù ar baotred a gomz neuze eus

  • ur revr skorn, ur revr yen,
  • ur revr domm, ur revr boazh.

Gerioù all

David kizellet gant Donatello, gwelet eus a-dreñv

Sede un nebeud gerioù all a reer ganto evit chom hep ober gant ar ger revr:

  • feskennoù
  • divglun, eus ar ger klun, nebeud anavezet nemet e Bro-Wened;
  • pastelloù
  • moñselloù
  • leternioù
  • talier

Gerioù deveret

  • revrek, pe revriek,
    • en troiennoù "pennek ha revrek" pe "daoubennek-daourevrek"
  • revriañ
  • revrad, pe revriad. Ur revrad a c'hall bezañ
    • un taol war ar revr
    • pe un tortad, un toullad, ur c'horfad
    • ur bern traoù: ur revriad traoù
    • un dra vras: ur revriad aon, ur revriad vezh
    • ur revriad hini, da lavarout eo ur pezh hini, ur mell hini.

Gerioù gant revr enno

  • revr-bezel
  • revr-noazh (pesk)

Kemmadur

A-wechoù e vez graet ar c'hemmadur dre vlotaat war-lerc'h ar ger gourel revr, evel pa vije ur ger benel.

Levrioù implijet da sevel ar pennad

  • Geriadur brezhoneg an Here, 2001. Ar pennadoù REVR ha REVRIAD, pajenn 1109.
  • Jules Gros, Le Trésor du Breton Parlé, 2ème partie, Librairie bretonne Giraudon, 1977: ar pennad REVR, pajennoù 442, 443, 444, hag ar pennadoù REVRAD ha REVREG.