Doare-skrivañ KLT : diforc'h etre ar stummoù
Linenn 11: | Linenn 11: | ||
Koulskoude n'hall an anv KLT bezañ nemet anv un doare-skrivañ : biskoazh n'eo bet unanet doareoù-komz Kerne, Leon ha Treger, hep ankouaat [[Goueloù]]. |
Koulskoude n'hall an anv KLT bezañ nemet anv un doare-skrivañ : biskoazh n'eo bet unanet doareoù-komz Kerne, Leon ha Treger, hep ankouaat [[Goueloù]]. |
||
==Pouez-mouezh KLT== |
|||
A-wechoù |
A-wechoù e vez graet anv eus "taol-mouezh KLT", da lavaret eo, al lodenn eus ar brezhonegva ma vez pouezmouezhiet ar gerioù war ar silabenn eildiwezhañ, ar pezh a c'hoarvez e Leon a-bezh, e Treger a-bezh (war-bouez nebeut), hag ul lodenn vras eus Kernev. |
||
<br /> |
|||
Koulskoude, ma'z eo unvan a-walc'h dre vras an taol-mouezh en dachennad-se, ez eus un toullad diforc'hioù bihan en diabarzh, da skouer: |
|||
*en ul lodenn vat eus Treger ne vez ket taolmouezhiet ar ger ''ket'', met ar silabenn a-raok, pa vez taolmouezhiet bep tro e Leon |
|||
*taolmouezhiet e vez an trede silabenn diwezhañ alies e kornioù zo (Pelem ha tro-war-dro), evel er ger [[brezhoneg]] ([‘brεznεk]), |
|||
*gerioù unsilabennek evel ''moan'' a vez divsilabennek e Leon. |
|||
== Notennoù == |
== Notennoù == |
Stumm eus an 17 Her 2010 da 16:32
An doare-skrivañ KLT a oa bet implijet evit skrivañ brezhoneg etre 1908 hag ar bloavezhioù 1950. Ne vez ket graet gantañ ken.
Istor
E 1908 e oa bet un toullad skrivagnerien vrezhonek, bodet en Emgleo ar Skrivagnerien, o'n em lakaat a-du war reolennoù da skrivañ ar yezh en un doare a vefe unvan evit brezhonegoù Leon, Kerne ha Treger, alese an anv KLT. Degemeret e oa bet ar reolennoù reizhskrivañ-se gant ar braz eus an dud a skrive brezhoneg en teir bro-se, ar re a embanne levrioù ha kelaouennoù enno, en o zouez tud evel Frañsez Vallée pe Emil Ernod. Skignet e voe an doare-skrivañ KLT gant Frañsez Vallée hag e gelaouenn Kroaz ar Vretoned, met implijet e voe ivez gant an darn vrasañ eus ar c'helaouennoù all embannet e broioù Leon, Kerne ha Treger etre an daou vrezel-bed, evel Gwalarn pe Feiz ha Breiz. Ne oa nemet ar skrivagnerien wenedek a oa chomet e-maez an emglev-se hag a gendalc'he d'ober gant un doare-skrivañ dibar d'ar gwenedeg.
E dibenn ar bloavezhioù 1930 e krogas skrivagnerien zo, evel Langleiz, da glask unvaniñ an doareoù-skrivañ KLT ha gwenedek, evit kaout un doare-skrivañ hepken evit an holl vrezhonegoù. N'eo nemet e 1941 e voe tizhet an emglev ha degemeret an doare-skrivañ peurunvan.
Nevez-flamm: "Komz KLT"
Abaoe un toullad bloavezhioù e vez graet KLT a-wechoù ivez eus kement tamm brezhoneg a vez komzet e-maez Bro-Wened, gant Gwenedourien zo hag a sell ouzh rannyezhoù an teir bro vrezhonek all evel pa vijent unvan, pa n'int ket. Ar weledigezh-se a vez skignet ivez en abadennoù skinwel zo[1].
Koulskoude n'hall an anv KLT bezañ nemet anv un doare-skrivañ : biskoazh n'eo bet unanet doareoù-komz Kerne, Leon ha Treger, hep ankouaat Goueloù.
Pouez-mouezh KLT
A-wechoù e vez graet anv eus "taol-mouezh KLT", da lavaret eo, al lodenn eus ar brezhonegva ma vez pouezmouezhiet ar gerioù war ar silabenn eildiwezhañ, ar pezh a c'hoarvez e Leon a-bezh, e Treger a-bezh (war-bouez nebeut), hag ul lodenn vras eus Kernev.
Koulskoude, ma'z eo unvan a-walc'h dre vras an taol-mouezh en dachennad-se, ez eus un toullad diforc'hioù bihan en diabarzh, da skouer:
- en ul lodenn vat eus Treger ne vez ket taolmouezhiet ar ger ket, met ar silabenn a-raok, pa vez taolmouezhiet bep tro e Leon
- taolmouezhiet e vez an trede silabenn diwezhañ alies e kornioù zo (Pelem ha tro-war-dro), evel er ger brezhoneg ([‘brεznεk]),
- gerioù unsilabennek evel moan a vez divsilabennek e Leon.
Notennoù
- ↑ Abadennoù Ken tuch', kenskrivet gant Goulwena An Henaff