Doare-skrivañ KLT : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 2: Linenn 2:


==Istor==
==Istor==
E 1908 e oa bet un toullad skrivagnerien vrezhonek, bodet en [[Emglev ar Skrivagnerien]], o'n em lakaat a-du war reolennoù da skrivañ ar yezh en un doare a vefe unvan evit brezhonegoù [[Bro-Leon|Leon]], [[Kerne]] ha [[Treger]], alese an anv ''KLT''. Degemeret e oa bet ar reolennoù reizhskrivañ-se gant ar braz eus an dud a skrive brezhoneg en teir bro-se, ar re a embanne levrioù ha kelaouennoù enno, en o zouez tud evel [[Frañsez Vallée]] pe [[Emil Ernod]]. Skignet e voe an doare-skrivañ KLT gant [[Frañsez Vallée]] hag e gelaouenn [[Kroaz ar Vretoned]], met implijet e voe ivez gant an darn vrasañ eus ar c'helaouennoù all embannet e broioù Leon, Kerne ha Treger etre an daou vrezel-bed, evel [[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]] pe [[Feiz ha Breiz]]. Ne oa nemet ar skrivagnerien wenedek a oa chomet e-maez an emglev-se hag a gendalc'he d'ober gant un doare-skrivañ dibar d'ar [[gwenedeg]]
E 1908 e oa bet un toullad skrivagnerien vrezhonek, bodet en [[Emglev ar Skrivagnerien]], o'n em lakaat a-du war reolennoù da skrivañ ar yezh en un doare a vefe unvan evit brezhonegoù [[Bro-Leon|Leon]], [[Kerne]] ha [[Treger]], alese an anv ''KLT''. Degemeret e oa bet ar reolennoù reizhskrivañ-se gant ar braz eus an dud a skrive brezhoneg en teir bro-se, ar re a embanne levrioù ha kelaouennoù enno, en o zouez tud evel [[Frañsez Vallée]] pe [[Emil Ernod]]. Skignet e voe an doare-skrivañ KLT gant [[Frañsez Vallée]] hag e gelaouenn [[Kroaz ar Vretoned]], met implijet e voe ivez gant an darn vrasañ eus ar c'helaouennoù all embannet e broioù Leon, Kerne ha Treger etre an daou vrezel-bed, evel [[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]] pe [[Feiz ha Breiz]]. Ne oa nemet ar skrivagnerien wenedek a oa chomet e-maez an emglev-se hag a gendalc'he d'ober gant un doare-skrivañ dibar d'ar [[gwenedeg]].


E dibenn ar bloavezhioù 1930 e krogas skrivagnerien zo, evel [[Langleiz]], da glask unvaniñ an doareoù-skrivañ KLT ha gwenedek, evit kaout un doare-skrivañ hepken evit an holl vrezhonegoù. N'eo nemet e 1941 e voe tizhet an emglev ha degemeret an doare-skrivañ [[peurunvan]].
E dibenn ar bloavezhioù 1930 e krogas skrivagnerien zo, evel [[Langleiz]], da glask unvaniñ an doareoù-skrivañ KLT ha gwenedek, evit kaout un doare-skrivañ hepken evit an holl vrezhonegoù. N'eo nemet e 1941 e voe tizhet an emglev ha degemeret an doare-skrivañ [[peurunvan]].

Stumm eus an 17 Her 2010 da 12:10

An doare-skrivañ KLT a oa bet implijet evit skrivañ brezhoneg etre 1908 hag ar bloavezhioù 1950. Ne vez ket graet gantañ ken.

Istor

E 1908 e oa bet un toullad skrivagnerien vrezhonek, bodet en Emglev ar Skrivagnerien, o'n em lakaat a-du war reolennoù da skrivañ ar yezh en un doare a vefe unvan evit brezhonegoù Leon, Kerne ha Treger, alese an anv KLT. Degemeret e oa bet ar reolennoù reizhskrivañ-se gant ar braz eus an dud a skrive brezhoneg en teir bro-se, ar re a embanne levrioù ha kelaouennoù enno, en o zouez tud evel Frañsez Vallée pe Emil Ernod. Skignet e voe an doare-skrivañ KLT gant Frañsez Vallée hag e gelaouenn Kroaz ar Vretoned, met implijet e voe ivez gant an darn vrasañ eus ar c'helaouennoù all embannet e broioù Leon, Kerne ha Treger etre an daou vrezel-bed, evel Gwalarn pe Feiz ha Breiz. Ne oa nemet ar skrivagnerien wenedek a oa chomet e-maez an emglev-se hag a gendalc'he d'ober gant un doare-skrivañ dibar d'ar gwenedeg.

E dibenn ar bloavezhioù 1930 e krogas skrivagnerien zo, evel Langleiz, da glask unvaniñ an doareoù-skrivañ KLT ha gwenedek, evit kaout un doare-skrivañ hepken evit an holl vrezhonegoù. N'eo nemet e 1941 e voe tizhet an emglev ha degemeret an doare-skrivañ peurunvan.

Nevez-flamm: "Komz KLT"

Abaoe un toullad bloavezhioù e vez graet KLT a-wechoù ivez eus kement tamm brezhoneg a vez komzet e-maez Bro-Wened, gant Gwenedourien zo hag a sell ouzh rannyezhoù an teir bro vrezhonek all evel pa vijent unvan, pa n'int ket. Ar weledigezh-se a vez skignet ivez en abadennoù skinwel zo[1].
Koulskoude n'hall an anv KLT bezañ nemet anv un doare-skrivañ: biskoazh n'eo bet unanet doareoù-komz Kerne, Leon ha Treger, hep ankouaat Goueloù.

Notennoù

  1. Abadennoù Ken tuch', kenskrivet gant Goulwena An Henaff

Gwelit ivez

+ Doareoù-skrivañ ar brezhoneg