Llívia : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: he:לליביה
D Robot kemmet: es:Llivia
Linenn 199: Linenn 199:
[[en:Llívia]]
[[en:Llívia]]
[[eo:Llívia]]
[[eo:Llívia]]
[[es:Llívia]]
[[es:Llivia]]
[[et:Llívia]]
[[et:Llívia]]
[[eu:Llívia]]
[[eu:Llívia]]

Stumm eus an 14 Her 2010 da 15:26

Llívia (e ruz) e proviñs Girona, e Katalonia
Llívia (e gwenn) enklozet e departamant gall ar Pyrénées Orientales.
Straed e Llívia
Gwel eus traonienn Cerdanya gant kêrig Llívia en diadreñv.


Llívia (Livia e galleg ha spagnoleg) zo ur gumun eus Cerdanya, e Pireneoù Katalonia. Eviti da vout enklozet e departamant gall ar Pyrénées-Orientales ez eo stag ouzh Spagn, ouzh proviñs Girona, e Katalonia.

Bevennoù

Bevennet eo gant ar c'humunioù-mañ:


Uhel eo Llívia: 1224 m dreist live ar mor. 12,93 km2 zo dezhi, 1388 a dud a oa e 2007.

Er gumun emañ, ouzhpenn kêrig Llívia, kêriadennoù Gorguja ha Cereja, an tiez anvet Gorguja Petitamas de Travis– hag ar mas Jonquer, hag iliz Sant Guillem de la Prada.

Dimezet eo gant Boé e Bro-C'hall.


Anvioù

Meur a anv he deus bet a-hed ar c'hantvedoù:

  • Cere / Ilibikain / Lybica / Lybisoca / a-raok ar Romaned
  • Iulia Lybica en amzer ar Romaned
  • Castrum Libyae er VIIvet kantved
  • Medinet el Bab [kêr an nor] en amzer an Arabed
  • Libia eus an IXvet d'ar XVIvet kantved
  • Llívia bremañ

Dont a ra an anv eus hini Livia, gwreg an impalaer roman Augustus.

Istor

Ragistor

Hervez an dihelloù ez eo e Llívia edo an tolpad tud koshañ anavezet e Cerdanya, e dibenn oadvezh an arem. Levezonoù iberek da gentañ, romanek da c'houde, a voe war ar boblañs.


Gwel eus Llívia hag an trowardroioù


E dalc'h ar Romaned

Kêrbenn ar Pagus Liviensis e oa gwechall.

Kartenn an Impalaeriezh roman er bloaz 133 kent JK (ruz ), 44 kent JK (orañjez), 14 goude JK (melen), ha 117 (gwer).

Kêrbenn Cerdanya e voe goude, e-pad meur a gantved, a-raok na voe kemeret he lec'h gant Puigcerdà er Grennamzer.

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.