Diocletianus : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 12: Linenn 12:
Da gentañ e krouas Diokletian ur sistem gant daou impalaer, an [[Diarkiezh]] (an Daouveli). Evit gwir e chome Diokletian a-us pa veze graet anezhañ ''Jovius'' (an hini jupiterian) ha ne veze [[Maximianus Herculius]] nemet ''Herculius'' (an hini herkulian) .<br />
Da gentañ e krouas Diokletian ur sistem gant daou impalaer, an [[Diarkiezh]] (an Daouveli). Evit gwir e chome Diokletian a-us pa veze graet anezhañ ''Jovius'' (an hini jupiterian) ha ne veze [[Maximianus Herculius]] nemet ''Herculius'' (an hini herkulian) .<br />
Maximianus a voe anvet da g[[Caesar (titl)]] a-raok mont da Augustus e [[285]], hag e [[293]] e anvas Diokletian [[Galerus]] evel Caesar gantañ hag e lakaas Maksimian da envel [[Constantius Chlorus]] evel Caesar gantañ, an daou o ren ar C'hornôg en ''Augusta Trevirorum'' / [[Trier]] ([[Alamagn]] hiziv). Kuitaat a reas [[Roma]] (ha ne veze ket mui [[kêr-benn]] an impalaeriezh) evit en em staliañ e [[Nikomedia]] e [[Azia minor]] ([[Izmit]] e [[Turkia]] hiziv). Eus sistem ar pevar beli e reer anezhañ an Tetrarkiezh (''tetra'' = pevar e henc'hresianeg).
Maximianus a voe anvet da g[[Caesar (titl)]] a-raok mont da Augustus e [[285]], hag e [[293]] e anvas Diokletian [[Galerus]] evel Caesar gantañ hag e lakaas Maksimian da envel [[Constantius Chlorus]] evel Caesar gantañ, an daou o ren ar C'hornôg en '' [[Augusta Trevirorum]] '' ([[Trier]], en [[Alamagn]], hiziv). Kuitaat a reas [[Roma]] (ha ne veze ket mui [[kêr-benn]] an impalaeriezh) evit en em staliañ e [[Nikomedia]] e [[Azia minor]] ([[Izmit]] e [[Turkia]] hiziv). Eus sistem ar pevar beli e reer anezhañ an Tetrarkiezh (''tetra'' = pevar e henc'hresianeg).


== Oberenn bolitikel ==
== Oberenn bolitikel ==

Stumm eus an 13 Her 2010 da 21:32

Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !
Restr:Dio coin1.jpg
Diocletianus war ur pezh moneiz roman.

Diokletian pe Diocletianus (e latin Caius Aurelius Valerianus Diocletianus) ganet e 245 tost da gêr Salone en Illiria (Split e Kroatia hiziv) ha marvet eno e 313 a oa impalaer roman eus 284 da 305.

Krouet en deus ar c'hentañ rannadur en impalaeriezh roman pa lezas un Aogust da ren war al lodenn gornôkañ, hag unan da ren en Azia. Kaset en doa an heskinerezh taerañ a zo bet a-enep ar gristenien.

Savet e oa en ur familh a renk izel ha diskouez a reas e oa donezonet evel penn milour dindan an impalaerien Probus hag Aorelian. Anvet da imperator gant e soudarded goude marv Numerian e voe trec'h war vreur Numerian, Karin (Carinus), a oa bet anvet impalaer ar C'hornôg hag ez eas d'impalaer asamblez gant Maximianus Herculius.

An Diarkiezh hag an Detrarkiezh

Savet en deus Diokletian un aozadur dibar da ren an impalaeriezh pa oa deuet e re vras ar gorread anezhi ha pa save dañjerioù en Norzh war harzoù Germania hag er Gevred eus impalaeriezh ar Barted. Kompren a reas Diokletian e tlee krouiñ daou sez evit ar galloudoù milourel ken na vije gwarezet mat an harzoù. Ha ne oa ket mat saviad ar gêr-benn vras.
Da gentañ e krouas Diokletian ur sistem gant daou impalaer, an Diarkiezh (an Daouveli). Evit gwir e chome Diokletian a-us pa veze graet anezhañ Jovius (an hini jupiterian) ha ne veze Maximianus Herculius nemet Herculius (an hini herkulian) .

Maximianus a voe anvet da gCaesar (titl) a-raok mont da Augustus e 285, hag e 293 e anvas Diokletian Galerus evel Caesar gantañ hag e lakaas Maksimian da envel Constantius Chlorus evel Caesar gantañ, an daou o ren ar C'hornôg en Augusta Trevirorum (Trier, en Alamagn, hiziv). Kuitaat a reas Roma (ha ne veze ket mui kêr-benn an impalaeriezh) evit en em staliañ e Nikomedia e Azia minor (Izmit e Turkia hiziv). Eus sistem ar pevar beli e reer anezhañ an Tetrarkiezh (tetra = pevar e henc'hresianeg).

Oberenn bolitikel

Adkempenn a reas an impalaeriezh e-keñver ar melestradur, an dastum tailhoù hag an armerzh. Bodet e reas ar provinsoù evit sevel 12 diokesioù diouto. Lakaat a a reas pep a annezad, ha pa vije Italianed, da baeañ an tailh hag e embannas ur skrid-embann evit stankañ ar prizioù ha diouzh-se ar monc'hwez.

Heskinadur Diokletian

E 303 ec'h embannas Diokletian klask war-lerc'h ar gristenien ha rediañ anezho da anavezout doueelezh an impalaerien. Diouzh e savboent e oa ar gristenien enebourien bolitikel pa ne felle ket dezho aberzhiñ en enor d'an impalaer. En heskinadur eus ar taerañ a zo bet renet e voe kondaonet d'ar marv meur a zen, bremañ santelaet gant an Iliz kristen (Santez Oanez, Sant Euzeb, Sant Marsel, Sant Marselin en o zouez). Dek vloaz e padas an heskinadur betek Skrid-embann Milano e 313 ma tegasas ar peoc'h relijiel drezañ an impalaer Kustentin

Diwezh ren Diokletian

E 305 e tivizas Diokletian leuskel ar galloud hag e kendrec'has Maksimian d'ober ar memes tra. An daou Gaesar, Galerius ha Koñstanz Klor, a yeas da Aogusted, met ar renk uhelañ a yeas gant Galerius hag e chomas er Reter. Mervel a reas Diokletian en e vro genidik e 313.

Sell ivez

  An Impalaerien roman  
Tetrarkiezh
En e raok :
Karin ha
Numerian
(283-285)
Diokletian
(285 - 305)
War e lerc'h :
Galer
(305 - 311)
Heuliad Henroma

Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB