Llanilltud Fawr : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 19: | Linenn 19: | ||
*an iliz eus an XII-vet kantved gouestlet da ''Sant Illtud'', savet el lec'h m'edo ar manati kozh; |
*an iliz eus an XII-vet kantved gouestlet da ''Sant Illtud'', savet el lec'h m'edo ar manati kozh; |
||
*an ti-kêr eus ar XV-vet kantved, |
*an ti-kêr eus ar XV-vet kantved, |
||
*kastell |
*kastell Sant Donat (gwelout [[St Donat's Castle]]) a chom tammoù anezhañ eus an XII-vet kantved, a zo hiriv ur skol etrevroadel anvet, [[Atlantic College]]. |
||
[[Image:Llantwit Major beach.jpg|thumb|right|400px|Traezh Llanilltud Fawr - Llantwit Major]] |
[[Image:Llantwit Major beach.jpg|thumb|right|400px|Traezh Llanilltud Fawr - Llantwit Major]] |
Stumm eus an 2 Du 2006 da 23:03
Llanilltud a zo ur gêr vihan e kreisteiz Kembre, e Morgannwg, war aod kanol Bristol. Saoznekaet eo bet an anv e Lantwit Major.
Orin hag istor
Dont a ra an anv eus ar manac'h Illtud, aet da Ildud e brezhoneg, a voe savet ur manati gantañ eno, war-dro ar VI-vet kantved. Ennañ e voe desket tud veur an iliz, tud deuet da vezañ, darn anezhe, sent veur Breizh, ha dreist-holl renerien an divroadeg etrezek Arvorig.
Desket e voe eno tud evel:
- ar Breizhad hag Iwerzhonad Sant Padrig
- Kerneviz (a Gerne-Veur) Sant Petrog (a voe savet gantañ Padstow e Kerne-veur), Sant Nektan, Santez Morwenna (a voe savet ganti Morwenstow e Kerne-veur), Sant Piran a zo sant paeron Kerne-veur;
- ar re a zivroas da Arvorig Paol Aorelian, Samzun, Gweltaz, Tudwal pe Tugdual;
- David, pe Dewidd, sant paeron Kembre;
- ar roue Maelgwn Gwynedd.
Darn a zo aet betek ober eus ar manati-se "koshañ skol-veur ar bed".
Pa zegouezhas menec'h alese da Arvorig e voe roet gante anv o manati d'al lec'h ma oant degouezhet (gwelout Lanildut). Koulskoude ne greder ket e oa Illtud en o zouez.
Da welout eno
Diskouezet e vez d'ar weladennerien:
- an iliz eus an XII-vet kantved gouestlet da Sant Illtud, savet el lec'h m'edo ar manati kozh;
- an ti-kêr eus ar XV-vet kantved,
- kastell Sant Donat (gwelout St Donat's Castle) a chom tammoù anezhañ eus an XII-vet kantved, a zo hiriv ur skol etrevroadel anvet, Atlantic College.
Gevellet eo kêr gant ar Poullig-gwenn.