Jakez Konan : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 41: Linenn 41:
Deskiñ a reas seniñ gant ar [[binioù]] hag e voe unan eus krouerien [[kelc’h keltiek]] [[Perroz-Gireg|Perroz]] en [[1935]] asambles gant [[James Bouillé]] an tisavour, d'ar c'houlz ma oa gwir gelc'hioù a sevenadur vrezhon anezho. Reiñ a rae kentelioù brezhoneg, aozañ pezhioù-c'hoari brezhonek ha kas en-dro ar strollad dañserien. Kemer a rejont perzh e [[Diskouezadeg Hollvedel]] Pariz [[1937]].
Deskiñ a reas seniñ gant ar [[binioù]] hag e voe unan eus krouerien [[kelc’h keltiek]] [[Perroz-Gireg|Perroz]] en [[1935]] asambles gant [[James Bouillé]] an tisavour, d'ar c'houlz ma oa gwir gelc'hioù a sevenadur vrezhon anezho. Reiñ a rae kentelioù brezhoneg, aozañ pezhioù-c'hoari brezhonek ha kas en-dro ar strollad dañserien. Kemer a rejont perzh e [[Diskouezadeg Hollvedel]] Pariz [[1937]].


Evel an holl, e treuzvevas ar familh e-pad ar brezel. Labourat a reas en [[Dépèche]] e [[Montroulez]] evel kelaouenner, ar pezh a voe drastus evitañ goude ar brezel da gavout labour. Goude ar brezel e klaskas labour, met siwazh ne veze kinniget dezhañ ken nemet postoù war verr-dermen. Neuze, e-skeud-se, un toullad bloavezhioù goude ar [[Eil brezel bed|brezel]], dre ma oa un enkadenn ekonomikel ha kalz a zilabour, ouzhpenn ma veze lemet e labour digantañ abalamour d'e vennozhioù breizhat, e kuitaas [[Breizh]] e 1952 gant e holl familh da vont da [[Kanada|Ganada]]. Eno e vevjont e-pad 25 bloaz.
Evel an holl, e treuzvevas ar familh e-pad ar brezel. Labourat a reas en [[Dépèche]] e [[Montroulez]] evel kelaouenner, ar pezh a voe drastus evitañ goude ar brezel da gavout labour. Goude ar brezel e klaskas labour, met siwazh ne veze kinniget dezhañ ken nemet postoù war verr-dermen. Neuze, e-skeud-se, un toullad bloavezhioù goude ar [[Eil brezel bed|brezel]], dre ma oa un enkadenn ekonomikel ha kalz a zilabour, ouzhpenn ma veze lemet e labour digantañ abalamour d'e vennozhioù breizhat, e kuitaas [[Breizh]] e 1952 gant e holl familh da vont da [[Kanada|Ganada]]. Eno e vevjont e-pad 25 bloaz. Gwall skoet e voe gant marv e wreg Anna-Vari hag e verc'h Ivona en ur gwallzarvoud pa voent diskaret o-div gant ur c'harr-tan, hag int o-div o vale war ar riblenn hent, d'an 3 a viz C'hwevrer 1973.


Goude tapout e leve-kozhni e tistroas da [[Breizh|Vreizh]] e miz Eost 1976.
Goude tapout e leve-kozhni da 65 bloaz e tistroas da [[Breizh|Vreizh]] e miz Eost 1976.


Da glozañ, e c'heller lavarout ez eo bet feal d'e soñjoù a-hed d'e vuhez. N'eo ket hepken skrivañ brezhoneg en deus bet graet, bevañ e brezhoneg en deus graet ivez.
Da glozañ, e c'heller lavarout ez eo bet feal d'e soñjoù a-hed d'e vuhez. N'eo ket hepken skrivañ brezhoneg en deus bet graet, bevañ e brezhoneg en deus graet ivez.

Stumm eus an 3 Her 2010 da 09:58


Jakez Konan
Jakez Konan
Jakez Konan nevez deuet en-dro da Vreizh e 1978
Obererezh romanter, daneveller, troer, barzh
Ganedigezh d'an 6 a viz Kerzu 1910
e Perroz-Gireg, Breizh Breizh
Marv d'an 11 a viz Eost 2003
e Perroz-Gireg, Breizh Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
  • Lannevern e kañv
  • Ur marc'hadour a Vontroulez
  • Kenavo Amerika

Ur skrivagner brezhonek ha brezhoneger eo Jakez Konan, ganet e Perroz-Gireg (Bro-Dreger - Aodoù-an-Arvor) d'ar 6 a viz Kerzu 1910 ha marvet d'an 11 a viz Eost 2003 e Perroz ivez. Mab e oa da Ewan Gonan, a zeuas da vezañ maer e Perroz e 1935 ha kar-e-yezh, ha da vMarguerite Goubault, eus Pariz. Skrivet en deus kalz war meur a dachenn, er c'helaouennoù peurvuiañ, met un nebeud romantoù pe danevelloù a zo bet embannet e stumm levrioù.

Jakez Konan o seniñ goude an Eil Brezel-Bed, e Landreger e 1948

Buhez

Ganet eo e Perroz-Gireg (Bro-Dreger - Aodoù-an-Arvor) e 1910 ha marvet d'an 11 a viz Eost 2003. Mab e oa da Ewan Gonan ha da vMarguerite Goubault. Savet e voe e penn-kentañ e vuhez e Perroz, met da bevar bloaz ez eas gant e dud da Sannois e-kichen Pariz, hag e vevas eno betek 1918. E dud a oa marc'hadourien eno, e dad o vezañ mestr-skol dre ma vanke kement a skolaerien en abeg d'ar brezel oc'h ober e reuz.

D'an oad a eizh vloaz e c'houlennas digant e dud kas anezhañ da Berroz da di e vamm-gozh e-lec'h ma peurzeskas ar yezh. Kaset e voe neuze e pañsion da Skolaj Sant-Jozef e Lannuon. Un eñvor fall e viras eus ar c'houlzad-mañ. Evelkent e reas anaoudegezh gant kalzik a dud kar-o-bro er skolaj-mañ, tud evel Maodez Glandour, Pêr Bourdellez ha kalz a reoù all a oa krog da vezañ dedennet-mat gant ar yezh hag ar vro.

Tapet live ar vachelouriezh gantañ, ez eas da dremen un hanter bloavezh da Vro-Alamagn e 1928 da deskiñ alamaneg dre un eskemm etre familhoù. An darvoud-mañ a sikouro anezhañ diwezhatoc'h da dreiñ testennoù diwar ar yezh-se.

Goude-se, deuet en-dro d’ar vro ez eas da labourat en un ti-bank. Dimeziñ a reas gant Anna-Vari Glou eus Perroz-Gireg ivez e 1932. Bet o deus pemp a vugale : Ivona, Erwan, Herve, Annaig (1946-1949) ha Gireg. Diwezhatoc'h e voe ivez gwerzher-tiez, kelaouenner, sekretour ti-kêr pe c'hoazh sekretour-kontour.

Deskiñ a reas seniñ gant ar binioù hag e voe unan eus krouerien kelc’h keltiek Perroz en 1935 asambles gant James Bouillé an tisavour, d'ar c'houlz ma oa gwir gelc'hioù a sevenadur vrezhon anezho. Reiñ a rae kentelioù brezhoneg, aozañ pezhioù-c'hoari brezhonek ha kas en-dro ar strollad dañserien. Kemer a rejont perzh e Diskouezadeg Hollvedel Pariz 1937.

Evel an holl, e treuzvevas ar familh e-pad ar brezel. Labourat a reas en Dépèche e Montroulez evel kelaouenner, ar pezh a voe drastus evitañ goude ar brezel da gavout labour. Goude ar brezel e klaskas labour, met siwazh ne veze kinniget dezhañ ken nemet postoù war verr-dermen. Neuze, e-skeud-se, un toullad bloavezhioù goude ar brezel, dre ma oa un enkadenn ekonomikel ha kalz a zilabour, ouzhpenn ma veze lemet e labour digantañ abalamour d'e vennozhioù breizhat, e kuitaas Breizh e 1952 gant e holl familh da vont da Ganada. Eno e vevjont e-pad 25 bloaz. Gwall skoet e voe gant marv e wreg Anna-Vari hag e verc'h Ivona en ur gwallzarvoud pa voent diskaret o-div gant ur c'harr-tan, hag int o-div o vale war ar riblenn hent, d'an 3 a viz C'hwevrer 1973.

Goude tapout e leve-kozhni da 65 bloaz e tistroas da Vreizh e miz Eost 1976.

Da glozañ, e c'heller lavarout ez eo bet feal d'e soñjoù a-hed d'e vuhez. N'eo ket hepken skrivañ brezhoneg en deus bet graet, bevañ e brezhoneg en deus graet ivez.

Oberenn lennegel

Skrivet en deus kalz war meur a dachenn, er c'helaouennoù peurvuiañ, met un nebeud romantoù pe danevelloù a zo bet embannet e stumm ul levr (Lannevern e kañv). Brudet eo Jakez Konan e bed ar brezhoneg dre m’en deus skrivet kalzik a draoù, romantoù, danevelloù, pezhioù-c’hoari... e Gwalarn ha Feiz ha Breiz da gentañ ha goude ar brezel en Al Liamm, en Ar Bed Keltiek hag e Barr-Heol. Klasket en deus bepred liammañ yezh ar bobl, – e vrezhoneg en deus liv an tregerieg warnañ -, gant ar brezhoneg skrivet, o prouiñ dre-se nend eus moger ebet etre ar yezh skrivet hag ar peurrest eus ar brezhoneg pa c’hell an eil pinvidikaat egile. Stummet eo e zoare skrivañ gant rikted ha pervezhted ar yezh lennek unanet gant nerzh ha buhez ar yezh pobl, hini Treger, ur rannyezh a anaveze mat-kenañ.

Modern eo ivez spered e skridoù, pa 'z int graet evit an amzer o ren, lod anezhe savet evit ar radio, evel e bezhioù-c'hoari da skouer.

Levrlennadurezh

Ur steredennig a gaver dirak anv an troer

Oberennoù

Romantoù

  • Ur marc'hadour a Vontroulez, Al Liamm. Romant evit ar yaouankizoù hag a dremen en XVIIIvet kantved.
  • Kenavo Amerika, Al Liamm. Romant post-atomel na oa ket bet barnet eus ar c'hentañ bepred pa oa deuet er-maez, e gaou evelkent rak plijus eo an dibun anezhañ ha divoas an danvez-se e brezhoneg.

Kontadennoù

Troidigezhioù

  • Ali Baba,Al Liamm. Ar gontadenn vrudet tennet eus levr kontadennoù "ar 1001 nozvezh".
  • Ar vilin du, romant skrivet gant Jurij Brězan. Setu ur romant lec'hiet en un aergelc'h grennamzerel met e gwirionez o kaout da demm pennañ an hollveli, an unveli pe diktatorelezh pe e vefe komunour pe nazi.
  • Pikoù mab e dad, levr Edouard Ollivro, a zo tapet c'hwek ennañ buhez ur skolajiad eus bro Lannuon etre an daou vrezel...
  • 5 mojenn eus bro ar Sorabed, troidigezh, embannadur diabarzh Skolioù Diwan
  • Ar marc'h glas, gant Jurij Brězan, troidigezh, diembann.

Danevelloù

  • Lannevern e kañv, Gwalarn niverenn 133, C'hwevrer 1941.
  • Ar bazhvalan, Arvor, 17 a viz Gouere 1941
  • Sant Erwan e-touez e beorienArvor 20 a viz Gouere 1941.
  • Tro-noz va Niz, Arvor, 21 a viz Gwengolo 1941.
  • Bez' em boa ur c'hamarad, Arvor 19 a viz Here 1941.
  • Bouchig, gavr Elived ar C'hwitorell, Arvor, 19 a viz Gouere 1942.
  • Ar maen e lenn Rottne, Selma Lagerlöf & *Jakez Konan, 23/6, Al Liamm
  • Ali Baba hag an Daou-ugent Laer, *Jakez Konan, 36/11, Al Liamm
  • An den-meur, 43/14, Al Liamm
  • An diwezh-sizhun, 64/6, Al Liamm
  • Noz ar Pellgent, 65/9, Al Liamm
  • An hini kozh, 70/329, Al Liamm
  • Ar Bioloñsour, Selma Ottilia Loeiza Lagerlof & *Jakez Konan. 71/442, Al Liamm
  • Ar c'hi, 74/175, Al Liamm
  • Barr-Heol war Hentoù ar Bed-Nevez, 105/254, Al Liamm
  • Noblañs, 107/410, Al Liamm
  • Ur beurevezh kaer a viz Ebrel, 143/439, Al Liamm
  • Kevrin Lord Pennejen, Stephen B. Leacock & *Jakez Konan, 157/124, Al Liamm
  • Penaos gounit ur million a zollarded, Stephen Leacock & *Jakez Konan, 157/131, Al Liamm
  • O foetañ hent dre Iwerzhon, Gweltaz ar Bozeg & *Jakez Konan, 203/450, Al Liamm
  • Skrij ha nij en noz, 211/123, Al Liamm
  • Mendès-Breizh, 218/170, Al Liamm
  • Diwallit ouzh al latar, Edwarz Ollivro & *Jakez Konan, 222/20, Al Liamm
  • A,B ha C, an elfenn denel er jedoniezh, Stephen Leacock&*Jakez Konan, 230/206, Al Liamm
  • N'emañ ket ar C'hudenneg aze ?, 235/88, Al Liamm
  • Ar c'hwiled-derv, 242/173, Al Liamm
  • Al lorberez, Pelham Granville Wodehouse &*Jakez Konan, 273/288, Al Liamm
  • Souvenir from Paris, 275/441, Al Liamm
  • Muntr ar gourmarc'had (1/2), 282/11, Al Liamm
  • Muntr ar gourmarc'had (2/2), 283/108, Al Liamm
  • Ur mennad a bouez, 296/205, Al Liamm

C'hoariva

  • Nebeud a dra, pezh-c'hoari diwar marvailh Ivoñ Krog, Feiz ha Breiz, Gwengolo 1934.
  • Marianna, diembann. C'hoariet eo bet ar pezh-c'hoari-mañ e Perroz.
  • Marc'had kuzh, Gwalarn niverenn 161
  • Un Taol-Strap, 74/202, Al Liamm
  • Tri brezeliad, 174/4, Al Liamm

Barzhonegoù

  • Barzh nen on..., 78/3, Al Liamm
  • Buhez, 78/4, Al Liamm
  • Nevez-amzer, 78/4, Al Liamm
  • Evnig, allas !..., 126/5, Al Liamm
  • Al Lorelei, Heinrich Heine & *Jakez Konan, 250/245, Al Liamm
  • Diskar-amzer, 281/388, Al Liamm
  • Breudeur, Heinrich Lersch & *Jakez Konan. 284/200, Al Liamm
  • O terriñ kleuz, 335/5, Al Liamm
  • Ar vagig, 336/3, Al Liamm
  • Marv an eostig, 337/7, Al Liamm
  • An hent,337/8, Al Liamm
  • Kanenn d'al Levenez, Barzhoneg Freidrich Von Schiller & *Jakez Konan, 338/3, Al Liamm

Studiadennoù

  • Notennoù diwar-benn an tregerieg, Gwalarn 136-137, miz Mezheven 1941.
  • Rimadelloù bugale gornbro Berroz, Gwalarn 136-137, miz Mezheven 1941.
  • Pedennoù iskis klevet er Sklaerder, Gwalarn 136-137, miz Mezheven 1941.
  • Kontouriezh, 66/41, Al Liamm
  • Hag anaout a rit-hu ar Gorriganed ?, T5/9, Al Liamm
  • Selma Lagerlof, 71/437, Al Liamm
  • Loeiz Eunius, 71/458, Al Liamm
  • Al lavar reizh, 114/29, Al Liamm
  • En em gelenn diwar lenn, 117/270, Al Liamm
  • A-dreuz lenn : O foeta bro er C’hanada, 209/422, Al Liamm
  • Notennoù Yezh, 246/53, Al Liamm
  • Roparz Hemon, rener ar gelaouenn Arvor, Studi Yann Glevareg & *Jakez Konan 251 365Al Liamm
  • Eus Grundtvig da Roparz Hemon, Studi Yann Glevareg & ¤Jakez Konan 252 42 Al Liamm
  • Geriadur an henvrezhoneg, Studi Jakez Konan 253 140Al Liamm
  • A-dreuz lenn : Notennoù Brezel Studi (Ar Yeoded), Jakez Konan 258 60Al Liamm
  • Notennoù yezh, 259/143, Al Liamm
  • Kistreberzh, Kistrebiarh, Questembert, 265/156, Al Liamm
  • Notennoù Yezh, 283/166, Al Liamm
  • Sant C'hireg, Hor Yezh niv. 222 (Mezheven 2000)
  • Diwar-benn an anvioù-tiegezh, Hor Yezh niv. 223 (Gwengolo 2000)
  • Ar bromese fervant, Hor Yezh niv. 225 (Meurzh 2001)

Pennadoù kelaouennerezh

  • Ar Jentilez, gwarezlec'h an evned, Gwalarn, niverenn 138, Eost 1941.
  • Traoù dibaot ar bed : Al Lenn-sall Veur, Ar Bed Keltiek, kaset d'an 8 a viz Genver 1965.
  • Bremañ

Kanaouennoù

  • Janig Kerlaou, troidigezh diwar ur ganaouenn iwerzhonat-amerikan
  • O gwezenn sapr, troidigezh diwar ur ganaouenn alaman
  • Lammit ma loutig, ur ganaouenn "western" amerikan evit ar vugale
  • Un devezh a viz Mae, troidigezh ur ganaouenn a vro-Devon, Barr-Heol
  • Ma zad a oa glas, gwenn ha ruz
  • O Marilou, ur ganaouenn nevez giz "country"
  • Al Laer, ur ganaouenn nevez evit ar grennarded war un ton an-dro.
  • Kanenn d'al levenez, diwar Freidrich Von Schiller, kan Unvaniezh Europa...

Kanaouennoù Pobl

  • Tro ma C'hanton, dastumad kanaouennoù ha danvez pobl eus bro Berroz e Treger, Jakez Konan hag e vibien Erwan, Herve ha Gireg, Dastum Bro-Dreger, 2004. "Bez’ez eo al levr-mañ istor ur familh entanet ha hini mirourien eñvor ur vroig vihan. Brudet eo tud Konan en kanton Perroz abaoe meur a rummad. A-viskoazh int bet troet gant sevenadur ar bobl, yezh ar vro ha dre se gant ar baotred hag ar merc’hed a oa desket war se, setu m’o deus dastumet e skeud-se, treuzkrivet, adskrivet eñvor ar vro e-pad pemzek vloaz ha tri-ugent. E holl nerzh a lakaas Jakez Konan ha d’e heul e baotred Erwan, Herve ha Gireg. Ur c’hant kanaouenn bennak a zo bet dastumet el levr-mañ, gwerzioù, sonioù, disputoù, kantikoù, dañsoù hag en tu-hont da se kontadennoù, awidelloù, rimadelloù… gwir vemor Aod ar Vein-Ruz."" (Al Levrig)

Traoù all

  • Ul lizher, 210/84, Al Liamm

Liammoù

En un DVD savet gant Blaz Produktion hag embannet gant TES e 2008 gant brezhonegerien eus Treger-Goueloù e vez klevet Jakez Konan e-touez ur bern tud all.