Mich Beyer : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 3: Linenn 3:
==Buhez==
==Buhez==
[[Skeudenn:IMG 0982.jpg|thumb|right|400 px|Mich Beyer, [[Yann-Fulup Dupuy]] ha [[Herve Latimier]]]]
[[Skeudenn:IMG 0982.jpg|thumb|right|400 px|Mich Beyer, [[Yann-Fulup Dupuy]] ha [[Herve Latimier]]]]
Ganet eo Mich Beyer e Treboull (hiziv e [[Douarnenez]] ). Desket he deus brezhoneg gant he mamm, met he zad ne ouie nemet galleg. E bannlev Pariz eo bet skoliataet betek ar skol-veur. Goude he studioù (war al lennegezh) e oa hi distroet da Vreizh. Ur mab he deus bet anvet [[Klet Beyer]], bremañ arzour c'hoariva ha sinema.
Ganet eo Mich Beyer e Treboull (hiziv e [[Douarnenez]] ). Desket he deus brezhoneg gant he mamm, met he zad ne ouie nemet galleg. E bannlev Pariz eo bet skoliataet betek ar skol-veur. Goude he studioù (war al lennegezh) e oa distroet da Vreizh. Ur mab he deus bet anvet [[Klet Beyer]], bremañ arzour c'hoariva ha sinema.


Kemeret he deus perzh er gelaouenn «[[Bremañ]]». Enni he deus bet tro da skrivañ pennadoù keleier ha preder diwar-benn [[Bro-Euskadi]]. Fardet he deus ivez rekipeoù ha gerioù-kroaz. Skrivet he deus ingal a-walc'h er gelaouenn «[[Combat Breton]]». Emsaverez eo bet evit gwirioù Breizh. Bremañ e skoazell an emsaverien a-bell dre ziouer a amzer ha skuizhder. Skolaerez eo bet e Diwan a-raok mont da gelennerez war ar brezhoneg evit an dud-deuet, gant [[Roudour]], en [[Uhelgoad]]. Emañ bremañ o kelenn ar yezh da zanvez skolaerien Diwan e [[Kelenn]] e [[Kemper]].
Kemeret he deus perzh er gelaouenn «[[Bremañ]]». Enni he deus bet tro da skrivañ pennadoù keleier ha preder diwar-benn [[Bro-Euskadi]]. Fardet he deus ivez rekipeoù ha gerioù-kroaz. Skrivet he deus ingal a-walc'h er gelaouenn «[[Combat Breton]]». Emsaverez eo bet evit gwirioù Breizh. Bremañ e skoazell an emsaverien a-bell dre ziouer a amzer ha skuizhder. Skolaerez eo bet e Diwan a-raok mont da gelennerez war ar brezhoneg evit an dud-deuet, gant [[Roudour]], en [[Uhelgoad]]. Emañ bremañ o kelenn ar yezh da zanvez skolaerien Diwan e [[Kelenn]] e [[Kemper]].

Stumm eus an 3 Her 2010 da 09:42

Mich Beyer, ganet e Treboull e 1948, a zo ur skrivagnerez danevelloù, romantoù brezhonek . Studioù war al lennegezh he deus graet . Kelennet he deus en ur skol Diwan .

Buhez

Restr:IMG 0982.jpg
Mich Beyer, Yann-Fulup Dupuy ha Herve Latimier

Ganet eo Mich Beyer e Treboull (hiziv e Douarnenez ). Desket he deus brezhoneg gant he mamm, met he zad ne ouie nemet galleg. E bannlev Pariz eo bet skoliataet betek ar skol-veur. Goude he studioù (war al lennegezh) e oa distroet da Vreizh. Ur mab he deus bet anvet Klet Beyer, bremañ arzour c'hoariva ha sinema.

Kemeret he deus perzh er gelaouenn «Bremañ». Enni he deus bet tro da skrivañ pennadoù keleier ha preder diwar-benn Bro-Euskadi. Fardet he deus ivez rekipeoù ha gerioù-kroaz. Skrivet he deus ingal a-walc'h er gelaouenn «Combat Breton». Emsaverez eo bet evit gwirioù Breizh. Bremañ e skoazell an emsaverien a-bell dre ziouer a amzer ha skuizhder. Skolaerez eo bet e Diwan a-raok mont da gelennerez war ar brezhoneg evit an dud-deuet, gant Roudour, en Uhelgoad. Emañ bremañ o kelenn ar yezh da zanvez skolaerien Diwan e Kelenn e Kemper.

Mennozhioù

Mich Beyer na oar ket resis gant peseurt skrivagner /-ez eo bet levezonet. Diaes eo dezhi lavarout petra 'zo chomet war-lerc'h en he spered diouzh ar pezh he deus lennet. Met ar pezh a blij dezhi lenn dreist-holl eo romantoù evel re Montalban, da skouer, pe romantoù a Vro-Indez hag Amerika ar C'hreisteiz pe c'hoazh skrivagnerien eus holl vroioù Afrika an hanternoz hag ar Reter-nesañ. Plijout a ra dezhi dizoleiñ doareoù bevañ ha soñjal pobloù all dre al lennegezh.

Ne blij ket dezhi pa vez bac'het ar skrivañ, ar skrivagner, pa n'hell ket sevel e oberenn gant frankiz. E niverenn 377 Al Liamm, en notennoù, e kav kriz ar skridbarnadenn a oa bet en niverenn a-raok enep frankiz soñjoù ur mignon, Yann-Fulup Dupuy e anv. Setu ar pezh e skriv : "Daoust ha n'eo ket eno (ar frankiz da skrivañ war a bep seurt santadurioù pe degouezhioù) ivez unan eus perzhioù priziusañ al lennegezh pa ro tro deomp da rannañ, ne lavaran ket pep tra, met darn eus perzhioù denel hag eus santadurioù tudennoù disheñvel diouzhimp war dachenn-mañ-tachenn ? ...

Din-me ez eo al lennegezh evel unan eus an hentoù a c'hell kas ac'hanomp war-zu komprenidigezh ar re all, a ra da bep unan ac'hanomp mont war-raok, a ra deomp dizoleiñ ha kompren ar mil perzh hag unan a ya d'ober Mab-Den. Ne c'hell ket bezañ ur pradig klozet mat etre girzhier uhel ma ne vefe nemet ur seurt loened o peuriñ ennañ, serret start o daoulagad war ar bed. Ar re zu gant ar re zu, ar merc'hed gant ar merc'hed, an heñvelrevidi gant o c'henseurted, savomp mogerioù uhel ha chomomp etre tud dereat !

N'eo ket d'am meno rentañ servij d'al lennegezh vrezhonek a vez graet gant seurt burutelladenn. Poent eo e vefe lezet honnezh da vevañ, da greskiñ ha da vezañ major. Er XXIvet kantved emaomp, poent eo dihuniñ."

Oberennoù

N'eus bet embannet nemet daou eus he romantoù polis, evit ar re yaouank, ar «Pennoù Koltar» (daou istor 'zo : «Ar pennoù Koltar e Menez Are» hag «Ar pennoù Koltar war an enez»), embannet gant An Here e 1993 hag e 1991. Pellik 'zo e oa bet embannet div pe deir danevell gant Skrid. Kenlabouret he deus ivez gant an Here evit treiñ «La maison du peuple» skrivet gant Louis Guilloux. Traoù all he deus skrivet met chomet int ganti evit ar poent rak c'hoant he defe la labourat warno c'hoazh daoust dezho bezañ bet skrivet pell 'zo. Barzhonegoù he deus skrivet ivez. Mich Beyer he deus resevet priz Frañs 3 ar romant gwellañ e 2007 evit al levr «Seizh devezh warn-ugent», ha roet ez eus bet dezhi ivez Priz Langleiz e 2008 abalamour d'he romant "Etrezek an enez".

Romantoù

  • Ar Pennoù Koltar war an enez : Ur romant polis-faltazi, embannet gant An Here e 1991
  • Ar Pennoù Koltar e Menez Are : Ur romant polis-faltazi, embannet gant An Here e 1993
  • An Dervenn : Ur romant faltazi, enklask ur bugel war e dad, embannet gant Keit Vimp Bev e 2008. Gounezet en deus Priz ar Yaouankiz.
  • Seizh Devezh warn-ugent : Ur romant embannet gant an Alarc'h e 2006 . Gounezet en deus priz Frañs 3 ar romant gwellañ e 2007.
  • Etrezek an enez : Ur romant, embannet gant An Alarc'h e 2007, Priz Langleiz 2008.
  • Teñvalijenn : Ur romant embannet gant An Alarc'h e 2009
  • Kan ar Mein : Ur romant embannet gant An Alarc'h e 2010

Skridoù all

  • Melenig hag an enezenn : Ul levr da livañ embannet gant Skol an Emsav e 1992
  • Ar soner hag ar razhed : Ur gontadenn embannet gant TES e 2007. Gwerzhet gant ur bladenn, sonerezh gant Jean-Michel Veillon

Troidigezhioù

  • Anna Vreizh : Buhez-skrid an Dukez Anna, skrivet gant Jacqueline Favreau ha troet ganti, embannet gant Delioù e 2004
  • Ti ar bobl : Bet troet ganti diwar «La maison du peuple», levrLouis Guilloux hag embannet gant an Here

Kenlabour