Charles de Gaulle : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: yo:Charles de Gaulle
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 363: Linenn 363:
[[sw:Charles de Gaulle]]
[[sw:Charles de Gaulle]]
[[ta:சார்லஸ் டி கோல்]]
[[ta:சார்லஸ் டி கோல்]]
[[th:ชาร์ลส์ เดอ โกลล์]]
[[th:ชาร์ล เดอ โกล]]
[[tl:Charles de Gaulle]]
[[tl:Charles de Gaulle]]
[[tr:Charles de Gaulle]]
[[tr:Charles de Gaulle]]

Stumm eus an 22 Gwe 2010 da 20:10

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ


Charles de Gaulle a zo bet ganet d'an 22 a viz Du 1890 e Lille, e departamant an Norzh (Bro-C'hall) ha tremenet d'an 9 a viz Du 1970 e Colombey-les-Deux-Églises, e departamant an Haute-Marne (Bro-C'hall). Soudard a-vicher ha jeneral, politikour ha den-Stad gall e oa.

Bet e oa diouzh Londrez, penn ar Rezistañs a-enep an dalc’herezh alaman e Bro-C'hall e-pad an Eil brezel bed (ar Frañs dieub). Savet en deus ar Vvet Republik e 1958 hag e teuas da vezañ he c’hentañ prezidant eus 1959 da 1969.

Bet eo mestr bras nemetañ Urzh an Dieubidigezh.

Skrivet en deus diwar ar strategiezh e "Le fils de l'épée" e 1932, "Vers l'armée de métier" e 1934 ha "La France et son armée". Skrivet en deus e eñvorennoù ivez.


Orin

Tiegezh mamm Charlez de Gaulle, an tiegezh Maillot, a oa a orin eus ar Flandrez c’hall. A-berzh al lodenn-se eus e diegezh e tiskenne de Gaulle eus hendadoù iwerzhonat (ar MacCartaned, Jakobited tec’het da Vro-C’hall goude an Dispac’h klodus, skosat (Ar Fleminged), hag alaman (ar gKolbed, a orin eus Dugelezh Baden). Tad-kozh ar jeneral de Gaulle a-berzh he mamm a oa ur patrom bras en Industriezh ar gwiadoù e Lille.


Tiegezh ha deskadurezh

Bet ganet e Lille d’an 22 a viz Du 1890 en un tiegezh katolik a oa o chom e Pariz, Charlez de Gaulle a oa mab Herri, kelenner war al lizhiri ha war an istor, ha Jeanne Maillot. Charlez en doa tri breur, daou en o zouez a gemero perzh er Rezistañs hag ur c’hoar, a gemero perzh er Rezistañs ivez:

Abred-kenañ, e dad a lakas Charlez da zizoloiñ oberennoù Barrès, Bergson ha Péguy. Unpennelour eo an tiegezh ha lenn a ra an tad L'Action française (betek kondaonidigezh luskad Charles Maurras gant ar Vatikan). Sellet e vez ouzh e diegezh evel ur familh « katolik ha frankizour », dreyfusour e vint ha mont a reont a-du gant ar Trede Republik en doare goulennet gant ar pab. E dad en deus estlamm ouzh Louis Rossel, « jeneral » eus ar Gumun, fuzuilhet gant ar « Versailhiz ».

Ul lodenn eus e studioù kentañ derez a reas Charles de Gaulle e skol Frered ar Skolioù Kristen eus parrez Sant-Tomaa-Aquin (hiziv lise Sant-Tomas-Aquin) e Paris. Goude an enkadennn bolitikel a heul disrann an iliz hag ar stad e 1905, Charlez de Gaulle a ya da genderc’hel e studioù da Velgia, ar c’hentañ skiant-prenañ eus an harlu eo .


Mont a ra da Skol milourel Saint-Cyr e 1908 ha goude d'ar [skolaj Stanislas Pariz|skolaj prevez katolik Stanislas]] e Pariz. Kuitaaat a ra anezhañ e 1912 gant e skrid-testenni (er Rummad Fès a oa an hini a zeufe da vezañ ar marechal Juin ar major anezhañ) ha choaz a ra da vont en droadegiezh. Kaset eo d’an 33vet rejimant troadeien en Arras, dindan urzhioù ar c’horonal Pétain.

Brezel bed kentañ

Letanant ar C’hentañ brezel bed ez eo anvet kabiten adalek 1915. Gloazet e oa kerkent hag e gentañ emgann e Dinant (reter Belgia) d’ar 15 a viz Eost 1914. Kaset e oa goude d’an 33vet RI war dalbenn Champagne evit ren ar 7vet kompagnunezh. Gloazet eo a-nevez d’an 10 a viz Meurzh 1915 en dorn kleiz, e-pad Emgann ar Somme. Mennet d’en em gannañ e tisent d’e ofiserien o reiñ an urzh da dennañ war fozelloù an enebourien. Abalamour da se ez eo torret diwar e garg evit eizhteiz. Un ofiser tatillon, volontiers cassant, e speredegezh hag e galonegezh dirak an tan a laka anezhañ da vezañ merzet e-touez ar re all kement ha ken bihan ma kinnig komandant an 33vet RI kemer anezhañ da eiler.
D’an 2 a viz Meurzh 1916 e oa taget e rejimant hag hogos distrujet gant an enebour pa oa o tifenn kêriadenn Douaumont, e-kichen Verdun. Distrujet-naet eo e gompagnunezh e-pad an emgann-se hag ar re zo chomet bev zo gronnet gant an Alamanted. Hervez an istor ofisiel e klask De Gaulle toullañ linennoù an enebourien; rediet eo e-pad an emgann da lammat en un toull obuz evit klask goudor met Alamanted a ra ar memes tra hag a c’hloaz anezhañ gant un taol baionetez en en e vorzhed kleiz[1]. Prizoniet gant an Alamanted ez eo pareet ha lakaet en ur c’hamp prizonierien. Hervez ur soudard eus e gompagnuniezh e vefe tremenet an traoù en un doare all: « Gronnet e oamp bet ha dindan urzhioù hor c’habiten de Gaulle e oamp rediet da godianañ. »[2]


Da-heul un dec’hadenn c’hwitet e oa kaset da greñvlec’h Ingolstadt, e Bavaria, ur c’hamp distro-gwall evit an ofiserien disent ha diaes da zerc’hel. En em gavout a ra eno war un dro gant ar jeneral da zont Jord Catroux, ar c’hazetenner Remi Roure, an embanner Berger-Levrault hag ar marechal sovietek da zont Toukhatchevski. Ur « lamentable exil », e-giz-se e teskriv d’e vamm e donkad prizoniad. Evit diverrañ an amzer e aoz gant e kenseurted displegadennoù war stad ar brezel. Klask a ra dreist-holl tec’hout dre bemp gwezh, en aner. Dieubet e oa goude an Arsav-brezel an 11 a viz Du 1918 hag adkavout a ra e diegezh e miz Kerzu. Un eñvor c’hwerv a zalc’ho eus an daou vloavezh hanter-se en toull-bac’h, hag istimañ a raio bezañ un « distroer » (« tasmant »), ur soudard didalvoud n’en deus servijet da netra. Roet e vo dezhañ neoazh, da-heul ar brezel bras, kroaz marc’heg al Lejion a enor, d’an 23 a viz Gouere 1919 hag ar Groaz-brezel 1914-1918 gant ar steredenn arem.


Diwar-benn ar prantad bac’hidigezh, goude e zaskor, en deus disklêriet ar jeneral Perré e 1966 : "Unan eus ma c’hamaraded a oa prizoniad gant de Gaulle en deus lavaret din ar pezh da-heul : ar Voched a rae an enor d’an ofiserien c’hall a oa en em gannet gant kalonegezh da rentañ dezhe o sabrenn da geñver lidoù zo, e-giz an oferenn da skouer. N’o doa ket rentet e hini d’ar c’habiten de Gaulle. Hemañ, a grede e oa bet disoñjet, a c’houlennas anezhañ en un doare rok. Souezhet e oa an Alamanted gant e c’houlenn met betek gouzout e renjont un enklask diwar degouezhioù e zaskor. Goude an enklask-se ne rentjont ket e sabrenn dezhañ".[3]

Etre an daou vrezel

E esped

Kendelc’her a ra Charles de Gaulle e respet en arme.

Eus 1919 da 1921, de Gaulle zo kaset e Polonia e lec’h ma kemer perzh e stummadur an arme nevez a stourm gant berzh ouzh an Arme ruz. Levezontet eo gant an ergelc’h enepyuzev taer ha pogromour, evel m’en diskouez daou lizher kaset d’e diegezh hag embannet en eil levrenn Lettres, notes et carnets [4]. Pa zistro ar c’habiten de Gaulle ez eo karget a gentelioù e Skol Sant-Cyr, kent bezañ degemeret er Skol uhel brezel e 1922.


Dimeziñ a ra Charles de Gaulle gant Yvonne Vendroux (22 a viz Mae 1900 e Calais - 8 a viz Du 1979 e Pariz), d’ar 7 a viz Ebrel 1921. Tri bugel en do ganti :


E 1925 ez eo kaset da strollad-ren ar marechal Pétain, besprezidant Kuzul uhel ar brezel. Kaset eo da Drier e 1927, evel komandant an 19vet Batailhon chaseourien war droad (BCP). D’ar c’hentañ a viz Genver 1928 e teu e eil verc’h, Anna, er bed. De Gaulle zo kaset d'ar Sav-Heol e 1929 ha tremen a ra daou vloaz e Beyrouth gant e diegezh. E 1931 e anver anezhañ e Sekretouriezh Hollek an Difenn Broadel e Pariz. A-bouez eo ar post nevez-se evitañ rak tro en deus d’ober anaoudegezh gant aferioù ar stad.

Koronel eo adalek 1937 hag anvet eo e penn ar 507vet rejimant tankoù e Metz. Da goulz an disklêriadenn brezel graet gant Bro-C'hall hag ar Rouantelezh-Unanet d’an Trede Reich, d’an 3 a viz Gwengolo 1939, ar c’horonal de Gaulle zo anvet komandant eus tankoù ar Vvet Arme.


E vennozhioù

E-pad ar bloavezhioù-se eo e tiorren Charles de Gaulle e vennozhioù diwar-benn arz ar brezel. Embann a ra La Discorde chez l'ennemi (1924), Le Fil de l'épée (1932), Vers l'armée de métier (1934) ha La France et son armée (1938). Al levr-se a laka broc’h da sevel etre ar c’habiten hag ar Marechal Pétain, en dije bet c’honat da sinañ anezhañ.

E 1932, Le Fil de l'épée a zegas da soñj pouez stummadur an ofiserien ha pouez an degouezhioù. Komz a ra eus an ezhomm eus ur c’horf tankoù, gouest da dennañ en un doare galloudus ha da zilec’hiañ buan war un dro, gouest da gas argadoù hardizh da benn.

En e levr Vers l'Armée de métier embannet e 1934 e tiorro ar mennozh-mañ na c’hall bezañ diorroet nemet gant un arme a-vicher e-kichen enrolladur ar geodediz. Koulskoude ar mennozh-se n’eo ket degemeret-mat gant kalz a dud, war-bouez : l'Action française, nemedenn heverk, a salud meur a wezh dindan pluenn Charles Maurras ha Jacques Bainville e vennozhioù modern diwar-benn ur brezel argadus hag e zisfiz e-keñver ar c'hermanouriezh o tiwan en-dro, Paul Reynaud, kannad eus an tu-dehou, pe Fulup Serre.

En estrenvro, war ar c’hontrol, implij an tankoù evel m’eo aliet gant de Gaulle a sach an evezh (Guderian, Liddell Hart). Vers l'armée de métier n'en deus e Bro-C'hall nemet un tamm berzh dleet d’ar guriusted, met aweniñ a ra, poz dezhañ e-unan, ar jeneral Guderian, krouer an nerzh mekanik alaman.


E Pariz e taremprede de Gaulle tud a-bouez liammet gant ar c’horonal Emil Mayer, war e leve ha digor-kenañ e spered, a-du gant un adreizhadenn eus ar strategiezh. Arabat e oa chom d’en em zifenn a-dreñv al linenn Maginot. Koulskoude ne oa selaouet nag an eil nag egile.

Harpet war mennozhioù ar jeneral Fuller hag ar buruteller milourel saoz Liddell Hart, de Gaulle a zifenn ur brezel lusk renet gant soudarded a-vicher, ha harpet gant tankoù. De Gaulle a ra e gentañ prezegenn er Sorbonne en nevezamzer 1934, war intrudu ar c’helc’h Fustel-de-Coulange, un aozadur liammet gant an Action française[5]. Charles de Gaulle en deus mennozhioù unpennelour. Dleet eo dezhañ derc’hel d’an dever taverezh evel an holl soudarded met disklêriañ a ra en e lizhiri prevez ar bri dister en deus evit ar renad parlamant ha lavaret e kav gwell ur renad kreñv[6]. Betek fin e vuhez e tiskouezo e estlamm ouzh personelezh hag oberenn an istorour roueelour Jacques Bainville.

Ne ra ket berzh e vennozhioù a-fed strategiezh abalamour da virouriezh renerien an arme gall diouzh un tu, ha, diouzh an tu all, en abeg m’o deus disfiz ar Republikaned evit ur soudard en deus ar vrud da vezañ a-du gant mennozhioù Maurras. Koulskoude, de Gaulle, diskibl Péguy (levezonet gant ar sokialouriezh difennet gant Pierre Leroux) ha Bergson, a oa bet stummet gant ar c’horonal Mayer, ofiser a orin yuzev, dreyfusour ha tost d’ar sokialouriezh. Eveltañ en deus darempredet ar Club du Faubourg sokialour (Kent ar Brezel bed kentañ en doa kemeret perzh, e Lille, e meetingoù eus Jaurès) ha luskadoù digensentour ar bloavezhioù 30 (Esprit, ha kement zo.). Lakaet en deus e anv ivez en aozadurioù katolik eus an tu-kleiz : ar Sillon eus Marc Sangnier, « les Amis de Sept », «les Amis de Temps Présent », diagentour Témoignage chrétien. A-du edo al luskadoù-se a-hend-all gant Talbenn ar bobl ha gant emell Bro-C’hall evit difenn Eil Republik Spagn.

Leon Blum a ziskouezas e enebiezh vras ouzh mennozhioù ar c’horonal de Gaulle e tri fennad-skrid embannet gant ar Populaire, rak doujañ a ra e vefe implijet an arme-se a-enep ar bobl, an harzherien-labour peurgetket. Ha da dra, en ul lizher eus 1935 kaset da Baol Reynaud, de Gaulle ne argase ket an implij-se tamm ebet. Arroudennoù zo el levrioù embannet gant de Gaulle a blij d’an Action française[7].

Eil brezel bed

Ar jeneral de Gaulle


Pa darzhas ar brezel, Charles de Gaulle a oa koronal atav (memes ma hañval bezañ war-nes dont da vezañ jeneral), komandant ar 507vet rejimant tankoù emgann (RCC), e Metz. E miz Genver 1940 e kasas da bevar-ugent den, en o zouez Léon Blum ha Paul Reynaud, d'ar jeneral Gamelin ha d'ar général Weygand, ur memorandum diazezet war ar brezel e Polonia. An destenn-se, anvet L'Avènement de la force mécanique, a bouez war an ezhomm da lakat an tankoù hag ar c'hirri-nij da labourat a-gevret.

Tri devezh goude argadenn an Alamanted, d'an 10 a viz Mae 1940, a zeu a-benn da doullañ buan an talbenn gall, e roer da c'houzout da de Gaulle en deus divizet renerien an arme fiziañ ennañ ar 4 DCR, an hini galloudusañ eus unvezioù hobrejonet bras an arme c'hall (enni 364 karbed hobrejonet[8]). Kemer a reas he fenn evit gwir d'an 11 a viz Mae hepken. D'ar 15 a viz Mae e oa roet dezhañ an urzh da zaleañ an enebour e bro Laon da c'hounit amzer evit lakaat e plas ar 6vet arme karget da stankañ hent Pariz. War sevel emañ e rann-arme hobrejonet c'hoazh, e unvezioù n'o deus ket stourmet asambles biskoazh. Kas a reas koulskoude un enepargadenn ganti etrezek Montcornet, e biz Laon, unan eus ar re nemeti a zeuas a-benn da lakaat an Alamanted da gilañ. Pa wel emañ an arme c'hall war-nes bezañ koll, ar siviled hag ar soudarded hep armou war an hentoù, e-doug devezh ar 16 a viz Mae, e tisklêrias « ce qu'[il] a pu faire, par la suite, c'est ce jour-là qu'[il] l'a résolu. »[9]. De Gaulle n'en deus resevet ken ul lodenn eus unvezioù ar 4 DCR, met argadiñ a ra ur wezh kentañ gant 80 tank da glask troc'hañ linennoù kehentiñ ar rannoù-arme hobrejonet alaman d'ar 17 a viz Mae. Goude bezañ tizhet e balioù, en o zouez kêr Moncornet, ar 4 DCR, dre ma n'eo ket harpet gant unvezioù all, a rankas kilañ dirak an enebourien.

Pa zegouezh an unvezioù all eus ar 4 DCR, un argadenn nevez a oa kaset gant 150 tank. Goude bezañ tizhet he falioù kentañ e oa harzet gant tagadennoù ar c'hirri-nij hag ar c'hanolierezh alaman.

D'an 28 a viz Mae, de Gaulle zo jeneral brigadenn amzeriat abaoe pevar devezh. Goude 200 km hent, noazhus-kenañ d'ar c'harbedoù, ar 4 DCR a dag an enebour dre ziv wezh a-benn distrujañ ur "godell" kemeret kant an enebourien e su ar Somme, e-kichen Abbeville. Berzh a ra : en tu all da 400 prizoniad zo serret ha distrujet eo ar godell, war-bouez Abbeville abalamour m'eo niverusoc'h soudarded ha kanolioù an Alamanted. Ar re-mañ avat ne c'hallont treuziñ ar Somme nemet diwezhatoc'h e norzh Abbeville. Eil argadenn ar 4 DCR avat ne zeu ket a-benn da gemer ar gêr-se en-dro.


D'ar 6 a viz Even 1940, ar jeneral de Gaulle a oa galvet diwar dizh e Pariz gant Paul Reynaud, prezidant ar c'huzul, da gemer ur garg e e c'houarnamant, hini issekretour Stad evit ar brezel hag an an difenn broadel.

Charles de Gaulle a zeu neuze er-maez eus urzhaz an arme. E gefridi zo kenurzhiañ ar strivoù gant ar Rrouantelezh-Unanet da zerc'hel gant ar stourm. D'an 9 a viz Even e klask en aner lakaat Churchill da lakaat muioc'h a nerzhioù, ha kirri-nij ivez, er gombat. D'an 10 a viz Even, de Gaulle a guita Pariz, disklêriet kêr zigor, evit Orléañs, Briare ha Tours. Kaset e kefridi da Londrez, d'ar 16 a viz Even, e kas dre bellgomz an notenn Anglo-French Unity eus Jean Monnet da Paul Reynaud. Distroet ar memes devezh e Bourdel e klev en deus roet Paul Reynaud e zilez a brezidant ar c'huzul, ez eo bet kemeret lec'h hennezh gant ar marichal Pétain hag ez eo bet goulennet an arsav-brezel. Koll a ra ar jeneral de Gaulle eta e lec'h er gouarnamant.

Galv an 18 a viz Even 1940

Skritellig peget en holl gêr Londrez, ha mesket allies gant ar galv, ar pezh a zisplije kenañ da ze Gaulle.


Levrlennadur

Oberennoù Charlez de Gaulle

  • Une mauvaise rencontre Imp. de Montligeon, 1906 (skrivet da 15 vloaz)
  • La Congrégation, Hors de France Revue du collège d'Antoing (n° 6) 1908
  • Carnet de campagne d'un officier français Revue de Paris (n° 6) 1920
  • La Discorde chez l'ennemi Berger-Levrault 1924
  • « Le Flambeau » (1 hag eil lodenn) Revue militaire (n° 69 et 70) 1927
  • La Défaite, question morale 1927-1928
  • « Philosophie du recrutement » Revue de l'Infanterie (n° 439) 1929
  • La Condition des cadres dans l'armée 1930-1931
  • Histoire des troupes du Levant Imp. nationale 1931 < !--(en collaboration avec le cdt Yvon, le col de Mierry collaborant à la préparation du texte final)-->
  • Le fil de l'épée Berger-Levrault 1932
  • « Combats du Temps de paix » Revue de l'Infanterie (n° 476) 1932
  • « Pour une politique de défense nationale » Revue Bleue (n° 3) 1933
  • « Le soldat de l'Antiquité » Revue de l'Infanterie 1933
  • « Forgeons une armée de métiers » Revue des Vivants 1934
  • Vers l'armée de métier Berger-Levrault 1934
  • « Le problème belge » Revue Défense Nationale 1936
  • La France et son Armée Plon 1938
  • Trois études Berger-Levrault 1945 (Rôle historique des places fortes ; Mobilisation économique à l'étranger ; Comment faire une armée de métier) suivi par le Mémorandum du 26 janvier 1940.
  • Mémoires de guerre
    • Levrenn I - L'Appel, 1940-1942 Plon 1954
    • Levrenn II - L'Unité, 1942-1944 Plon 1956
    • Levrenn III - Le Salut, 1944-1946 Plon 1959
  • Mémoires d'espoir
    • Levrenn I - Le Renouveau, 1958-1962 Plon 1970
    • Levrenn II - L'effort, 1962... Plon 1971
  • Discours et Messages
    • Levrenn I - Pendant la Guerre, 1940-1946 Plon 1970
    • Levrenn II - Dans l'attente, 1946-1958 Plon 1970
    • Levrenn III - Avec le Renouveau, 1958-1962 Plon 1970
    • Levrenn IV - Pour l'Effort, 1962-1965 Plon 1970
    • Levrenn V - Vers le Terme, 1966-1969 Plon 1970
  • Lettres, Notes et Carnets
    • Levrenn 1 - 1905-1918 Plon 1980
    • Levrenn 2 - 1919-Juin 1940 Plon 1980
    • Levrenn 3 - Juin 1940-Juillet 1941 Plon 1981
    • Levrenn 4 - Juillet 1941-Mai 1943 Plon 1982
    • Levrenn 5 - Juin 1943-Mai 1945 Plon 1983
    • Levrenn 6 - Mai 1945-Juin 1951 Plon 1984
    • Levrenn 7 - Juin 1951-Mai 1958 Plon 1985
    • Levrenn 8 - Juin 1958-Décembre 1960 Plon 1985
    • Levrenn 9 - Janvier 1961-Décembre 1963 Plon 1986
    • Levrenn 10 - Janvier 1964-Juin 1966 Plon 1986
    • Levrenn 11 - Juillet 1966-Avril 1969 Plon 1987
    • Levrenn 12 - Mai 1969-Novembre 1970 Plon 1988
    • Levrenn 13 - Compléments de 1924 à 1970 Plon 1997

Oberennoù gouestlet da Charlez de Gaulle

An den

  • Charles Morazé :Le général de Gaulle et la République, Ed.: Flammarion, 1993, coll.: Vieux Fonds Fic, ISBN 2-08-060559-3
  • Henri de Kerillis, De Gaulle dictateur. Une grande mystification de l'histoire, Montréal, Beauchemin, 1945 (flemmskrid).
  • Alain de Boissieu : Pour Combattre avec de Gaulle (1940-1945) et Pour servir le Général (1946-1970).
  • Anne et Pierre Rouanet, Les Trois derniers chagrins du général de Gaulle, Paris, Grasset. 480 p., 1980.
  • Jean-François Revel, Le Style du Général, embannadur Complexe, 1988
  • Jean Lacouture, De Gaulle, Paris, Éditions du Seuil (3 volumes) : 1 — Le Rebelle (1890-1944), 2 — Le Politique (1944-1959), 3 — Le Souverain (1959-1970), 1984, 1985 et 1986. Paris, « Points Histoire », 1990
  • Odile Rudelle, De Gaulle pour mémoire, Éditions Gallimard, 1991
  • Paul-Marie de La Gorce, De Gaulle, Éditions Perrin, 2000
  • Éric Roussel, De Gaulle (2 tomes : 1890-1945 et 1946-1970), Éditions Gallimard et Tempus, 2002
  • Max Gallo, De Gaulle (4 tomes : L'Appel du Destin (1890-1940), La Solitude du Combattant (1940-1946), Le Premier des Français (1946-1962) et La Statue du Commandeur (1963-1970)), Éditions Robert Laffont et Pocket, 1998
  • Paul-Marie Coûteaux, Le génie de la France. Levrenn I : De Gaulle philosophe, Paris, Embannadur Jean-Claude Lattès. 323 p., 2002.
  • Philippe de Gaulle, De Gaulle, mon Père. Entretiens avec Michel Tauriac , Paris, Plon 2003.
  • Dominique Venner, De Gaulle, la grandeur et le néant, Monaco, Éditions du Rocher. 300 p., 2004.
  • Julian Jackson, De Gaulle. Au-delà de la légende, embannadur Alvik, 2004
  • Guy Forzy, Ça aussi, c'était De Gaulle, Dualpha, 2004
  • Henri-Christian Giraud (dir.), Réplique à l'amiral de Gaulle, Monaco, embannadur du Rocher, coll. « Documents », 2004
  • Henri Guillemin, le Général clair obscur. – Paris : Le Seuil.
  • Alain Larcan, De Gaulle : le soldat écrivain. – Paris : Textuel, coll. « Passion », 2005. – 191 p., 29 cm. – ISBN 2-84597-115-X.
  • Guillaume Piketty, Dictionnaire de Gaulle, Robert Laffont 2006.
  • Philippe de Gaulle Michel Tauriac, Mon père en images, Michel Lafon 2006 (ouvrage de photos inédites).

Ar politikerezh

Levrioù hollek
Studiadennoù dre dachenn
Ar Rezistañs
De Gaulle, a-enep ar IV Republik
  • Fondation Charles-de-Gaulle et université Michel-de-Montaigne-Bordeaux-III, De Gaulle et le RPF, embannadur Armand Colin, 1998
  • Jean Charlot, Le Gaullisme d'opposition. 1946-1958, Éditions Fayard, 1983
  • Frédéric Turpin, De Gaulle, les gaullistes et l'Indochine, embannadur Les Indes savantes, 2005
Brezel Aljeria
  • Pierre Abramovici et Gabriel Periès, « La Grande Manipulation », Éditions Hachette, 2006.
  • Georges-Marc Benamou, « Un mensonge français », Éditions Robert Laffont, 2003.
  • Jean-Paul Brunet, « Charonne. Lumières sur une tragédie», Éditions Flammarion, 2003.
  • Alain Dewerpe, « Charonne, 8 février 1962. Anthropologie historique d'un massacre d'État », Éditions Gallimard, coll. « Folio »-histoire, 2006.
  • Mohamed Harbi et Benjamin Stora (dir.), « La Guerre d'Algérie », Éditions Robert Laffont, 2004, (adembannadur Hachette, « Pluriel »-histoire, 2005).
  • Irwin Wall, Les États-Unis et la guerre d'Algérie, Éditions Soleb [1], 2006 sur Amazon
An distro d’ar galloud e 1958
Ar brezidantelezh
  • Serge Berstein, La France de l'expansion, t.1 La République gaullienne (1958-1969), embannadur Seuil, coll. Points Histoire, 1989
  • Jean Charlot, Le Phénomène gaulliste, embannadur Fayard, 1970
  • Jean Clémentin, L'Affaire Fomasi, embannadur Grasset, 1969
  • Jean Cosson, Les Industriels de la fraude fiscale, embannadur Jean de Bonnot, 1986
  • François Mitterrand, Le Coup d'État permanent, embannadur Plon, 1964, adembannadur Julliard, 1984, et 10/18, 1993
  • Pierre Péan, Affaires africaines, Paris, embannadur Fayard, 1983 ; L'Homme de l'ombre. Éléments d'enquête sur Jacques Foccart, l'homme le plus mystérieux et le plus puissant de la V République, embannadur Fayard, 1990
  • Pierre Viansson-Ponté, Histoire de la République gaullienne, embannadur Hachette, « Pluriel », deux vol., 1994 [1re éd., 1970]

Testenioù hag eñvorennoù

  • Fondation Charles de Gaulle, Avec De Gaulle : témoignages. Levrenn 2, Le temps du rassemblement, 1946-1958, Paris, Nouveau monde éd., 2005. 502 p., 23 cm. ISBN 2-84736-053-0.
  • Lucien Bitterlin, Nous étions tous des terroristes, Paris, embannadurioù Témoignage chrétien, 1983
  • Jacques Foccart, Journal de l'Élysée, Paris, embannadurioù Fayard/Jeune Afrique, tomes 1 (Tous les soirs avec de Gaulle. 1965-1967, 1997) et 2 (Le Général en mai. 1967-1968, 1998)
  • Claude Guy, En écoutant de Gaulle. Journal. 1946-1949, Paris, embannadurioù Grasset, 1996
  • Constantin Melnik, Mille jours à Matignon. Raisons d'État sous de Gaulle. Guerre d'Algérie, 1959-1962, embannadurioù Grasset, 1988 ; La mort était leur mission, Paris, embannadurioù Plon, 1996 ; Politiquement incorrect, embannadurioù Plon, 1999
  • Jules Moch, Rencontres avec Charles de Gaulle, embannadurioù Plon, 1971
  • Alain Peyrefitte, C'était de Gaulle, Paris, embannadurioù Gallimard, « Quarto », 2002
  • Jean Pierre-Bloch, De Gaulle ou le temps des méprises, Paris, embannadurioù La Table ronde, 1969

Pladennoù

  • Charles de Gaulle, Discours historiques 1940-1969 (disque 33t)

Notennoù

  1. Max Gallo, De Gaulle, levrenn gentañ : L'appel du destin, III, 10
  2. Testeni Samson Delpech, embannet e Sud-Ouest Dimanche d’ar 16 a viz Ebrel 1961 ha d’an 29 a viz Meurzh 1966.
  3. Testeni ar jeneral Perré d’an 11 a viz Even 1966, adkemeret gant ar c’hazetennoù en estrenvro. En desped d’ar pezh a c’houlenne ar C’haolisted, an Élysée ne zislavaras ket ar c’homzoù-se.
  4. « Et au milieu de tout cela, d'innombrables […] détestés à mort de toutes les classes de la société, tous enrichis par la guerre dont ils ont profité sur le dos des Russes, des boches et des Polonais, et assez disposés à une révolution sociale où ils recueillaient beaucoup d'argent en échange de quelques mauvais coups. » Lettres, notes et carnets, embannadur Plon, 1980, levrenn 2, p. 28. an anv a zeu goude innombrables a oa tennet gant an embanner.
  5. Eugen Weber, L'Action française, embannadur Hachette, 1990, p. 297, notenn e
  6. Éric Roussel, Charles de Gaulle, embannadurioù Gallimard, 2002, p. 44
  7. Robert Frank, « Le Front populaire a-t-il perdu la guerre ? », e Michel Winock (rener), Les Années trente. De la crise à la guerre, embannadurioù du Seuil, « Points »-histoire, pp. 107/109
  8. Situation des troupes françaises au 10 mai 1940
  9. « Alors, au spectacle de ce peuple éperdu et de cette déroute militaire, au récit de cette insolence militaire de l'adversaire, je me sens soulevé d'une fureur sans bornes. Ah ! C'est trop bête ! La guerre commence infiniment mal. Il faut donc qu'elle continue. Il y a, pour cela, de l'espace dans le monde. Si je vis, je me battrai, où qu'il faudra, tant qu'il faudra, jusqu'à ce que l'ennemi soit défait et lavée la tache nationale. Ce que j'ai pu faire, par la suite, c'est ce jour-là [16 mai] que je l'ai résolu. » in Mémoires de guerre, levrenn I L'Appel, Charles de Gaulle, ti-embann Bibliothèque de la Pléiade, 1956, p35-36

Liammoù diavaez


Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB