Emgann ar Medway : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: ca:Batalla del Medway
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: sh:Bitka na Medwayu
Linenn 19: Linenn 19:
[[no:Slaget ved Medway]]
[[no:Slaget ved Medway]]
[[pl:Bitwa nad rzeką Medway]]
[[pl:Bitwa nad rzeką Medway]]
[[sh:Bitka na Medwayu]]

Stumm eus an 20 Gwe 2010 da 09:16

Emgann ar Medway zo un emgann a c'hoarvezas en Enez Vreizh er bloaz 43, war lez ar stêr Medway, entre arme roman ar jeneral Aulus Plaucius hag ar Vrezhoned kaset gant an tierned Cunobelinos hag e vibien Caratacos ha Togodumnos.

Dilestret e oa arme ar Romaned e gevred Enez Vreizh, anezhi peder lejion, da lavarout eo 20 000 soudard, hag ouzhpenn 20 000 soudard-skoazell, Galianed dreist-holl, ha 5 000 marc'heg a gerzhas war-zu ar stêr Medway, ma kavas dirazi arme ar vrezhoned, anezhi soudarded war droad dirak ha war varc'h a-drek.

Aulus a c'houc'hemennas ouzh ar C'halianed treuziñ ar stêr ha mont da skeiñ gant kostez an arme vrezhon, pezh a voe graet en un doare efedus. Goude-se e kasas al Legio IX Hispana d'ober heñvel er c'hostez all. Neuze en em dennas ar Vrezhoned. Gallout a reas ar Romaned treuziñ an Tavoez, ha kenderc'hel gant ar brezel.