Vivienne Westwood : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Disteurel kemmoù 811427 a-berzh Businessstart (kaozeal)
Linenn 25: Linenn 25:
* [http://www.SEDITIONARIES.com/ Seditionaries] Lec'hienn diwar-benn an dilhad krouet ganti evit Sex ha Seditionaries etre 1975 ha 1979
* [http://www.SEDITIONARIES.com/ Seditionaries] Lec'hienn diwar-benn an dilhad krouet ganti evit Sex ha Seditionaries etre 1975 ha 1979
* [http://www.vam.ac.uk/vastatic/microsites/1231_vivienne_westwood/Vivienne Westwood e lec'hienn Victoria and Albert Museum]
* [http://www.vam.ac.uk/vastatic/microsites/1231_vivienne_westwood/Vivienne Westwood e lec'hienn Victoria and Albert Museum]

== business loans for women ==
[http://www.business-start-up-loans.com/business-loans-for-women business loans for women]


{{DEFAULTSORT:Westwood, Vivienne}}
{{DEFAULTSORT:Westwood, Vivienne}}

Stumm eus an 14 Gwe 2010 da 13:19

Restr:Vivienne Westwood by Mattia Passeri.JPG
Vivienne Westwood e 2008

Vivienne Westwood (8 a viz Ebrel 1941, Tintwislte, Rouantelezh-Unanet) (DBE, RDI) a zo ur gemenerez. Brudet eo abalamour m'he deus krouet an dilhad punk kentañ[1].

He buhez

Ur wech echu gant he studioù e reas meur a vicher. En un toull-noz e kejas gant Dereck Westwood. Dimeziñ a rejont e 1962, ur mab a voe ganet, ha dispartiañ a rejont e 1966. E 1967 e kejas gant Malcolm McLaren. Asambles gant Patrick Casey e kroujont un stal dilhad anvet Paradise Garage (403 King's Road, Londrez) e 1971. Meur an anv a voe roet d'ar stal (Seditionaries, Let It Rock...), betek ma teufe da vezañ brudet dindan an anv Sex, bet dibabet abaoe 1974. Hiziv an deiz ez eo anvet World's End. A-drugarez d'ar stal e c'hellas Vivienne Westwood pleustriñ war ar c'hrouiñ dilhad. Jamie Reid a reas kemend-all. Brudetoc'h c'hoazh e teaus da vezañ pa zeuas ar bunked da brenañ dilhad en he stal, tra ma oa Malcolm McLaren manager ar strollad punk Sex Pistols. Kemm a zegasjont da vat e bed ar c'hiz : implijout a rejont a bep seurt traoù evel chadennoù marc'hoù-houarn, troioù-gouzoug evit chas..., en ur veskañ anezho gant elfennoù ha danvezioù hengounel evel an tartan, ha levezon o deus c'hoazh hiziv an deiz. War veur a stal eo perc'hennez Vivienne Westwood hiziv an deiz : teir anezho e Londrez, div e Manchester, unan e Liverpool, unan all e Leeds hag unan all c'hoazh e Newcastle. E 2008 ez eus bet digoret div stal ouzhpenn, e Nottingham hag e New York. Hiziv an deiz ez eo perc'henn war dri merk disheñvel : Anglomania, Vivienne Westwood Red Label ha Vivienne Westwood Gold Label. Brudet eo ivez Westwood evit bezañ oberiant war dachenn ar politikerezh. Stourm a ra a-enep d'an armoù nukleel[2], hag ezel eo eus Liberty[3], ur gevredigezh a stourm evit gwareziñ gwirioù ha frankizoù an dud. Evit ar gevredigezh-se e krouas un t-shirt skrivet warnañ : I am not a terrorist, please don't arrest me e miz Gwengolo 2005. E 2006 eo bet degemeret en DBE ha teir gwech he deus gounezet priz ar gwellañ krouer dilhad breizhveuriat.

Diskouezadeg

Dlihad krouet gant Vivienne Westwood war ziskouez en un diskouezadeg e Sheffield

E 2004 hag e 2005 e voe gouestlet un diskouezadeg dezhi e Victoria and Albert Museum (Londrez), ha goude-se e National Gallery Aostralia. En holl e voe diskouezet 145 pezh-dilhad disheñvel, eus an dilhad punk kentañ d'ar re nevez krouet ganti, ha levezonet ar c'hrouiñ anezho gant dilhad an XVIIIvet kantved.

Reuz

Meur a wech ez eus savet reuz rak embann a ra Vivienne Westwood pourmen hep bezañ gwisket he bragoù bihan. Lavaret he deus e oa heptañ pa oa bet degemeret e DBE (Dame Commander of the British Empire), hag heptañ ivez pa oa bet lakaet da lady gant ar Priñs Charlez e 2006.[4]

Notennoù


Liammoù diavaez