Mirandeg : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 44: Linenn 44:
[[it:Lingua mirandese]]
[[it:Lingua mirandese]]
[[ja:ミランダ語]]
[[ja:ミランダ語]]
[[ka:მირანდიული ენა]]
[[ko:미란다어]]
[[ko:미란다어]]
[[la:Lingua Mirandica]]
[[la:Lingua Mirandica]]

Stumm eus an 14 Gwe 2010 da 12:26

Ar mirandeg (mirandeg: lhéngua mirandesa; portugaleg: língua mirandesa pe mirandês) a zo ur yezh romanek komzet e biz Portugal. Anavezet e oa bet ez-ofisiel evit ar wech kentañ gant Breujoù Portugal e miz Genver 1999 (lezenn 7/99).

Disheñvel eo ar mirandeg diouzh ar portugaleg unvan e meur a geñver, rak diorroet e oa bet ar mirandeg diwar al leoneg a veze komzet e hanternoz Iberia. Kar eo d'an astureg neuze, met disheñvel eo an eil yezh diouzh eben abalamour ma'z eo bet levezonet ar mirandeg gant ar portugaleg keit ha m'eo bet levezonet an astureg gant ar spagnoleg.

Komzet e vez hiziv gant nebeutoc'h evit 5.000 den evel yezh kentañ e Miranda do Douro dreist-holl.

Teir rannyezh ez eus: "mirandeg ar vevenn", "mirandeg ar c'hreiz" ha "mirandeg sendinek".

An darn vrasañ eus an dud a gomz mirandeg a oar portugaleg ha lod all a zo barrek war ar spagnoleg ivez.

Gwelet ivez

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.