Holen : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: si:ලුණු
D Robot ouzhpennet: sv:Salt; Kemm dister
Linenn 4: Linenn 4:
Un temz-boued eo ivez, unan eus ar re goshañ hag ar re voutin er bed. Hag implijet e vez ivez evit ar [[salladur]], a zo un doare da virout ar boued gantañ. An holen evit bezañ debret a c'hall kaout meur a stumm : holen-taol puraet pe get, e meur a vent, blaz ha liv. Eztennet eo gant an den eus ar mor pe an douar, abaoe pell.

==Istor==
== Istor ==
[[Skeudenn:SaltInWaterSolutionLiquid.jpg|thumb|right|Dileizh holen en dour]]

Linenn 11: Linenn 11:
Eus ar Grenn-amzer d'an dispac'h gall e oa un tailh war an holen e Bro-C'hall anvet an [[tell-holen]] (''gabelle'' e galleg). Ne oa ket anezhi e Breizh avat, neuze e oa kalz floderien etre an div vro, da skouer war [[Marzhoù Breizh]].

==Rummoù==
== Rummoù ==
[[Skeudenn:Piles of Salt Salar de Uyuni Bolivia Luca Galuzzi 2006 a.jpg|thumb|left|Bernioù holen e [[Bolivia]].]]

===Holen naturel===
=== Holen naturel ===
Pa n'eo ket bet puraet an holen e chom gant holl e vaenadoù naturel, ha yac'hoc'h eo eta, pinvidikoc'h e [[magneziom]] hag e [[louc'helfenn]]où. Menegomp ar [[flour-holen]] a zo dornzastumet er paludoù. Brudet eo [[Holen Gwenrann|hini Gwenrann]] da skouer.

===Holen puraet===
=== Holen puraet ===
Puraat an holen a ro un holen gwenn-kann ha munut, met kollet gantañ e berzhioù boued hag ouzhpennet ennañ harperioù ha danvez fluoret ha iodet. Implijet e vez ar muiañ gant an dud er bed avat. Implijet e vez ivez evit produiñ paper, gwiad, soavon ha skarzherioù.

===Holenn-taol===
=== Holenn-taol ===
An holen-taol a zo un holenn puraet, 95% pe ouzhpenn [[kloridenn sodiom]] ennañ. Graet e vez gantañ e keginerezh broioù ar c'hornog. Kavet e vez alies war an taolioù gant ar [[pebr]].

Pa eo bras ar greunioù e vez kaoz eus holen kras, holen glas, holen gros, pe holen rous. A-hend-all eo "holen fin". Gallout a ra bezañ holen gwenn pe holen gris.

==Teknikoù produiñ==
== Teknikoù produiñ ==
[[Skeudenn:France-Noirmoutier-Sel brut.jpg|thumb|300px|Holen eus [[Nervouster]] nevez dastumet]]

* Holenn-maen : ur gwiskad maenad kalz holen ennañ eo, graet pell-pell zo dre ziaezhennadur lennoù pe morioù diabarzh. Eztennet e vez eus ur vengleuz pe dre ensinklañ dour,

Linenn 35: Linenn 35:
Skouerioù meuzioù ma vez graet gant holen : braog pe glazenn pobet en holen, ...

==A bep seurt==
== A bep seurt ==
* 35 g/l eo holenegezh an [[dour mor]] well-wazh, met ar morioù serr pe peuzserr a zo kalz nebeutoc'h pe muioc'h a holen enno, evel ar [[Mor Baltel]] (10 g/l) pe er c'hontrol ar [[Mor Marv]] (330 g/l) hag ar [[Mor Ruz]], mor salletañ ar bed.

* en [[Testamant Nevez]], [[Jezuz]] a gomz eus "holen ar bed" evit an Iliz pe ar Gristianed,

Linenn 41: Linenn 41:

== Troioù-lavar ==
== Troioù-lavar ==
*''Ali hag holen A roer dan hini a c'houlenn''.
* ''Ali hag holen A roer dan hini a c'houlenn''.

[[Skeudenn:Salt ship loading.jpg|thumb|400px|Ul lestr o kargañ holen en un termenva.]]

Linenn 50: Linenn 50:
* [[Kig-sal]]
* [[Kig-sal]]

==Notennoù==
== Notennoù ==
{{Reflist}}
{{Reflist}}

Linenn 101: Linenn 101:
[[sq:Kripa]]
[[sq:Kripa]]
[[sr:Со (зачин)]]
[[sr:Со (зачин)]]
[[sv:Salt]]
[[ta:உப்பு]]
[[ta:உப்பு]]
[[te:ఉప్పు]]
[[te:ఉప్పు]]

Stumm eus an 10 Gwe 2010 da 20:38

Strinkennoù holen a-dost

An holen a zo ur maenad graet eus kloridenn sodiom dreist-holl. An holen a zo ret evit ma vefe buhez war an douar, met e nebeudadoù. Fall e teu da vezañ d'al loened ha d'ar plant pa ez eus re anezhañ.

Un temz-boued eo ivez, unan eus ar re goshañ hag ar re voutin er bed. Hag implijet e vez ivez evit ar salladur, a zo un doare da virout ar boued gantañ. An holen evit bezañ debret a c'hall kaout meur a stumm : holen-taol puraet pe get, e meur a vent, blaz ha liv. Eztennet eo gant an den eus ar mor pe an douar, abaoe pell.

Istor

Dileizh holen en dour

Pa eo gouest an den modern da virout e voued e boestoù pe dre ar yenijenn abaoe ur c'hant bloaz bennak nemetken, an holen a zo bet an doare da virout ar boued abaoe miliadoù a vloavezhioù. Kavet eo bet war ul lec'hienn henoniel e Roumania e veze dija implijet gant tud eus an Neolitik eus sevenadur Cucuteni-Trypillia war-dro 6050 kent JK[1]. Ul lec'hienn produiñ all a zo bet kavet e rannvro Shanxi, e Sina, kozh-noe ivez (6000 bloaz kent JK).

Eus ar Grenn-amzer d'an dispac'h gall e oa un tailh war an holen e Bro-C'hall anvet an tell-holen (gabelle e galleg). Ne oa ket anezhi e Breizh avat, neuze e oa kalz floderien etre an div vro, da skouer war Marzhoù Breizh.

Rummoù

Bernioù holen e Bolivia.

Holen naturel

Pa n'eo ket bet puraet an holen e chom gant holl e vaenadoù naturel, ha yac'hoc'h eo eta, pinvidikoc'h e magneziom hag e louc'helfennoù. Menegomp ar flour-holen a zo dornzastumet er paludoù. Brudet eo hini Gwenrann da skouer.

Holen puraet

Puraat an holen a ro un holen gwenn-kann ha munut, met kollet gantañ e berzhioù boued hag ouzhpennet ennañ harperioù ha danvez fluoret ha iodet. Implijet e vez ar muiañ gant an dud er bed avat. Implijet e vez ivez evit produiñ paper, gwiad, soavon ha skarzherioù.

Holenn-taol

An holen-taol a zo un holenn puraet, 95% pe ouzhpenn kloridenn sodiom ennañ. Graet e vez gantañ e keginerezh broioù ar c'hornog. Kavet e vez alies war an taolioù gant ar pebr.

Pa eo bras ar greunioù e vez kaoz eus holen kras, holen glas, holen gros, pe holen rous. A-hend-all eo "holen fin". Gallout a ra bezañ holen gwenn pe holen gris.

Teknikoù produiñ

Holen eus Nervouster nevez dastumet
  • Holenn-maen : ur gwiskad maenad kalz holen ennañ eo, graet pell-pell zo dre ziaezhennadur lennoù pe morioù diabarzh. Eztennet e vez eus ur vengleuz pe dre ensinklañ dour,
  • Holen-mor : produet eo dre ziaezhennañ an dour mor en ur palud,
  • Gallout a reer tennañ an holen end-eeun eus ar mor dre an hili, da lâret eo dour gant kalz holen ennañ.

Evit keginañ hag all

Implijet e vez an holen evit temzañ ar meuzioù ha mirout ar boued : an irvin, ar c'hig (kaoz vez neuze eus "kig-sezon"), ar pesked (an harink, ar moru...). Met ivez evit dousaat an dour evit ar skaoterezioù hag evit dierc'hañ pe diskornañ an hentoù.

Skouerioù meuzioù ma vez graet gant holen : braog pe glazenn pobet en holen, ...

A bep seurt

  • 35 g/l eo holenegezh an dour mor well-wazh, met ar morioù serr pe peuzserr a zo kalz nebeutoc'h pe muioc'h a holen enno, evel ar Mor Baltel (10 g/l) pe er c'hontrol ar Mor Marv (330 g/l) hag ar Mor Ruz, mor salletañ ar bed.
  • en Testamant Nevez, Jezuz a gomz eus "holen ar bed" evit an Iliz pe ar Gristianed,
  • Bagad Holen Mor, eus Gwenrann.

Troioù-lavar

  • Ali hag holen A roer dan hini a c'houlenn.
Ul lestr o kargañ holen en un termenva.

Gwelit ivez

Notennoù

  1. Antiquity.ac.uk Antiquity, Vol 79 No 306 December 2005 The earliest salt production in the world: an early Neolithic exploitation in Poiana Slatinei-Lunca, Romania Olivier Weller & Gheorghe Dumitroaia