's-Hertogenbosch : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: uk:Хертогенбос
Linenn 53: Linenn 53:
[[sw:’s-Hertogenbosch]]
[[sw:’s-Hertogenbosch]]
[[tr:'s-Hertogenbosch]]
[[tr:'s-Hertogenbosch]]
[[uk:Хертогенбос]]
[[uk:Гертогенбос]]
[[vi:'s-Hertogenbosch]]
[[vi:'s-Hertogenbosch]]
[[vo:'s-Hertogenbosch]]
[[vo:'s-Hertogenbosch]]

Stumm eus an 9 Gwe 2010 da 04:49

's-Hertogenbosch (distaget [ˌsɛrtoːɣənˈbɔs] e nederlandeg) (troet e galleg Bois-le-Duc, en alamaneg Herzogenbusch, e spagnoleg Bolduque ; anavezet ivez e nederlandeg bemdez evel Den Bosch) zo ur gêr eus kreisteiz an Izelvroioù, zo kêr-benn proviñs Noord-Brabant. E miz Genver 2005 e oa 134 009 a dud o chom enni.

Moger gozh kêr

Dont a ra anv ofisiel ar gêr diwar "des hertogen bosch" - "koad an dug"). Familh Herri I, Dug Brabant, he doa douaroù bras e-kichen, e Orthen, abaoe meur a gantved. Sevel a reas ur gêr nevez war tevennoù dindan wez e-kreiz geunioù. Reiñ a reas dezhi an titl a geoded er bloavezh 1185, gant gwirioù d'ober kenwerzh, a-benn gwareziñ e interestoù lakaet en arvar gant Gelderland ha Holland. Mogerioù-difenn a voe savet tro-dro dezhi d'he gwareziñ diouzh an argadennoù. E 1203 e voe distrujet gant nerzhioù Gelderland ha Holland unanet, met adsavet e voe goude. War-dro 1475 e voe savet ur voger ledanoc'h da wareziñ ur gêr a oa deuet da vezañ brasoc'h. Hiziv e weler c'hoazh aspadennoù eus ar mogerioù kozh-se.

Ur gêr binvidik e oa betek 1520, hag an eil kêr vrasañ en Izelvroioù war-lerc'h Utrecht. Eno e voe ganet ul livour brudet, Hieronymus van Aken, anavezet dindan an anv Hieronymus Bosch (1450–1516).

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.