Mauretania : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6: Linenn 6:
|conventional_long_name = Rouantelezh Mauretania
|conventional_long_name = Rouantelezh Mauretania
|common_name = Mauretania
|common_name = Mauretania
|continent=Africa
|continent=Afrika
|event_start =
|event_start =
|year_start = 110 kt J-K
|year_start = 110 kt J-K

Stumm eus an 5 Gwe 2010 da 08:11


Dianav
Rouantelezh Mauretania
Flag
110 kt J-K – 40
Location of Mauretania
Location of Mauretania
Kêr-benn Dianav
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Krouet 110 kt J-K
 - mont a ra d'ur broviñs romanek 40


Ur rouantelezh verber war aod Norzh Afrika e oa Mauretania (anvet diwar anv ar meuriadoù Mauri a roas o anv d'ar Vaoured diwezhatoc'h). En em ledañ a rae war kornôg Aljeria, ar Plaza de soberanía spagnol hag hanternoz Maroko. Ne oa ket diazezet rouantelezh Mauretania e-lec'h m'emañ Maouritania hiziv war aod ar meurvor atlantel e su Sahara ar C'hornôg.

Gant emled an Impalaeriezh roman e teuas Mauretania da vezañ ur rouantelezh suj. Roma a anvas enni ar roue suj Juba II eus Numidia. Pa varvas Juba e 23 e savas e vab Ptolemaios Mauretania war an tron en e lec'h. Desavet e oa bet Ptolemaios e doare ar Romaned. E 40 e voe lazhet gant Kaligula a zivizas stagañ Mauretania da vat ouzh an Impalaeriezh evel ur broviñs roman e 42 dindan ur gouarnour impalaerel (ha neket unan a-berzh ar Sened).

Er I kantved e tivizas an Impalaer Klaoda rannañ Mauretania e div lodenn etre Mauretania Caesariensis ha Mauretania Tingitana a-hed linenn ar stêr Mulucha (Muluya) e-tro 60 km er c'hornôg da kêr Oran hiziv :

Un Impalaer eus Roma zo bet genidik eus Mauretania : ar marc'heg Macrinus, a dapas krog er galloud goude muntr Caracalla e 217, met a voe trec'het d'e dro ha lakaet da vezañ lazhet gant Elegabalus ar bloaz war-lerc'h.

A-c'houde Tetrarkiezh an Impalaer Diokletian (293), e voe rannet ar vro e teir froviñs pa voe tennet ar vro reterañ vihan Sitifensis diouzh Mauretania Caesariensis.

Gwelet ivez

Mammennoù ha daveennoù

(da vezañ klokaet)

  • (de) Westermann, Großer Atlas zur Weltgeschichte