Makuria : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
YunBot (kaozeal | degasadennoù)
D yezh
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3: Linenn 3:
|conventional_long_name = Makuria
|conventional_long_name = Makuria
|common_name = Makuria
|common_name = Makuria
|continent=Africa
|continent=AfriKa
|event_start =
|event_start =
|year_start = Vvet kantved
|year_start = Vvet kantved

Stumm eus an 5 Gwe 2010 da 08:10


Warning: Value specified for "continent" does not comply

مقرة
Makuria
Vvet kantved – 1517 Flag
Location of Makuria
Location of Makuria
Stadoù Kristien Nubia
Kêr-benn Dianav
Yezh(où) Nubianeg kozh
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Krouet Vvet kantved
 - Aet da get 1517


Makuria (arabeg مقرة; al-Mukurra or al-Muqurra) a oa ur rouantelezh lec'hiet er pezh a zo hiziv norzh Soudan ha su Egipt. Unan e oa eus rouantelezhioù nubiat a oa deuet war wel goude diskar Rouantelezh Kush a aotrounie ar rannvro etre 800 kent J-K ha 350. Da gentañ e talc'he un dachenn hag en em astenne a-hed an Nil eus an Trede Lammfroude betek ar pempvet lammfroudpe ar c'hwec'hvet lammfroud. Kontrolliñ a rae ivez an hentoù-kenwerzh hag ar mengleuzioù en dezerzh. Dongola a oa e gêrbenn ha hervezi eo galvet wechoù'zo.

Gounezet e oa bet d'ar feiz gristien e fin ar VIvet kantved met aloubet e voe Egipt gant al luioù islamat ha dispartiet e voe ar vro eus ar peurrest eus ar bed kristien. Ul lu arabat a aloubas anezhañ e 651 met faezhet e voe ha sinet e voe ur feur-skrid, baqt e anv. Goude-se e padas ar peoc'h betek an XIIIvet kantved. E-pad ar marevezh-se e vrasaas Markuria. Stagañ a reas e amezeg an norzh, Nobatia e-pad an aloudabeg arabat pe e-pad ren ar roue Merkurios.

Goude an XIIIvet kantved e krogas ar rouantelezh da ziskarr abalamour da drubuilhoù diabarzh ha da aloudabegoù egiptat. Fontañ a rae er XIVvet kantved ha skrapet e voe e dachenn gant meuriadoù kantreat.

Andonioù

An hini gwellañ anavezet eus ar rouantelezhioù nubiat eo Makuria met bez ez eus kalz traoù n'ouzer ket diwar-he-fenn. An andon pennañ a geleier a-zivout hec'h istor a zo danevelloù ar veajourien arabat a weladennas ar rannvro e-pad ar prantad-se. Kalz kudennoù ez eus gant ar re-se rak ne blije ket dezho o amezeien gristien hag o skridoù a ro ur pouez re vras d'ar bec'hioù etre Makuria hag Egipt ha dedenet e voent gant ar brezeloù etre Makuria hag Egipt[1]. An direizhadenn pennañ a oa Ibn Selim el-Aswani, un diplomat egiptat a oa beajet da zDongola pa oa Makuria unan eus stadoù pouezhusañ er rannvro, hag en-do lezet ul livadur resis anezhi deomp-ni.

Daveoù

  • Adams, William Y. Nubia: Corridor to Africa. Princeton: Princeton University Press, 1977.
  • Adams, William Y. "The United Kingdom of Makouria and Nobadia: A Medieval Nubian Anomaly." Egypt and Africa: Nubia from Prehistory to Islam edited by W.V. Davies. London: British Museum Press, 1991.
  • E.A. Wallis Budge. A History of Ethiopia: Nubia and Abyssinia, 1928. Oosterhout, the Netherlands: Anthropological Publications, 1970.
  • Godlewski, Wlodzimierz. "The Birth of Nubian Art: Some Remarks." Egypt and Africa: Nubia from Prehistory to Islam edited by W.V. Davies. London: British Museum Press, 1991.
  • Jakobielski, S. "Christian Nubia at the Height of its Civilization." UNESCO General History of Africa, Volume III.
  • Kropacek, L. "Nubia from the late twelfth century to the Funj conquest in the early fifteenth century", UNESCO General History of Africa, Volume IV.
  • Michalowski, K. "The Spreading of Christianity in Nubia." UNESCO General History of Africa, Volume II.
  • Shinnie, P.L. Ancient Nubia London: Kegan Paul, 1996
  • Shinnie, P.L. "Christian Nubia." The Cambridge History of Africa: Volume 2, From c. 500 BC to AD 1050. editor J. D. Fage. Cambridge: Cambridge University Press, 1979.
  • Shinnie, P.L. & M. "New Light on Medieval Nubia." Journal of African History. VI, 3. 1965.

Notennoù

  1. P.L. & M. Shinnie, "New Light on Medieval Nubia."

Patrom:Liamm PuB