Job Jaffre : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Alexbot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: en:Job Jaffré
Linenn 37: Linenn 37:


[[Rummad:skrivagnerien vrezhonek]]
[[Rummad:skrivagnerien vrezhonek]]

[[en:Job Jaffré]]
[[fr:Job Jaffré]]
[[fr:Job Jaffré]]

Stumm eus an 31 Eos 2010 da 19:33

Job Jaffre (pe Jaffré, e galleg), pe Mabedad hervez e anv-pluenn, a zo ur c'hazetenner breizhat hag ur skrivagner brezhonek en deus skrivet e-barzh La Liberté du Morbihan.

Ganet eo Job Jaffre d'ar 6 a viz Mae 1906 en un tiegezh labourerien douar, en ur gêriadenn anvet Manepil, e kumun Berne. Bet eo er skol e Karnasen a-raok bezañ bet kaset da Redon da skol Sant-Salver gant person ar barrez. Eno e lennas ul levr nevez embannet anvet " Ar en Deulin" gant Y-B Kalloc'h. Al levr-se a oa un dizoloadenn evitañ.

E yaouankiz

Da 16 vloaz e krogas da genlabourat gant Loeiz Herrieu er gelaouenn Dihunamb. Dianavezet e oa e anv pluenn d'ar mare-se gant an dud.

Dont a reas da vezañ skolaer e skol Kernaskledenn a-raok mont da labourat er gazetenn bemdeziek "Le Nouvelliste du Morbihan", rak asantet en doa bezañ penn-skrivagner ar gazetenn.

E-pad an Eil Brezel Bed

Ezel eo bet eus Strollad Broadel Breizh. E miz Kerzu 1940 ez eas kuit eus ar gazetenn "Le Nouveliste du Morbihan", rak asantet en doa bezañ penn-skrivagner ar gazetenn "L'Heure Bretonne". Rebechet e vez dezhañ un nebeud frazennoù vil en dije bet skrivet eno. "A la porte les juifs & des enjuivés", eo ar pez a skriv Job Jaffre, hag eñ rener "L'Heure Bretonne" an deiz goude skrapadeg ar "Vel' d'hiv". Goude-se, e teuas da vezañ kelaouenner e kazetenn La Liberté du Morbihan hag unan hag a zifenn sevenadur Breizh.

Goude ar Brezel

E dibenn ar brezel e voe toullbac'het e-pad 14 miz ha leusket da vont da Nedeleg 1945 rak ne oa netra da damall dezhañ. Dont a raio da vezañ kazetenner adarre e 1955 el Liberté du Morbihan ha lakaet da aozañ pennadoù evit bro an Alre. Eno e chomas kazetenner betek 1973. Goude, pa oa war e leve-gozhni, e kenlabouras gant kelaouennoù brezhoneg Bro-Wened, gant Diwan, Dastum ha kalz a gevredigezhioù all. Bep gwener e skrive e bennad "Etrezomp e brezhoneg" betek e varv. E 1979, ec'h adkaver Job Jaffre war ul luc'hskeudenn evel skidaozer er gelaouenn "Breizh". Mervel a reas Job Jaffre d'an 12 a viz Meurzh 1986.

Dre-vras, memes tra, daoust d'un nebeud skridoù direnkus e-kerzh ar brezel, e chomo en eñvor an dud ez eo bet Job Jaffre ur Breizhad feal, fentigeller ha kelaouenner ampart.

Oberennoù

E brezhoneg

  • Yann ar Baluc'henn. Kempennet gant Daniel Doujet. Dastum 1986
  • Etrezomp e brezhoneg 1980-1981. Dastumad pennadoù tennet eus La Liberté du Morbihan. 2008. Kempennet gant Daniel Doujet. Ul levrad all zo war ar stern.
  • Pennadoù e Dihunamb war-dro 1922
  • Petrol e Bro-Gwened 35/1940/3<=>Pardon chapel ar c'hoad 141/1943/6 e L'Heure Bretonne.
  • C'hoarioù goañv 112/1943/2<=> Skouer an Ao. Kotonneg 135/1943/1-2, e Arvor
  • Diaoul Nignol 4-5/1945/14<=> Un deiz e vo, e An Avel
  • Loeiz Herrieu en dihuner 26-27/1953/4<=>De hortoz kementrall 45/1958/3 e Bro Guéned
  • Aogust Brizeug marv div wezh 40/1953/59<=>Mar dit da jiboes : ur sant n'eo ket ur c'had 46/1954/56, Al Liamm
  • Avanked koad Pont Kalleg 75/1954/11<=>Xavier de Langlais : A Roahon de Sarhau 205/1975/30, e Bleuñ Brug
  • Morholou miz Meurzh 07.03.1986, La LIberté du Morbihan.
  • Er bed endro dem 2/1981/1<=>En tad koh hag en tele 18/1985/8, e An Doéré

E galleg

  • Seigneurs et Seigneuries du Kemenet-Heboé , Dalc'homp Soñj, 1986.
  • Breizh hor bro (gant skoazell Charlez ar Gall). 1955. Adembannet e 2005. Diwar-benn ar sevenadur e Breizh, Emb. Skol Vreizh. Dindan renerez Polig Monjarret, ez eo bet savet al levrig-mañ gant Charles ar Gall ha Job Jaffre, evit reiñ un tamm deskamant war danvez Breizh da izili ar c'helc'hioù keltiek hag ar bagadoù.
  • Secrets et Mystères de nos Kêr, Dalc'homp Soñj.