Youenn Drezen : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 54: Linenn 54:
=== Goude ar brezel ===
=== Goude ar brezel ===
[[Skeudenn:Drezen1950.jpg|thumb|290px|right|Youenn Drezen war-dro 1950]]
[[Skeudenn:Drezen1950.jpg|thumb|290px|right|Youenn Drezen war-dro 1950]]
Mont a ra da vevañ d'an Naoned e-lec'h ma talc'h un ostaleri hep paouez da skrivañ evit ''[[Al Liamm]]''. Echuiñ a ra neuze da skrivañ romant e yaouankiz paour er [[Bro-Vigoudenn|Vro-Vigoudenn]] : ''Skol Louarn Veïg Trebern'' (embannet etre [[1972]] ha [[1973]]) war atiz [[Ronan Huon]]. Mervel a reas [[An Oriant|en Oriant]] e [[1972]].
Mont a ra da vevañ d'an Naoned e-lec'h m'emañ o telc'her un ostaleri hep paouez da skrivañ evit ''[[Al Liamm]]''. Echuiñ a ra neuze da skrivañ romant e yaouankiz paour er [[Bro-Vigoudenn|Vro-Vigoudenn]] : ''Skol Louarn Veïg Trebern'' (embannet etre [[1972]] ha [[1973]]) war atiz [[Ronan Huon]]. Mervel a reas [[An Oriant|en Oriant]] e [[1972]].


== Oberennoù ==
== Oberennoù ==

Stumm eus an 15 Eos 2010 da 13:36

Youenn Drezen
Youenn Drezen
Anv ofisiel Yves Le Drezen
Anv pluenn Youenn Drezen
Corentin Cariou
Tin Gariou
Obererezh Romantour, daneveller, saver pezhioù-c'hoari, kazetenner
Ganedigezh e 1899
e Pont-'n-Abad, Breizh Breizh
Marv e 1972
en Oriant, Breizh Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
An dour en-dro d'an inizi
Itron Varia Garmez
Sizhun ar Breur Arturo
Skol Louarn Veïg Trebern

Youenn Drezen, Yves Le Drezen e anv ofisiel, bet ganet d'ar 14 a viz Gwengolo 1899 e Pont-'n-Abad hag aet da anaon d'ar 17 a viz C'hwevrer 1972 en Oriant, alias Corentin Cariou peotramant Tin Gariou, zo bet skrivagner ha kazetenner.


Buhez

Yaouankiz

Youenn Drezen e skol Sant Gabriel, 1908
(Klikañ war ar skeudenn evit gwelet pelec'h emañ Y. Drezen)

Ganet eo bet en un tiegezh paour eus ar Vro-Vigoudenn. E dad, un toer eus Ploeur, aet da anaon e 1911, a lezas eizh bugel da vagañ gant e intañvez yaouank, Marie-Corentine Kariou, eus Sant-Yann-Drolimon. Skoliet e oa bet e skol gristen Sant-Gabriel kreiskêr. Merzet e voe Youenn Drezen e-touez ar skolidi all gant an tad Sambille evit mont da visioner hag ez eas d'ar c'hloerdi da Euskadi hag e Kastilha[1]. Kejañ a reas eno, e skol beleien Ondarribia, gant Jakez Riou e genvroad ha gant al leonad Jakez Kerrien. E-keit ha ma oant o studiañ ar relijion da vat, al lennegezh hag ar skiantoù ez addizolojont yezh o c'havell a-drugarez d'ur beleg a roas dezho skouerennoù levrioù brezhoneg, en o zouez ar Barzhaz Breizh. Sevel a reont skridoù brezhoneg awenet gant o stummadur lennegel ha dizoleiñ brezhoneg an eil egile. Goude bezañ kuitaet ar c'hloerdi e ra anaoudegezh, p'emañ oc'h ober e goñje e Roazhon, gant pennoù Unvaniezh Yaouankiz Breiz a oa o paouez embann er gazetenn Breiz atao pennadoù ma embannent o broadelouriezh enno.

Kazetenner

E-keit ha ma oa kazetenner, adalek 1924, e kenlabour gant meur a gazetenn ha radio an eil war-lerc'h eben evel ar Courrier du Finistère, Gwalarn Roparz Hemon, Ouest-Éclair. E 1924 e teuas da vezañ kazetenner er Courrier du Finistère hag e laka tuta e vignon Jakez Riou. Kemer a reas perzh e Kendalc'h hollgeltiek Kemper e 1924, gant Frañsez Debauvais, Yann Sohier, Jakez Riou, Abeozen, Marsel Guieysse, dindan paeroniezh Breiz Atao. Skrivañ a ra pennadoù evit Gwalarn, ar gelaouenn lennegel krouet e 1922 gant Roparz Hemon hag Olier Mordrel, hag embann a ra enni troidigezhioù diwar ar spagnoleg ("Ar vuhez a zo un huñvre" gant Calderón), an henc'hresianeg (Aesc'hulos) ha barzhonegoù evel "Nozvez arkus e beg an enezenn" skrivet e koun Jakez Riou e 1938 ha kempennet e 1960 (Al Liamm, n°151).

Adalek 1934 e skriv pennadoù evit ar gelaouenn Stur, ur wech an amzer[2].

Skrivagner

E miz Meurzh 1925 e tro e brezhoneg oberennoù klasel, en o zouez daou bezh-c'hoari gant Aeschulos. Kenderc'hel a ra war un dro e esped skrivagner gant : un oberenn builh gant barzhonegoù, romantoù, danevelloù ha pezhioù-c'hoari skrivet e brezhoneg. Lod eus e romantoù zo bet troet e galleg (gantañ pe gant e vignon Pêr-Jakez Heliaz). Bet eo unan eus ar gwellañ skrivagnerien vrezhonek. Ezel eo eus strollad ar Seiz Breur.

Treiñ a ra levrioù evit ar vugale, embannet gant Gwalarn, a veze ingalet digoust er skolioù d'ar vugale o doa kemeret perzh e kenstrivadegoù skrivañ e brezhoneg. Da skouer, oberennoù Beatrix Potter evel Per ar c'honikl pe Priñsezig an dour, skrivet ha skeudennaouet gant G. H. Rotman.

Eil Brezel-bed

Skrivañ a reas evit L'Heure bretonne, kazetenn Strollad Broadel Breizh, bep sizhun dindan an anv-pluenn Tin Gariou (anv e dad-kozh a-berzh e vamm, Kaourintin Gariou)hag e Galv (renet gant Herri Le Helloco). Kenlabourat a reas er c'hronik "Ar seizh avel" e La Bretagne, renet ant Yann Fouere. E 1941 embann ar c'hentañ romant hir e brezhoneg, Itron Varia Garmez a zanevell darvoudoù a vije bet c'hoarvezet e Pont-'n-Abad.

Adalek miz Here 1940 e labour evit Radio Roazhon Breizh dindan renerezh J. Trécan[3]. Skrivañ a ra pezhioù-c'hoari evit ar radio hag ez enroll pennadoù-kaoz evitañ.

Eus 1943 da 1944 e teu da vezañ rener ar gazetenn divyezhek Arvor[4] hag e ra anezhi ar c'hentañ kazetenn sizhuniek e brezhoneg penn-da-benn. Skrivañ a reas en hevelep kazetenn pennadoù enep-amerikan diwar-benn bombezadegoù Naoned a zo a-unan gant soñj ul lodenn eus an dud a c'houzañv anezhe. Kavout a reer ivez pennadoù enepyuzev diwar e bluenn[5].

Harzet e oa bet e 1944 met lezet e oa bet da vont goude un nebeud mizioù goude ur c'hemenn-didammall. Sikouret e voe d'ar c'houlz-se gant Reun Kreston ha Marcel Cachin [6].

Goude ar brezel

Youenn Drezen war-dro 1950

Mont a ra da vevañ d'an Naoned e-lec'h m'emañ o telc'her un ostaleri hep paouez da skrivañ evit Al Liamm. Echuiñ a ra neuze da skrivañ romant e yaouankiz paour er Vro-Vigoudenn : Skol Louarn Veïg Trebern (embannet etre 1972 ha 1973) war atiz Ronan Huon. Mervel a reas en Oriant e 1972.

Oberennoù

Romantoù ha danevelloù

  • "Mintin Glas", danevell, Gwalarn, Brest, 1927.
  • Priñsezig an dour skrivet gant G. H. Rotman. (levriou ar Vugalé). 1927
  • Per ar c'honikl. (levriou ar Vugalé). Savet e Saozneg gant Beatrix Potter lakaet e brezoneg gant Y. Drezen., Gwalarn, Brest, 1928
  • An dour en-dro d'an inizi. Youenn Drezen. (embannet war niv. 42 Gwalarn, 1932. Skrid echuet e 1931. Adembannet gant Al Liamm e 1972 gant kemmadennoù degaset gant an aozer).
  • Itron Varia Garmez, Skrid ha Skeudenn, La Baule 1941. Skrid bet echuet e Kerzu 1936. Adembannet gant Al Liamm e 1977, gant ur c'heriaoueg en dibenn. Troet e galleg gant an aozer dindan an titl Notre dame bigoudenn, rakger gant Jean Merrien, Denoël, 1943.
  • Kan da Gornog, skeudennaouet gant Reun Kreston.
  • "Sizhun ar Breur Arturo", danevell. Al Liamm niv. 14, e 1949
  • Sizhun ar Breur Arturo, Al Liamm, Brest,1971
  • Skol Louarn Veïg Trebern,romant e teir levrenn, rakger gant Pêr Jakez Heliaz. Al Liamm, 1972-1974. Troet e galleg gant an aozer ha Pêr Jakez Heliaz: L'ecole du Renard. Éditions Jean Piccollec, Pariz, 1986.

C'hoariva

  • Prometheus ereet – Ar Bersed (c'hoariva). troet diwar gresianeg Aesc'hulos gant Y. Drezen, Gwalarn, Brest, 1928, 130 p.
  • Karr-kañv an Aotrou Maer. Y. Drezen. Moul. Kreizker. Roazhon. 1943.
  • Youenn Vras hag e leue. Skrid ha skeudenn, Naoned, 1947, skeudenaouet gant Bourlaouen, Frañsez Kervella, Reun Kreston, Xavier de Langlais, ha Pierre Péron.
  • Danevelloù. Y. Drezen, Brenniger, M. Baudu, J. Priel, J.-L. Dey, R. ar C’halan, M. Noguti, K. Kedez, R. Hemon, H. Denez, M. ar Briz, Y. Ezel, T. Huon, Gw. Denez. Dastumad Skrid. Mouladurioù Hor Yezh. 1985.
  • Dogan. Jakez Riou. Skrid ha skeudenn, 1943. Raklavar gant Y. Drezen

Pennadoù kazetennoù

  • "Al lennegez en Emzao Katalonia". Y. Drezen. Gwalarn 13. 1928.
  • "Ar vuhez a zo un huñvre". Calderon. troet gant Y. Drezen. Gwalarn. 18, 1929.
  • "Nozvez Arkuz e Beg an Enezenn". Y. Drezen. Gwalarn 121. 1938.
  • "Skrilh an Oaled". Y. Drezen. Skol n. 63.
  • Youenn Drezen kelaouenner I/Arvor. Mouladurioù Hor Yezh. 1986.
  • Youenn Drezen kelaouenner II/Gwalarn. Mouladurioù Hor Yezh. 1986
  • Youenn Drezen kelaouenner III/L'Heure Bretonne. Mouladurioù Hor Yezh. Levrenn 1 e 1989 ha levrenn 2 e 1991.

Levlennadur

  • F. Favereau, Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, Montroulez, 2003, levrenn II, pp 380-405

Notennoù

  1. F. Favereau, Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, Montroulez, 2003, levrenn II/380
  2. F. Favereau, Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, Montroulez, 2003, levrenn II/384
  3. R. Calvez, La radio en langue bretonne, Roazhon 2000, p. 158
  4. R. Calvez, La radio en langue bretonne, Roazhon 2000, p. 158
  5. F. Favereau, Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, Montroulez, 2003, levrenn II/386
  6. F. Favereau, Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, Montroulez, 2003, levrenn II/387

Liammoù diavaez