Paper : diforc'h etre ar stummoù
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Robot ouzhpennet: ba:Ҡағыҙ |
D Robot ouzhpennet: ur:کاغذ |
||
Linenn 110: | Linenn 110: | ||
[[tr:Kâğıt]] |
[[tr:Kâğıt]] |
||
[[uk:Папір]] |
[[uk:Папір]] |
||
[[ur:کاغذ]] |
|||
[[uz:Qogʻoz]] |
[[uz:Qogʻoz]] |
||
[[vec:Carta]] |
[[vec:Carta]] |
Stumm eus an 3 Eos 2010 da 20:30
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar paper a zo un danvez fardet diwar neudennoù plant lakaet da vezañ un toaz a c'hell bezañ gwasket evit ober follennoù moan-tre gantañ. Ur baperenn a zo ur follenn baper hec'h-unan. Ijinet eo bet ar paper evit bezañ implijet evit skrivañ, met meur a implij all a zo evel gronnañ traoù pe ober kinkladurioù.
Ijinadenn ar paper
Krediñ a reer eo bet ijinet ar paper gant ar Sinaiz p'eo bet kavet ar baperenn goshañ e Bro-Sina deiziadet d'ar bloaz - 8 ktJK. Evit e veze kontet a-gozh gant ar Sinaiz e oa bet ijinet ar paper dindan ren an Roll an impalaeraerien sinat Qin Shi Huang, diazezer an tiernelezh Qin en 3vet kantved ktJK.
Hervez ur vojenn all e vije bet reolennet penaos fardañ ar paper gant ur ministr sinat karget eus ar gounizerezh er bloaz 105, ken e oe produet e-leizh.
Krennamzer
Hervez an hengoun e vije bet dizoloet ar paper gant an Arabed pa trec'h e rejont war ar Sinaiz e emgann Talas (745). Koulskoude eo bet kavet e oa anavezet an dra dija. Er mare-se e komprenas an Arabed ervat eo ar paper ur benveg dreist evit dasparzhañ ar mennozhioù ha dont a reas kêr Samarkand da vezañ ur greizenn evit eilañ testennoù an Islam war dornskridoù e paper. Kompren a rejont ivez e oa gwelloc'h ouzhpennañ pilhoù roget d'ar plant a veze implijet.
A feur ma tostaas an Arabed ouzh Europa e oe ledanaet implij ar paper di war-dro ar bloaz Mil. E Bro-C'hall ez eus roudoù implij ar paper war dro 1200.