Fenikianed : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Lañs
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 19 Her 2006 da 23:29


Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Tiriad Fenikia a oa hini Liban mui lodenn Siria, Israel ha Palestina.


Ar Fenikianed a oa diskennidi an Ganaaned ha merdeidi ha kenwerzherien eus ar re varrekañ. Ken abred eget -3000, eus o c'heodedoù emren ez eont war vor da staliañ kontouerien war riblennoù Mor Kreizdouarel ar Reter, en o zouezh Kartada (- 814).
Kevezerien e oant gant ar Mikenidi er Mare {archaïque?}, met e oant brudet evel ar verdeerien wellañ.

Gwastet eo bet o c'heodeded gant Pobloù ar Mor war-dro -1200, met nebeutoc'h eget Mikenas hag Ougarit. Muioc'h a frankiz e tapas ar Fenikianed e-keñver ar geodeded nes goude m'eo bet harzet an aloubadegoù ha diouzh-se e c'hellint bezañ ar vistri war ar mor nemeto.

Taget eo bet ar Fenikianed gant an Ateniz, gant Naboukanedzar II, gant Darius III, met erfin ez eas Fenikia da get diwar aloubadeg Aleksandr Meur e -332. Eus ar ger gresianeg "phoinix" (ur seurt krogen anvet mureks ivez) e teu anv ar vro hag ar bobl a c'hell produiñ al liv mouk diwar ar grogen-se. E latin e oe treuzkrivet Phoiniki da Punicii ha diouzh-se ar brezelioù punik (bella punica) renet gant ar Romaned a-enep Kartada.

Hervez Plinius, « Pobl ar Fenikianed en deus gounezet e vrasañ enor p'en deus ijinet lizherennoù an al lizherenneg.».

Impalaeriezh war ar mor

Pa oa strizh kenañ ar c'hompezennoù dindan ar menezioù (aradennad-venezioù Liban hiziv) eo bet rediet ar Fenikianed klask mont d'ober kenwerzh war ar mor pa tennent gounid bras eus pinvidigezhioù eus o ziriad (gounezerezh menezioù, prenn ar c'hoadegoù, etc...) koulskoude. Tir a zeuas da vezañ ar gêr vrasañ.