Diocletianus : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: zh-min-nan:Diocletianus
Linenn 94: Linenn 94:
[[yo:Diocletian]]
[[yo:Diocletian]]
[[zh:戴克里先]]
[[zh:戴克里先]]
[[zh-min-nan:Diocletianus]]

Stumm eus an 26 Gou 2010 da 12:13

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Un impalaer roman (eus 284 da 305) e oa Diokletian (Caius Aurelius Valerianus Diocletianus) ganet e 245 tost da gêr Salone en Illiria (Split e Kroatia hiziv) ha marvet eno e 313. Krouet en deus ar c'hentañ rannadur en impalaeriezh roman pa lezas un Aogust da ren war al lodenn gornôkañ, hag unan da ren en Azia. Kaset en doa an heskinerezh taerañ a zo bet a-enep ar gristenien.

Savet en ur familh izel he renk e tiskouezas e oa donezonet evel penn milour dindan an impalaerien Probus hag Aorelian. Anvet da imperator gant e soudarded goude marv Numerian e voe trec'h war vreur Numerian, Karin (Carinus), a oa bet anvet impalaer er C'hornôg hag ez eas d'impalaer asamblez gant Maksimian Iañ.

An Diarkiezh hag an Tetrarkiezh

Savet en deus Diokletian un aozadur dibar evit ren an impalaeriezh pa oa deuet e gorread re vras e gorread pa save dañjerioù en Norzh war harzoù Germania hag e Gevred diwar impalaeriezh ar Barted. Kompren a reas Diokletian e tlee krouiñ daou sez evit ar galloudoù milourel ken ma vo gwarezet mat an harzoù. Ha ne oa ket mat saviad ar gêr-benn vras.
Da gentañ e krouas Diokletian ur sistem gant daou impalaer, an Diarkiezh (an Daouveli). Evit gwir e chome Diokletian a-us pa veze graet anezhañ Jovius (an hini jupiterian) ha ne veze Maksimian nemet Herculius (an hini herkulian) Maksimian a yeas da gKaezar (titl) a-raok mont da Aogust e 285 hag e 293 e anvas Diokletian Galer (Galerus) evel e Gezar ha e lakaas Maksimian da envel Koñstanz Klor evel e Gezar dezhañ, an daou o ren ar C'hornôg e Augusta Trevirorum / Trier (Alamagn hiziv). Kuitaat a reas Roma (ha ne veze ket mui kêr-benn an impalaeriezh) evit en em staliañ e Nikomedia e Azia minor (Izmit e Turkia hiziv). Eus sistem ar pevar beli e reer anezhañ an Tetrarkiezh (tetra = pevar e henc'hresianeg).

Oberenn bolitikel

Adkempenn a reas an impalaeriezh e-keñver ar melestradur, an dastum tailhoù hag an armerzh. Bodet e reas ar provinsoù evit sevel 12 diokesioù diouto. Lakaat a a reas pep a annezad, ha pa vije Italianed, da baeañ an tailh hag e embannas ur skrid-embann evit stankañ ar prizioù ha diouzh-se ar monc'hwez.

Heskinadur Diokletian

E 303 ec'h embannas Diokletian ma vo klasket ar gristenien ha rediet anezho da anavezout doueelezh an impalaerien. Diouzh e savboent e veze ar gristenien enebourien bolitikel pa ne felle ket dezho aberzhiñ en enor an impalaer. En heskinadur eus ar taerañ a zo bet renet e voe kondaonet d'ar marv meur a zen, bremañ santelaet gant an Iliz kristen (Santez Oanez, Sant Euzeb, Sant Marsel, Sant Marselin en o zouez). Dek vloaz e padas an heskinadur betek Skrid-embann Milano e 313 ma tegasas ar peoc'h relijiel drezañ an impalaer Kustentin

Diwezh ren Diokletian

E 305 e tivizas Diokletian leuskel ar galloud hag e kendrec'has Maksimian d'ober ar memes tra. An daou Gaesar, Galer ha Koñstanz Klor, a yeas da Aogusted, met ar renk uhelañ a yeas gant Galer hag e chomas er Reter. Mervel a reas Diokletian en e vro genidik e 313.

Sell ivez

  An Impalaerien roman  
Tetrarkiezh
En e raok :
Karin ha
Numerian
(283-285)
Diokletian
(285 - 305)
War e lerc'h :
Galer
(305 - 311)
Heuliad Henroma

Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB