Gwrezverk : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: cy:Tymheredd
D Robot ouzhpennet: th:อุณหภูมิ
Linenn 119: Linenn 119:
[[ta:வெப்பநிலை]]
[[ta:வெப்பநிலை]]
[[te:ఉష్ణోగ్రత]]
[[te:ఉష్ణోగ్రత]]
[[th:อุณหภูมิ]]
[[tl:Temperatura]]
[[tl:Temperatura]]
[[tr:Sıcaklık]]
[[tr:Sıcaklık]]

Stumm eus an 26 Gou 2010 da 07:49

Patrom:Kinnig labour

Termenadur

An danvez a zo diazezet war atomoù ha gant molekulennoù, hag ar re-se o deus o-unan ur fiñv mui pe vui kreñv, fonnus (anvet "energiezh sinetek") ; emañ a zo kablus eus an temperadur a anavezomp (en un doare diheeun) en omp buhez pemdeziek.

Da skouer, pa gej daou gorf, e vez graet un eskemm termek kenetrezo. Ma vez ijinet ganeomp ur gastelodenn tomm hag un tamm kig yenn e-barzh ; ar c'horf tomm a raio milliardoù ha milliardoù a kejadennoù mikroskopek gant ar c'horf all, betek ma vefe an daou c'horf a fiñv kement (kempouezhet). E skiantoù fizikel e vez anvet ar fed boutiñ-se « tommder ». Un afer tost da-se eo ar gouloù o-lakaat de fiñval an elfennoù danvez-se da fiñval dre e energiezh e-unan...

Tu vefe skeudenniñ ar fed tommder-mañ evel miliardoù a volotennoù o en em skeiñ an eil war egile en egor, ar re kentraouetañ (tommañ) o reiñ lañs d'ar re all, hag ar re gorrekañ (yenañ) o gorrekaat ar re-all. Ne chom mui da soñjal eo an tizh-se an tommder evit peurechuiñ an daolenn.

Ar gwrezverker, pe termometr

An termometr kentañ bet savet a zo termoskop Galilei, graet e 1597 (o implij perzhioù an tommder dizoloet gant Archimed). An termoskop zo graet eus klogorennoù-gwer enno ur memes volum a dourenn, met ganto ur mas disheñvel, en un tuelenn leun a zour (pe alkol). Kemm a ra uheleder ar c'hlogorennoù-gwer gant an temperadur...

Ijinet eo bet ivez digantañ ur sistem termometr gant alcool (1593); met ne oa ket resis a-walc'h... Ur c'hantved goude (1730) e teue a-benn "René-Antoine Ferchault de Réaumur" d'en ober gant "spered ar gwin" (anv kozh an etanol).

E-kreiz an XVIIIvet oa implijet dreist-holl termometroù gant merkur war un dereziadur kantvedel etre ar skornadur hag an aezhenadur an dour, blam da kavadenn Anders Celsius (1741). E gwellentez oa dreist-holl war ar plas kemeret gantañ : an termometr diwar an alkol a gemere kalz a blas. An disoc'h-se zo bet posubl rak d'ar c'havadennoù da heul : - E 1702, an astronomour Ole Roemer a sav un termometr gant alkol a roio d'an termometr e stumm a hiziv. - E 1717, ar skiantour alamant Fahrenheit (1686-1736) a eilpenn an alkol gant ar merkur.


Dibabet eo bet e Breizh e 1999 difenn gwerzh (hag e implij en ospitalioù) an termometroù merkur, rak d'o danjerusded pa vezont toret. Hiziv an deiz e vez kentoc'h implijet termometroù elektronek pe IR...

An unanennoù

En astronomiez e vez anavezet un niver bras a unannenoù da "vuzul" an temperadur, met ar re pennañ, etrevroadel a zo ar re da heul ;

Ar c'h/kelvin, eus arouez « K ». Un temperadur absolut eo ; ar 0 K eo ar mann absolut (par da -273,15 °C), ha 273,16 K a zo ar poent tridoubl an dour (da lavaret eo al lec'h ma'z eo gazek, dourennek, ha skornek e memes mare)

- Ar muzul e Celsius, eus arouez « °C » . Ar poent 0 eus ar skeul-mañ zo poent treuzfeurmadur an dour e skorn (war an Douar d'an nebeutañ, ha da uhelder ar mor ; rak abretoc'h/goustadikoc'h e c'hoarvez ar reaktadur gant ar gwak, da skouer...). Merzet e vez 273,16K = 0,01°C...

Goude e vez kavet ar "skeul kantvedel" etre 0° ha 100°. 0° o vezañ temperadur an dour dourennek ha 100° an dour aezhenaet... Kozh eo ar muzul ! Ar skeul Fahrenheit a zo c'hoaz implijet (rall memestra). 32°F evit ar stad dourennek ha 212°F evit an dour aezhenaet... Skeul Rankine zo hini Kelvin met rannet dre 9/5...


Dre-vras e vez implijet ar Celsius gant ar bobl, rak aesoc'h da derc'hel soñj ; met ar C'h/Kelvin lavaret "muzul absolut" a vez kentoc'h implijet gant ar skiantourien...

Sellet ivez