Holen : diforc'h etre ar stummoù
Arko (kaozeal | degasadennoù) Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Arko (kaozeal | degasadennoù) Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 2: | Linenn 2: | ||
An [[holen]] a zo ur [[maenad]] graet eus [[kloridenn sodiom]] dreist-holl. An holen a zo ret evit ma vefe buhez war an douar, met e nebeudadoù. Fall e teu da vezañ d'al loened ha d'ar plant pa ez eus re anezhañ. |
An [[holen]] a zo ur [[maenad]] graet eus [[kloridenn sodiom]] dreist-holl. An holen a zo ret evit ma vefe buhez war an douar, met e nebeudadoù. Fall e teu da vezañ d'al loened ha d'ar plant pa ez eus re anezhañ. |
||
Un temz-boued eo ivez, unan eus ar re goshañ hag ar re voutin er bed. Hag implijet e vez ivez evit ar [[salladur]], a zo un doare da virout ar boued gantañ. An holen evit bezañ debret a c'hall kaout meur a stumm : holen-taol puraet pe get, e meur a |
Un temz-boued eo ivez, unan eus ar re goshañ hag ar re voutin er bed. Hag implijet e vez ivez evit ar [[salladur]], a zo un doare da virout ar boued gantañ. An holen evit bezañ debret a c'hall kaout meur a stumm : holen-taol puraet pe get, e meur a vent, blaz ha liv. |
||
==Istor== |
==Istor== |
||
Linenn 17: | Linenn 17: | ||
===Holen puraet=== |
===Holen puraet=== |
||
Puraat an |
Puraat an holen a ro un holen gwenn-kann ha munut, met kollet gantañ e berzhioù boued hag ouzhpennet ennañ harperioù ha danvez fluoret ha iodet. Implijet e vez ar muiañ gant an dud er bed avat. Implijet e vez ivez evit produiñ paper, gwiad, soavon ha skarzherioù. |
||
===Holenn-taol=== |
===Holenn-taol=== |
||
Linenn 26: | Linenn 26: | ||
==Teknikoù produiñ== |
==Teknikoù produiñ== |
||
[[Skeudenn:France-Noirmoutier-Sel brut.jpg|thumb|300px|Holen eus [[Nervouster]] nevez dastumet]] |
[[Skeudenn:France-Noirmoutier-Sel brut.jpg|thumb|300px|Holen eus [[Nervouster]] nevez dastumet]] |
||
* Holenn-maen : ur gwiskad maenad kalz holen ennañ eo, graet pell-pell zo dre ziaezhennadur lennoù pe morioù diabarzh. Eztennet e vez |
* Holenn-maen : ur gwiskad maenad kalz holen ennañ eo, graet pell-pell zo dre ziaezhennadur lennoù pe morioù diabarzh. Eztennet e vez eus ur vengleuz pe dre ensinklañ dour, |
||
* Holen-mor : produet eo dre ziaezhennañ an dour mor en ur [[palud]], |
* Holen-mor : produet eo dre ziaezhennañ an dour mor en ur [[palud]], |
||
* Gallout a reer tennañ an holen end-eeun eus ar mor dre an [[hili]], da lâret eo dour gant kalz holen ennañ. |
* Gallout a reer tennañ an holen end-eeun eus ar mor dre an [[hili]], da lâret eo dour gant kalz holen ennañ. |
Stumm eus an 23 Gou 2010 da 22:51
An holen a zo ur maenad graet eus kloridenn sodiom dreist-holl. An holen a zo ret evit ma vefe buhez war an douar, met e nebeudadoù. Fall e teu da vezañ d'al loened ha d'ar plant pa ez eus re anezhañ.
Un temz-boued eo ivez, unan eus ar re goshañ hag ar re voutin er bed. Hag implijet e vez ivez evit ar salladur, a zo un doare da virout ar boued gantañ. An holen evit bezañ debret a c'hall kaout meur a stumm : holen-taol puraet pe get, e meur a vent, blaz ha liv.
Istor
Pa eo gouest an den modern da virout e voued e boestoù pe dre ar yenijenn abaoe ur c'hant bloaz bennak nemetken, an holen a zo bet an doare da virout ar boued abaoe miliadoù a vloavezhioù. Kavet eo bet war ul lec'hienn henoniel e Roumania e veze dija implijet gant tud eus an Neolitik eus sevenadur Cucuteni-Trypillia war-dro 6050 kent JK[1]. Ul lec'hienn produiñ all a zo bet kavet e rannvro Shanxi, e Sina, kozh-noe ivez (6000 bloaz kent JK).
Eus ar Grenn-amzer d'an dispac'h gall e oa un tailh war an holen e Bro-C'hall anvet an tell-holen (gabelle e galleg). Ne oa ket anezhi e Breizh avat, neuze e oa kalz floderien etre an div vro, da skouer war Marzhoù Breizh.
Rummoù
Holen naturel
Pa n'eo ket bet puraet an holen e chom gant holl e vaenadoù naturel, ha yac'hoc'h eo eta, pinvidikoc'h e magneziom hag e louc'helfennoù. Menegomp ar flour-holen a zo dornzastumet er paludoù. Brudet eo hini Gwenrann da skouer.
Holen puraet
Puraat an holen a ro un holen gwenn-kann ha munut, met kollet gantañ e berzhioù boued hag ouzhpennet ennañ harperioù ha danvez fluoret ha iodet. Implijet e vez ar muiañ gant an dud er bed avat. Implijet e vez ivez evit produiñ paper, gwiad, soavon ha skarzherioù.
Holenn-taol
An holen-taol a zo un holenn puraet, 95% pe ouzhpenn kloridenn sodiom ennañ. Graet e vez gantañ e keginerezh broioù ar c'hornog. Kavet e vez alies war an taolioù gant ar pebr.
Pa eo bras ar greunioù e vez kaoz eus holen kras, holen glas, holen gros, pe holen rous. A-hend-all eo "holen fin". Gallout a ra bezañ holen gwenn pe holen gris.
Teknikoù produiñ
- Holenn-maen : ur gwiskad maenad kalz holen ennañ eo, graet pell-pell zo dre ziaezhennadur lennoù pe morioù diabarzh. Eztennet e vez eus ur vengleuz pe dre ensinklañ dour,
- Holen-mor : produet eo dre ziaezhennañ an dour mor en ur palud,
- Gallout a reer tennañ an holen end-eeun eus ar mor dre an hili, da lâret eo dour gant kalz holen ennañ.
Evit keginañ hag all
Implijet e vez an holen evit temzañ ar meuzioù ha mirout ar boued : an irvin, ar c'hig (kaoz vez neuze eus "kig-sezon"), ar pesked (an harink, ar moru...). Met ivez evit dousaat an dour evit ar skaoterezioù hag evit dierc'hañ pe diskornañ an hentoù.
Skouerioù meuzioù ma vez graet gant holen : braog pe glazenn pobet en holen, ...
A bep seurt
- en Testamant Nevez, Jezuz a gomz eus "holen ar bed" evit an Iliz pe ar Gristianed,
- Bagad Holen Mor, eus Gwenrann.
Troioù-lavar
Gwelit ivez
Notennoù
- ↑ Antiquity.ac.uk Antiquity, Vol 79 No 306 December 2005 The earliest salt production in the world: an early Neolithic exploitation in Poiana Slatinei-Lunca, Romania Olivier Weller & Gheorghe Dumitroaia