Holen : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn nevez : thumb|300px|Strinkennoù holenn a-dost An holen a zo ur maenad graet eus kloridenn sodiom dreist-holl. An holen a zo ret evit ma vefe buhe...
 
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2: Linenn 2:
An [[holen]] a zo ur [[maenad]] graet eus [[kloridenn sodiom]] dreist-holl. An holen a zo ret evit ma vefe buhez war an douar, met e nebeudadoù. Fall e teu da vezañ d'al loened ha d'ar plant pa ez eus re anezhañ.
An [[holen]] a zo ur [[maenad]] graet eus [[kloridenn sodiom]] dreist-holl. An holen a zo ret evit ma vefe buhez war an douar, met e nebeudadoù. Fall e teu da vezañ d'al loened ha d'ar plant pa ez eus re anezhañ.


Un temz-boued eo ivez, unan eus ar re goshañ hag ar re voutin er bed. Hag implijet e vez ivez evit ar [[salladur]], a zo un doare da virout ar boued gantañ. An holen evit bezañ debret a c'hall kaout meur a stumm : holen-taol puret pe get, pe c'hoazh iodet.
Un temz-boued eo ivez, unan eus ar re goshañ hag ar re voutin er bed. Hag implijet e vez ivez evit ar [[salladur]], a zo un doare da virout ar boued gantañ. An holen evit bezañ debret a c'hall kaout meur a stumm : holen-taol puraet pe get, e meur a stumm, blaz ha liv.


==Istor==
==Istor==
[[Skeudenn:SaltInWaterSolutionLiquid.jpg|thumb|right|Dileizh holen en dour]]
[[Skeudenn:SaltInWaterSolutionLiquid.jpg|thumb|right|Dileizh holen en dour]]


Pa eo gouest an den modern da virout e voued e boestoù pe dre ar yenijenn abaoe ur c'hant bloaz bennak nemetken, an holen a zo bet an doare da virout ar boued abaoe miliadoù a vloavezhioù. Kavet eo bet war ul lec'hienn henoniel e Roumania e veze dija implijet gant tud eus an [[Neolithek]] eus [[sevenadur Cucuteni-Trypillia]] war-dro 6050 kent JK<ref>[http://antiquity.ac.uk/projgall/weller/ Antiquity.ac.uk] Antiquity, Vol 79 No 306 December 2005 The earliest salt production in the world: an early Neolithic exploitation in Poiana Slatinei-Lunca, Romania Olivier Weller & Gheorghe Dumitroaia</ref>. Ul lec'hienn produiñ all a zo bet kavet e rannvro [[Shanxi]], e [[Sina]], kozh-noe ivez (6000 bloaz kent JK).
Pa eo gouest an den modern da virout e voued e boestoù pe dre ar yenijenn abaoe ur c'hant bloaz bennak nemetken, an holen a zo bet an doare da virout ar boued abaoe miliadoù a vloavezhioù. Kavet eo bet war ul lec'hienn henoniel e Roumania e veze dija implijet gant tud eus an [[Neolitik]] eus [[sevenadur Cucuteni-Trypillia]] war-dro 6050 kent JK<ref>[http://antiquity.ac.uk/projgall/weller/ Antiquity.ac.uk] Antiquity, Vol 79 No 306 December 2005 The earliest salt production in the world: an early Neolithic exploitation in Poiana Slatinei-Lunca, Romania Olivier Weller & Gheorghe Dumitroaia</ref>. Ul lec'hienn produiñ all a zo bet kavet e rannvro [[Shanxi]], e [[Sina]], kozh-noe ivez (6000 bloaz kent JK).


Eus ar Grenn-amzer d'an dispac'h gall e oa un tailh war an holen e Bro-C'hall anvet an [[tell-holen]] (''gabelle'' e galleg). Ne oa ket anezhi e Breizh avat, neuze e oa kalz floderien etre an div vro, da skouer war [[Marzhoù Breizh]].
Eus ar Grenn-amzer d'an dispac'h gall e oa un tailh war an holen e Bro-C'hall anvet an [[tell-holen]] (''gabelle'' e galleg). Ne oa ket anezhi e Breizh avat, neuze e oa kalz floderien etre an div vro, da skouer war [[Marzhoù Breizh]].
Linenn 22: Linenn 22:
An holen-taol a zo un holenn puraet, 95% pe ouzhpenn [[kloridenn sodiom]] ennañ. Graet e vez gantañ e keginerezh broioù ar c'hornog. Kavet e vez alies war an taolioù gant ar [[pebr]].
An holen-taol a zo un holenn puraet, 95% pe ouzhpenn [[kloridenn sodiom]] ennañ. Graet e vez gantañ e keginerezh broioù ar c'hornog. Kavet e vez alies war an taolioù gant ar [[pebr]].


Pa eo bras ar greunioù e vez kaoz eus holenn kras, holen glas, holen gros, pe holen rous. A-hend-all eo "holen fin". Gallout a ra bezañ holen gwenn pe holen gris.
Pa eo bras ar greunioù e vez kaoz eus holen kras, holen glas, holen gros, pe holen rous. A-hend-all eo "holen fin". Gallout a ra bezañ holen gwenn pe holen gris.


==Teknikoù produiñ==
==Teknikoù produiñ==

Stumm eus an 23 Gou 2010 da 22:31

Strinkennoù holenn a-dost

An holen a zo ur maenad graet eus kloridenn sodiom dreist-holl. An holen a zo ret evit ma vefe buhez war an douar, met e nebeudadoù. Fall e teu da vezañ d'al loened ha d'ar plant pa ez eus re anezhañ.

Un temz-boued eo ivez, unan eus ar re goshañ hag ar re voutin er bed. Hag implijet e vez ivez evit ar salladur, a zo un doare da virout ar boued gantañ. An holen evit bezañ debret a c'hall kaout meur a stumm : holen-taol puraet pe get, e meur a stumm, blaz ha liv.

Istor

Dileizh holen en dour

Pa eo gouest an den modern da virout e voued e boestoù pe dre ar yenijenn abaoe ur c'hant bloaz bennak nemetken, an holen a zo bet an doare da virout ar boued abaoe miliadoù a vloavezhioù. Kavet eo bet war ul lec'hienn henoniel e Roumania e veze dija implijet gant tud eus an Neolitik eus sevenadur Cucuteni-Trypillia war-dro 6050 kent JK[1]. Ul lec'hienn produiñ all a zo bet kavet e rannvro Shanxi, e Sina, kozh-noe ivez (6000 bloaz kent JK).

Eus ar Grenn-amzer d'an dispac'h gall e oa un tailh war an holen e Bro-C'hall anvet an tell-holen (gabelle e galleg). Ne oa ket anezhi e Breizh avat, neuze e oa kalz floderien etre an div vro, da skouer war Marzhoù Breizh.

Rummoù

Bernioù holenn e Bolivia.

Holen naturel

Pa n'eo ket bet puraet an holen e chom gant holl e vaenadoù naturel, ha yac'hoc'h eo eta, pinvidikoc'h e magneziom hag e louc'helfennoù. Menegomp ar flour-holen a zo dornzastumet er paludoù. Brudet eo hini Gwenrann da skouer.

Holen puraet

Puraat an holenn a ro un holenn gwenn-kann ha munut, met kollet gantañ e berzhioù boued hag ouzhpennet ennañ harperioù ha danvez fluoret ha iodet. Implijet e vez ar muiañ gant an dud er bed avat. Implijet e vez ivez evit produiñ paper, gwiad, soavon ha skarzherioù.

Holenn-taol

An holen-taol a zo un holenn puraet, 95% pe ouzhpenn kloridenn sodiom ennañ. Graet e vez gantañ e keginerezh broioù ar c'hornog. Kavet e vez alies war an taolioù gant ar pebr.

Pa eo bras ar greunioù e vez kaoz eus holen kras, holen glas, holen gros, pe holen rous. A-hend-all eo "holen fin". Gallout a ra bezañ holen gwenn pe holen gris.

Teknikoù produiñ

Holen eus Nervouster nevez dastumet
  • Holenn-maen : ur gwiskad maenad kalz holen ennañ eo, graet pell-pell zo dre ziaezhennadur lennoù pe morioù diabarzh. Eztennet e vez en ur vengleuz pe dre ensinklañ dour,
  • Holen-mor : produet eo dre ziaezhennañ an dour mor en ur palud,
  • Gallout a reer tennañ an holen end-eeun eus ar mor dre an hili, da lâret eo dour gant kalz holen ennañ.

Evit keginañ hag all

Implijet e vez an holen evit temzañ ar meuzioù ha mirout ar boued : an irvin, ar c'hig (kaoz vez neuze eus "kig-sezon"), ar pesked (an harink, ar moru...). Met ivez evit dousaat an dour evit ar skaoterezioù hag evit dierc'hañ pe diskornañ an hentoù.

Skouerioù meuzioù ma vez graet gant holen : braog pe glazenn pobet en holen, ...

A bep seurt

  • en Testamant Nevez, Jezuz a gomz eus "holen ar bed" evit an Iliz pe ar Gristianed,
  • Bagad Holen Mor, eus Gwenrann.

Troioù-lavar

Ul lestr o kargañ holen en un termenva.

Gwelit ivez

Notennoù

  1. Antiquity.ac.uk Antiquity, Vol 79 No 306 December 2005 The earliest salt production in the world: an early Neolithic exploitation in Poiana Slatinei-Lunca, Romania Olivier Weller & Gheorghe Dumitroaia