Squash : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Lamet kuit eo bet ar restr ''Squashracket.jpg'' peogwir e oa bet diverket war Commons gant ABF
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 8: Linenn 8:




Ur sport dre palikenn eo ar squash. E simpl pe e doubl eh eus tu c'hoari. An dachenn a zo sterniet get mangoerioù pe get pareoù gwer. E broioù a zo bet trevadennoù bro Saoz hag e bro Saoz e vez c'hoariet ar muiañ d'ar sport-mañ.
Ur sport dre palikenn eo ar squash. E simpl pe e doubl eh eus tu c'hoari. An dachenn a zo sterniet get mangoerioù pe get pareoù gwer. E broioù a zo bet trevadennoù Bro-Saoz hag e Bro_Saoz e vez c'hoariet ar muiañ ar sport-se.


==Istoer ar squash==
==Istoer ar squash==


Er XIX kantved eo bet ijinet ar squash e bro saoz. Doc'h ar seblant e vehe ar squash é tonet ag ar c'hoari flac'h.
Er XIXvet kantved e voe ijinet ar squash e Bro-Saoz. Diouzh ar seblant e veze ar squash é tonet hag ar c'hoari flac'h.
En XIII vet kantved eo bet ijinet ar c'hoari-se. Get an dorn e veze c'hoariet a-raok. Ar balikenn gentañ a zo bet ijinet e 1505.
En XIIIvet kantved oa bet ijinet ar c'hoari-se. Gant an dorn e veze c'hoariet a-raok. Ar balikenn gentañ a zo bet ijinet e 1505.
Ar c'hoari « rackets » a zo bet ijinet tro-dro 1850 e bro saoz, c'hoariet get tud pinvik saoz.
Ar c'hoari « rackets » a oe ijinet tro-dro 1850 e Bro-Saoz, c'hoariet gant Saozon pinvidik.
Kroget e vehe bet ar squash get 2 desker ag ar skol Harrow hag o dehe c'hoariet d'ar rackets àr ur vangoer.
Kroget e veze bet ar squash gant daou zesker hag ar skol Harrow hag o dehe c'hoariet ar ''rackets'' war ur vangoer.
Evit tremen d'ar rackets d'ar squash eo bet ret ijin ur volotenn e gom-gwevn. Donet a ra anv ar squash ag an trouz graet get ar volotenn p'en em flastr doc'h ar vangoer.
Evit tremen d'ar ''rackets'' squash eo bet ret ijin ur volotenn e gom-gwevn. Donet a ra anv ar squash hag an trouz graet gant ar volotenn p'en em flastr diouzh ar vangoer.
E 1883 eo bet krouet tachenn kentañ squash ar bed, anavet eo neuze ar squash èl ur sport. En em ledet en deus ar c'hoari-se dreist-holl e bro Saoz hag en e drevadennoù.
E 1883 oe krouet tachenn kentañ squash ar bed, anavet eo neuze ar squash evel ur sport. En em ledet en deus ar c'hoari-se dreist-holl e Bro-Saoz hag en e drevadennoù.
E 1911 eo bet krouet ar reolennoù ofisiel evit ma vehe choariet hañval e pep lec'h. Met en SUA eo bet nac'het ha hiriv-an-deiz o deus c'hoazh reolennoù dishañval, get ur volotenn kaletoc'h hag en ur jediñ ar poentoù en ur mod arall, memes ma vez muioc'h mui implijet an doare squash etrevroadel du-se. Anvet eo ar c'hoari-mañ hardball squash.
E 1911 oe krouet ar reolennoù ofisiel evit ma vije c'hoariet heñvel e pep lec'h. Met e SUA eo bet nac'het hag hiziv-an-deiz o deus c'hoazh reolennoù disheñval, gant ur volotenn galetoc'h hag en ur jediñ ar poentoù en ur mod arall, memes ma vez muioc'h mui implijet an doare squash etrevroadel du-se. Anvet eo ar c'hoari-mañ hardball squash.
Krouet eo bet kevredad broadel squash bro-saoz. Tu 'zo bet neuze krouiñ kenstrivadegoù èl ar British open e 1930.
Krouet eo bet kevredad broadel squash Bro-Saoz. Tu 'zo bet neuze krouiñ kenstrivadegoù evel ar British Open e 1930.
Krouet eo bet ar gevredad etrevroadel squash e 1967. 7 bro a oa enni neuze, bro saoz, Aostralia, India, Pakistan, Afrika ar su, Zeland-nevez hag Ejipt. 118 a oa anezhe e 1993 get an anv World squash federation.
Krouet eo bet ar gevredad etrevroadel squash e 1967. Seizh bro a oa enni neuze, Bro-Saoz, Aostralia, India, Pakistan, Afrika ar su, Zeland-nevez hag Ejipt. 118 a oa anezhe e 1993 get an anv ''World Squash Federation''.
Krouet eo bet kevredad squash europa e 1973 ha kani frañs e 1980 àr-lerc'h bout bet meret get kevredad frañs tennis.
Krouet eo bet kevredad squash europa e 1973 ha kani Bro-C'hall e 1980 war-lerc'h bout bet meret gant kevredad frañs tennis.




Linenn 55: Linenn 55:
===An eskemm===
===An eskemm===


Skoiñ a ra ar c'hoarierion ar volotenn a bep eil. Rank a ra anezhi degouezh doc'h ar vangoer foñs àr-eeun pe pas. Un adlamm d'ar muiañ a zo aotreet a-raok skoiñ ar volotenn. Ma zegouezh a-us ar linenn uhelañ pe a-is ar linenn izelañ àr ar vangoer foñs, pe àr ar linennoù-se emañ gaou. Klasket e vez en em zilec'hiiñ àr an « T », e kreiz àr-lerc'h bout skoet ar volotenn. Difennet eo skoiñ ar volotenn m'emañ ar c'hoarier arall e-tal.
Skeiñ a ra ar c'hoarierion ar volotenn a bep eil. Rank a ra anezhi degouezh diouzh ar vangoer foñs war-eeun pe get. Un adlamm d'ar muiañ a zo aotreet a-raok skeiñ ar volotenn. Ma tegouezh a-us ar linenn uhelañ pe a-is ar linenn izelañ war ar vangoer foñs, pe war ar linennoù-se emañ gaou. Klasket e vez en em zilec'hiiñ war an « T », e kreiz war-lerc'h bout skoet ar volotenn. Difennet eo skeiñ ar volotenn m'emañ ar c'hoarier arall e-tal.




Linenn 61: Linenn 61:
===Jediñ ar poentoù===
===Jediñ ar poentoù===


Dishañval e oa ar reolennoù-se get ar gwazed hag ar vaouezed a-raok met hiriv emañ hañval. E tri c'hoari e vez gouniet ar bartienn. Get 11 poent e vez gouniet pep c'hoari ha get 2 boent diforc'h. Ur poent a vez merket memes pand bet gouniet an eskemm get ar resever.
Disheñval e oa ar reolennoù-se gant ar gwazed hag ar vaouezed a-raok met hiziv emañ heñvel. E tri c'hoari e vez gouniet ar bartienn. Get 11 poent e vez gouniet pep c'hoari ha get daou boent diforc'h. Ur poent a vez merket memes pand bet gouniet an eskemm gant ar resever.




Linenn 67: Linenn 67:
===Ar servij===
===Ar servij===


Dibabet 'vez ar servijer gentañ dre zegouezh.
Dibabet e vez ar servijer gentañ dre zegouezh.
Ret eo dezhañ kas ar volotenn en hanter dachenn arall en ur vanniñ anezhi etre ar linenn servij ha linenn uhelañ ar vangoer tal.
Ret eo dezhañ kas ar volotenn en hanter dachenn arall en ur vanniñ anezhi etre ar linenn servij ha linenn uhelañ ar vangoer tal.
Ma skoa ar volotenn àr ur vangoer Ma vez gouniet an eskemm get ar servijer e vez kemmet karrez servij.
Ma skoa ar volotenn war ur vangoer Ma vez gouniet an eskemm get ar servijer e vez kemmet karrez servij.
Pa za ar resever da vout servijer e tibab e garrez servij. Treid ar servijer a rank bout e diabarzh ar c'harrez, difennet eo kaout an treid àr linenn ar c'harrez servij
Pa'z a ar resever da vout servijer e tibab e garrez servij. Treid ar servijer a rank bout e diabarzh ar c'harrez, difennet eo kaout an treid àr linenn ar c'harrez servij





Stumm eus an 22 Gou 2010 da 23:32

Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez.


Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzot hiroc'h kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


  • Pa vo bet bet kaset ar raktres da benn-vat ha goude ma vo bet reizhet ar pennad e vo mat tennañ kuit ar patrom-mañ.





Ur sport dre palikenn eo ar squash. E simpl pe e doubl eh eus tu c'hoari. An dachenn a zo sterniet get mangoerioù pe get pareoù gwer. E broioù a zo bet trevadennoù Bro-Saoz hag e Bro_Saoz e vez c'hoariet ar muiañ ar sport-se.

Istoer ar squash

Er XIXvet kantved e voe ijinet ar squash e Bro-Saoz. Diouzh ar seblant e veze ar squash é tonet hag ar c'hoari flac'h. En XIIIvet kantved oa bet ijinet ar c'hoari-se. Gant an dorn e veze c'hoariet a-raok. Ar balikenn gentañ a zo bet ijinet e 1505. Ar c'hoari « rackets » a oe ijinet tro-dro 1850 e Bro-Saoz, c'hoariet gant Saozon pinvidik. Kroget e veze bet ar squash gant daou zesker hag ar skol Harrow hag o dehe c'hoariet ar rackets war ur vangoer. Evit tremen d'ar rackets squash eo bet ret ijin ur volotenn e gom-gwevn. Donet a ra anv ar squash hag an trouz graet gant ar volotenn p'en em flastr diouzh ar vangoer. E 1883 oe krouet tachenn kentañ squash ar bed, anavet eo neuze ar squash evel ur sport. En em ledet en deus ar c'hoari-se dreist-holl e Bro-Saoz hag en e drevadennoù. E 1911 oe krouet ar reolennoù ofisiel evit ma vije c'hoariet heñvel e pep lec'h. Met e SUA eo bet nac'het hag hiziv-an-deiz o deus c'hoazh reolennoù disheñval, gant ur volotenn galetoc'h hag en ur jediñ ar poentoù en ur mod arall, memes ma vez muioc'h mui implijet an doare squash etrevroadel du-se. Anvet eo ar c'hoari-mañ hardball squash. Krouet eo bet kevredad broadel squash Bro-Saoz. Tu 'zo bet neuze krouiñ kenstrivadegoù evel ar British Open e 1930. Krouet eo bet ar gevredad etrevroadel squash e 1967. Seizh bro a oa enni neuze, Bro-Saoz, Aostralia, India, Pakistan, Afrika ar su, Zeland-nevez hag Ejipt. 118 a oa anezhe e 1993 get an anv World Squash Federation. Krouet eo bet kevredad squash europa e 1973 ha kani Bro-C'hall e 1980 war-lerc'h bout bet meret gant kevredad frañs tennis.


Reolennoù

Ment an dachenn:

  • Hirder:9,75m
  • ledander:6,4m
  • uhelder ar vangoer tal: 4,57m












An eskemm

Skeiñ a ra ar c'hoarierion ar volotenn a bep eil. Rank a ra anezhi degouezh diouzh ar vangoer foñs war-eeun pe get. Un adlamm d'ar muiañ a zo aotreet a-raok skeiñ ar volotenn. Ma tegouezh a-us ar linenn uhelañ pe a-is ar linenn izelañ war ar vangoer foñs, pe war ar linennoù-se emañ gaou. Klasket e vez en em zilec'hiiñ war an « T », e kreiz war-lerc'h bout skoet ar volotenn. Difennet eo skeiñ ar volotenn m'emañ ar c'hoarier arall e-tal.


Jediñ ar poentoù

Disheñval e oa ar reolennoù-se gant ar gwazed hag ar vaouezed a-raok met hiziv emañ heñvel. E tri c'hoari e vez gouniet ar bartienn. Get 11 poent e vez gouniet pep c'hoari ha get daou boent diforc'h. Ur poent a vez merket memes pand bet gouniet an eskemm gant ar resever.


Ar servij

Dibabet e vez ar servijer gentañ dre zegouezh. Ret eo dezhañ kas ar volotenn en hanter dachenn arall en ur vanniñ anezhi etre ar linenn servij ha linenn uhelañ ar vangoer tal. Ma skoa ar volotenn war ur vangoer Ma vez gouniet an eskemm get ar servijer e vez kemmet karrez servij. Pa'z a ar resever da vout servijer e tibab e garrez servij. Treid ar servijer a rank bout e diabarzh ar c'harrez, difennet eo kaout an treid àr linenn ar c'harrez servij


Let

Ar let a zo ar fed ma vehe diposubl d'ur c'hoarier skoiñ ar volotenn abalamour d'ar c'hoarier arall pa ne ket an tenner tost da c'hounit an eskemm. Adkroget e vez neuze an eskemm. Mand eus ur c'hoarier en em lakaet etre ar volotenn hag ar vangoer pe re dost ag ar c'hoarier e vonet da skoiñ ar volotenn a ratozh e vez gouniet an eskemm get an den jenet. Pand eo eñ tost da c'hounit an eskemm e vez memes tra.


Diazezoù ar squash

  • En em dilec'hiiñ àr an « T » goude bout bet tennet.
  • Kas ar volotenn ar pellañ posubl ag an « T », er c'hornioù evit ma vehe diaes da adtapout.
  • Gober un hent-bann kenstur ha tost tre d'ar vangoer kostez, diaes eo ivez da adtapout kar tu 'zo stokiñ ar vangoer get ar balikenn.
  • Ne pas skoiñ ar volotenn en ur redek.


Ar volotenn


Ar volotenn a zo graet e gom-gwevn ha du eo. Poentoù liv a zo àrne e-keñver tizh ar volotenn:

  • Daou boent melen, difonn difonn tre.
  • Ur poent melen, difonn tre
  • Ur poent gwer pe gwenn, difonn
  • Ur poent ruz, normal
  • Ur poent glas, buan


Kampionadoù

  • Kampionad ar bed
  • British open
  • Super series finals: ur c'hampionad etre an 8 c'hoarier gwellañ er bed ag ar blez a-raok.


C'hoarierion anavet

Paotred:

  • Geoff Hunt
  • Jahangir Khan
  • Jansher Khan
  • Thierry Lincout
  • Grégory Gaultier
  • Peter Nicol
  • David Palmer
  • Jonathon Power
  • Amr Shaana
  • Ramy Ashour
  • John White

Maouezed:

  • Vanessa Atkinson
  • Cassie Campion
  • Nicol David
  • Susan Devoy
  • Sarah Fitz-Gerald
  • Michelle Martin
  • Carol Owens
  • Isabelle Stoehr