Koumoul : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: krc:Булут
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 28: Linenn 28:
|}
|}


Pa ya ur [[volum]] aet war [[yen]]aat e c'hoarvez ma ya da [[glizh]] un tamm eus an aezhenn a zo ennañ. Ma teu ar yenaat eus al leur douar e sav ur [[brumenn|vrumenn]]. En [[aergelc'h]], hervez reolennoù ar gazoù, e ya war al lae hag e ya war yenaat ur gaz pa ya ar gwask war zigresk. Er c'hontrol e ya da aezhenn ar bannigoù dour pe skorn pa ya o zemperadurioù war gresk.<br />
Pa ya ur [[volum]] aet war [[yen]]aat e c'hoarvez ma ya da [[glizh]] un tamm eus an aezhenn a zo ennañ. Ma teu ar yenaat eus al leur douar e sav ur [[brumenn|vrumenn]]. En [[aergelc'h]], hervez reolennoù ar gazoù, ez a war al lae hag ez a war yenaat ur gaz pa ya ar gwask war zigresk. Er c'hontrol ez a da aezhenn ar bannigoù dour pe skorn pa ya o zemperadurioù war gresk.<br />
E degouezhioù zo (ma 'z eus mikropartikulennoù enno) e laosk ar c'houmoul un tamm eus o [[kementad]]où dour ha diouzh-se e kouezh ar [[glav]]eier, ar [[grizilh]] hag an [[erc'h]] war al leur douar.
E degouezhioù zo (ma 'z eus mikropartikulennoù enno) e laosk ar c'houmoul un tamm eus o [[kementad]]où dour ha diouzh-se e kouezh ar [[glav]]eier, ar [[grizilh]] hag an [[erc'h]] war al leur douar.


Prouet eo bet e diwezh an XXvet kantved ne c'hell ket ar [[glizhennadur]] mont betek an dour liñvel pe ar skorn ma n'eus ket mikropartikulennoù solut (an [[aerosol]]où) evit krouiñ kalonennoù glizhennadur pe kalonennoù [[skornidigezh]]. Evit gwir p'eo pur an aergelc'h ne ya ket an dour da skorn a-us da - 40 ° C hag e c'hell ar bannigoù dour chom e stad an [[usteuzidigezh]], met pa ya an dour dindan 0 ° C da stekiñ ouzh kalonennoù glizhennadur e ya diouzhtu da gouezhañ. Pa teu an dour gant mikropartikulennoù tost ouzh al leur douar skornet ez eus ur [[brumenn-frimañ|vrumenn-frimañ]].
Prouet eo bet e diwezh an XXvet kantved ne c'hell ket ar [[glizhennadur]] mont betek an dour liñvel pe ar skorn ma n'eus ket mikropartikulennoù solut (an [[aerosol]]où) evit krouiñ kalonennoù glizhennadur pe kalonennoù [[skornidigezh]]. Evit gwir p'eo pur an aergelc'h ne ya ket an dour da skorn a-us da - 40 ° C hag e c'hell ar bannigoù dour chom e stad an [[usteuzidigezh]], met pa ya an dour dindan 0 ° C da stekiñ ouzh kalonennoù glizhennadur ez a diouzhtu da gouezhañ. Pa teu an dour gant mikropartikulennoù tost ouzh al leur douar skornet ez eus ur [[brumenn-frimañ|vrumenn-frimañ]].


E derou ar glizhennadur eo bihan-tre ar partikulennoù ha n'eo ket dre an tolpadur e kreskont, met dre ar [[fenomenn]] anvet an ''[[efed Bergeron]]''. P'eo izeloc'h gwask saturadur ar skorn eget hini an dour liñvel, an aezhenn a ya war ar skorn. Ar yenadur a laka ar bannigoù dour da c'hlizennañ ha da vont uheloc'h ha dre-se da vezañ usteuziet ken e savont betek stekiñ ouzh kalonennoù glizhennadur.
E derou ar glizhennadur eo bihan-tre ar partikulennoù ha n'eo ket dre an tolpadur e kreskont, met dre ar [[fenomenn]] anvet an ''[[efed Bergeron]]''. P'eo izeloc'h gwask saturadur ar skorn eget hini an dour liñvel, an aezhenn a ya war ar skorn. Ar yenadur a laka ar bannigoù dour da c'hlizennañ ha da vont uheloc'h ha dre-se da vezañ usteuziet ken e savont betek stekiñ ouzh kalonennoù glizhennadur.
Linenn 110: Linenn 110:


== [[Arnev]]ioù : [[luc'hed]], [[kurun]] ha [[tanfoeltr]] ==
== [[Arnev]]ioù : [[luc'hed]], [[kurun]] ha [[tanfoeltr]] ==
Er c'humulo-nimbus ez eus diforc'hioù energiezh tredan bras-tre etre an [[diazez]] hag ar vegenn. Dre diskargoù tredan e teu al luc'hed hag e ya ganton son an darzhadenn graet diwar an diskarg, ar son eo hini ar [[kurun|gurun]].<br />
Er c'humulo-nimbus ez eus diforc'hioù energiezh tredan bras-tre etre an [[diazez]] hag ar vegenn. Dre diskargoù tredan e teu al luc'hed hag ez a ganton son an darzhadenn graet diwar an diskarg, ar son eo hini ar [[kurun|gurun]].<br />
A wechoù ez eus un diskarg tredan etre al leur douar hag ar goumoulenn hag e vez kaset ur [[red tredan|redenn elektronoù]], an tanfoeltr, dezho ar galloud tredan a vilionoù [[volt]]. Gant an tanfoeltr e c'hell c'hoarvezout [[gwalldarvoud]]où grevus : tud lazhet pe gloazet, savadurioù dispennet, [[tan-gwall]]ioù (traoù, koadegoù, gwez, plantennoù).
A wechoù ez eus un diskarg tredan etre al leur douar hag ar goumoulenn hag e vez kaset ur [[red tredan|redenn elektronoù]], an tanfoeltr, dezho ar galloud tredan a vilionoù [[volt]]. Gant an tanfoeltr e c'hell c'hoarvezout [[gwalldarvoud]]où grevus : tud lazhet pe gloazet, savadurioù dispennet, [[tan-gwall]]ioù (traoù, koadegoù, gwez, plantennoù).



Stumm eus an 17 Gou 2010 da 14:44

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Stratocumulus perlucidus.

Ar c'houmoul (eus al latin cumulus) , pe ar c'hoabr, a zo anezho un tolpad partikulennoù, bannigoù dour pe skorn kristalekaet, hag a chom toueziet en aer en oabl. Kemm a ra neuz ar c'houmoul hervez ar gouloù , ha hervez kementad, ment ha dasparzhañ ar partikulennoù.
Eus glizhennadur aezhenn dour a zo en aer e teu ar bannigoù dour. Hervez ar temperadur e c'hell an aer endelc'her muioc'h a aezhenn ha pa vez tomm e c'hell tapout muioc'h a aezhenn, houmañ ur seurt gaz diwel. Ar c'helenn pennañ a bled gant ar c'houmoul a zo an oablouriezh gant un iskelenn, ar c'houmoulouriezh. Houmañ a zo ivez lodenn an hinouriezh, dezhi ar pal studiañ an hinoù, ar re a zo hiziv hag ar re a zo bet.

Anvioù ar c'houmoul e brezhoneg

E toleadoù zo e vez anvet ar c'houmoul kogus(enn).
Hervez ar rummatadur kozh e vez anvet ar rummadoù koumoul e brezhoneg :

  • ar c'houmoul du (nimbus) a vez lostoù-kizhier anvet duadenn(où), tapon glav
  • ar c'houmoul uhel hag hir (cirrus) lostoù-kizhier
  • ar c'houmoul uhel ha du (nimbo-stratus) malkenn(où)
  • ar c'houmoul uhel-tre ha ront (cirro-stratus) kaouled(enn), deñvedigoù'steuñvienn(où), steuñvaj
  • ar c'houmoul uhel-tre hag ingal o neuzioù (stratus) a vez anvet kanibl, lizenn(où)
  • ar c'houmoul uhel-tre ha ledan (strato-cumulus) a vez anvet koabrenn ha braj
  • ar c'houmoul goeñvet ha du (cumulo-nimbus) teñvaladenn(où), kastellioù
  • ar c'houmoul uhel ha geñvet (alto-cumulus) gwennadenn(où)
  • ar c'houmoul uhel hag ingal o neuzioù (alto-stratus) koc'henn

An halo a vez graet kog-heol, pe kog-neñv, anezhañ.

Furmadur ar c'houmoul

thumbnail|Ur goumoulen war gresk.
Tolpadoù koumoul e Ebrel 2001

Pa ya ur volum aet war yenaat e c'hoarvez ma ya da glizh un tamm eus an aezhenn a zo ennañ. Ma teu ar yenaat eus al leur douar e sav ur vrumenn. En aergelc'h, hervez reolennoù ar gazoù, ez a war al lae hag ez a war yenaat ur gaz pa ya ar gwask war zigresk. Er c'hontrol ez a da aezhenn ar bannigoù dour pe skorn pa ya o zemperadurioù war gresk.
E degouezhioù zo (ma 'z eus mikropartikulennoù enno) e laosk ar c'houmoul un tamm eus o kementadoù dour ha diouzh-se e kouezh ar glaveier, ar grizilh hag an erc'h war al leur douar.

Prouet eo bet e diwezh an XXvet kantved ne c'hell ket ar glizhennadur mont betek an dour liñvel pe ar skorn ma n'eus ket mikropartikulennoù solut (an aerosoloù) evit krouiñ kalonennoù glizhennadur pe kalonennoù skornidigezh. Evit gwir p'eo pur an aergelc'h ne ya ket an dour da skorn a-us da - 40 ° C hag e c'hell ar bannigoù dour chom e stad an usteuzidigezh, met pa ya an dour dindan 0 ° C da stekiñ ouzh kalonennoù glizhennadur ez a diouzhtu da gouezhañ. Pa teu an dour gant mikropartikulennoù tost ouzh al leur douar skornet ez eus ur vrumenn-frimañ.

E derou ar glizhennadur eo bihan-tre ar partikulennoù ha n'eo ket dre an tolpadur e kreskont, met dre ar fenomenn anvet an efed Bergeron. P'eo izeloc'h gwask saturadur ar skorn eget hini an dour liñvel, an aezhenn a ya war ar skorn. Ar yenadur a laka ar bannigoù dour da c'hlizennañ ha da vont uheloc'h ha dre-se da vezañ usteuziet ken e savont betek stekiñ ouzh kalonennoù glizhennadur.

Savidigezh an dour (pe ar skorn) a reer ar gorroidigezh konvektadur eus anezhañ a c'hell bezañ lañset pa ya ar c'houmoul da stekiñ ouzh an torosennadur (ar menezioù) pe gant dinamik an aergelc'h pa teu ar gwagennoù baroklinek, anvet ivez an talbennoù meteorologel.

Rummatadur ar c'houmoul

En XIXvet kantvet e veze renket ar c'houmoul nemet diouzh o neuz hag pep a seurt koumoul a oa anvet e latin hervez o stummoù hag o livioù. Hiziv e vez renket ar c'houmoul e daou rumm : ar c'houmoul dre gorroidigezh konvektadur hag ar c'houmoul dre gorroidigezh kenwel. Miret eo bet un darn eus an anvioù latin.

  • Dre ar gorroidigezh konvektadur e vez savet war ar prim koumoul uhel-tre ha bihan gorread o diazezoù. Ar cumulusoù a vez graet eus anezho.
  • Dre ar gorroidigezh kenwel e teu ur seurt dever koumoul a vezont savet pazenn ha pazenn. P'eo stabil an aergelc'h e en em led ar reizhiad koumal war ur gorread bras-tre (miliadoù km2) gant un neuz ingal. Ar stratusoù a vez graet eus ar seurt koumoul-se. A-wechoù ez eus un distalbilded lec'hel hag e vez mesket koumoul dre konvektadur ha koumoul stratus.
Rummatadur dre an uhelded ma teuont

Ar rummoù cumulus ha stratus a vez rannet e 4 isrumm hervez uhelded o diazez Ar c'houmoul uhelañ a zo arcirrusoù hag ar re el live kreiz a zo an 'altusoù. Cirrus ha stratus a c'hell bezañ implijet evel rakger, met ne vez ket graet evit ar c'houmoul izel. Kinniget eo bet ar rummatadur-se gant Luke Howard e 1802.

Koumoul uhel (Familh A)

En tu all da 5000 metr er troposfer. Gant ar ger pe ar rakger cirro- pe cirrus e vezont anvet. Gant kristalioù skorn e vezont graet peurvuiañ :

Koumoul etre (Familh B)

Kavet etre 2000 et 5000 metr hag anvet diouzh ar rakger alto-. Bannigoù dour hepken :

Koumoul izel (Familh C)

Etre al leur douar betek 2000 metr gant stratus pe cumulus en o anvioù. Diouzh ar stratus e teu ar vrumenn :

Koumoul a-sonn (Familh D)

E pep seurt uhelded hag enno ez eus redennoù a-sonn a gas anezho da vezañ c'houezhet pell diouzh o liveoù diazez :

Rummoù all

Un nebeud koumoul a vez kavet er troposfer, en stratosfer hag er mezosfer, ar c'houmoul noz lufrus en o zouez.


Arnevioù : luc'hed, kurun ha tanfoeltr

Er c'humulo-nimbus ez eus diforc'hioù energiezh tredan bras-tre etre an diazez hag ar vegenn. Dre diskargoù tredan e teu al luc'hed hag ez a ganton son an darzhadenn graet diwar an diskarg, ar son eo hini ar gurun.
A wechoù ez eus un diskarg tredan etre al leur douar hag ar goumoulenn hag e vez kaset ur redenn elektronoù, an tanfoeltr, dezho ar galloud tredan a vilionoù volt. Gant an tanfoeltr e c'hell c'hoarvezout gwalldarvoudoù grevus : tud lazhet pe gloazet, savadurioù dispennet, tan-gwallioù (traoù, koadegoù, gwez, plantennoù).

Livioù ar c'houmoul

La diffusion de la lumière par les gouttelettes des nuages selon la théorie de Mie se fait surtout vers la direction d'où vient la lumière et dans la direction où elle va. Ainsi, la blancheur des nuages est maximale lorsque l'observateur dirige son regard dans un axe aligné avec le soleil, soit dans le dos ou devant lui. À tout autre angle, il reçoit seulement une fraction de la luminosité.

La dispersion de la lumière à travers les cristaux de glace des cirrostratus, obéit quant à elle à la diffusion de Rayleigh qui est isotrope selon l'angle mais dépend de la longueur d'onde. C'est pourquoi on voit souvent des halos circulaires autour du soleil lorsque ce type de nuage s'interpose.

Panorama

Mammatus o goeñviñ.

Sellet ivez

Pennadoù all

Liammoù diavaez

Patrom:Raktresoù all

Patrom:Liamm PuB