Eil Triumvirelezh : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 24: | Linenn 24: | ||
En un doare ampart-tre e lavare Octavius e oa difennour Roma a-enep da youl-sevel Kleopatra. Strakal a reas ar brezel etre an daou gevezer e [[-32]]. Trec'h e voe Octavius e-kerz [[emgann Actium]]. En em zistrujañ a reas Antonius ha Kleopatra ha staget e voe Egipt ouzh an impalaerezh roman. Pa zistroas Octavius da Roma e voe roet dezhañ titl a [[Augustus]] miret d'an doueed betek-henn ha sakramantet e voe e -27. Evit diskouez e oa echu gant ar brezel e lakaas da brennañ dorioù templ [[Janus]]. Aroueziañ a ra ren Augustus ([[27 kent JK]] – [[14 goude JK]]) dibenn ar [[Republik]] ha deroù an [[Impalaeriezh]]. |
En un doare ampart-tre e lavare Octavius e oa difennour Roma a-enep da youl-sevel Kleopatra. Strakal a reas ar brezel etre an daou gevezer e [[-32]]. Trec'h e voe Octavius e-kerz [[emgann Actium]]. En em zistrujañ a reas Antonius ha Kleopatra ha staget e voe Egipt ouzh an impalaerezh roman. Pa zistroas Octavius da Roma e voe roet dezhañ titl a [[Augustus]] miret d'an doueed betek-henn ha sakramantet e voe e -27. Evit diskouez e oa echu gant ar brezel e lakaas da brennañ dorioù templ [[Janus]]. Aroueziañ a ra ren Augustus ([[27 kent JK]] – [[14 goude JK]]) dibenn ar [[Republik]] ha deroù an [[Impalaeriezh]]. |
||
[[Rummad:Henroma]] |
|||
[[ar:الثلاثية الثانية]] |
[[ar:الثلاثية الثانية]] |
Stumm eus an 16 Gou 2010 da 17:55
War-lerc'h drouklazh Caesar da-geñver Idoù Meurzh (15 a viz Meurzh 44 kent JK) e adkrog Roma gant ar brezel diabarzh.
An eil triumvirelezh (gwelout an dTriumvirelezh kentañ) a zo un emglev politikel etre Marcus Antonius (Mark Anton), koñsul ar bloavezh -44 ha letanant kozh Caesar, Lepidus (Lepid), mestr kozh marc'hegiezh Caesar, hag Octavius (Oktav), an danvez-impalaer Augustus, niz hag advab da g-Caius Julius Caesar.
An emglev
Siellet eo an emglev-mañ evit 5 bloaz e Bologna e miz Du 43 kent JK diwar lusk Antonius ha Lepidus. An emglev a ziskouez unaniezh diskennidi bolitikel Caesar a-dal d'ar Sened roman ha d'ar republikaned, dalc'hidi muntrerien an diktatour.
E-kerz diviz Bologna e vez rannet gouarnamant ar proviñsoù hag al lejionoù etrezo. Afrika, Sikilia ha Sardigna mui 20 lejion a rastell Octavius. Galia vlevek, Galia Cisalpina hag 20 lejion a resevo Antonius. Lepidus-eñ a gemero Galia Narbonensis, proviñsoù Iberia ha 3 lejion. Chom a ra Italia dirann.
Embannet e vez ivez gant an driumvirelourien roll o ennebourien, a zo o madoù lamet diouto, hag a c'hell bout lakaet d'ar marv hep bout barnet. Hervez skouer Sylla e reont heskinerezhioù spontus a zo Cicero o gouzañver brudetañ. Embannet e voe ur roll kentañ hag un eil da c'houde gant 300 aberzhed en holl, da lavaret eo 150 marc'heg ha 150 senadourien. Gwenn pennañ an driumvirelourien a oa ar Sened.
Kontrol d'an driumvirelezh kentañ, a oa un emglev kuzh, eo bet embannet en un doare ofisiel gant ul lezenn : lezenn Titia mouezhiet gant ar c'hComitia d'an 13 a viz Du -43. Roet e vez galloudoù dreistordinal d'an driumvirelourien (ar gwir da envel ar vagistrated, da ren al lejionoù,...).
Trec'h eo an driumvirelourien war ar republikaned e-kerz emgann Philippoi e -42. Roet e vez da vMarcus Antonius proviñsoù ar Reter. E 41 ha 40 kent JK eo ken tenn an traoù etre Octavius ha breur Marcus Antonius ma tegasont brezel Perugia a lak Octavius da gemer Galia a-bezh. Neoazh e chom an driumvirelourien kevredidi peogwir n'eo ket bet trec'het Sextus Pompeius, hag a zo e Sikilia, c'hoazh.
Dibenn an emglev
E 37 kent JK e vez kendalc'het gant an driumvirelezh evit pemp bloaz nevez.
War-lerc'h ma oa bet dilammet Sextus Pompeius ha lakaet Lepidus a-gostez e -36 eo echu gant an emglev e -32 ha den ebet ne fell dezhañ adneveziñ anezhañ.
Edo Antonius o chom en Egipt a oa he rouanez, Kleopatra, lakaet war an tron gant Caesar e-unan, dimezet gantañ. Hounnezh a felle dezhi disteraat Roma ha lakaat Aleksandria Egipt da gêrbenn ar bed kreizdouarel.
En un doare ampart-tre e lavare Octavius e oa difennour Roma a-enep da youl-sevel Kleopatra. Strakal a reas ar brezel etre an daou gevezer e -32. Trec'h e voe Octavius e-kerz emgann Actium. En em zistrujañ a reas Antonius ha Kleopatra ha staget e voe Egipt ouzh an impalaerezh roman. Pa zistroas Octavius da Roma e voe roet dezhañ titl a Augustus miret d'an doueed betek-henn ha sakramantet e voe e -27. Evit diskouez e oa echu gant ar brezel e lakaas da brennañ dorioù templ Janus. Aroueziañ a ra ren Augustus (27 kent JK – 14 goude JK) dibenn ar Republik ha deroù an Impalaeriezh.