Jean Cras : diforc'h etre ar stummoù
D Add image from http://tools.wikimedia.de/~emijrp/imagesforbio/ |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 5: | Linenn 5: | ||
[[Rummad:Sonaozourien Breizh|Cras, Jean]] |
[[Rummad:Sonaozourien Breizh|Cras, Jean]] |
||
'''Jean Cras''' zo anezhañ ur sonaozer eus Breizh. Ganet eo bet d'an [[22 a viz Mae]] [[1879]] e [[Brest]] ha mervet eo d'ar [[14 a viz Gwengolo]] e [[Brest]]. |
'''Jean Cras''' zo anezhañ ur sonaozer eus Breizh. Ganet eo bet d'an [[22 a viz Mae]] [[1879]] e [[Brest]] ha mervet eo d'ar [[14 a viz Gwengolo]] e [[1932]] e [[Brest]]. |
||
==Buhezskrid== |
==Buhezskrid== |
Stumm eus an 14 Gou 2010 da 15:45
Jean Cras zo anezhañ ur sonaozer eus Breizh. Ganet eo bet d'an 22 a viz Mae 1879 e Brest ha mervet eo d'ar 14 a viz Gwengolo e 1932 e Brest.
Buhezskrid
E Brest eo bet ganet Jean Cras d'an 22 a viz Mae 1879. Brudetoc'h eo evit e vicher martolod eget evit e oberenn sonerezh daoust m'en deus skrivet ur bern pezhioù. Kreñv e oa ennañ ar c'hoant da vont d'ar morlu da ofiser. Daoust d’e vicher en deus bet skrivet sonerezh e-pad e vuhez. Pa ne oa nemet 13 vloaz, levezonet gant e familh, e skivas e oberenn gentañ. Donet a rae a-benn da skrivañ sonerezh e-pad e labour evit ar morlu. Sonaozet en deus Jean Cras ur bern pezhioù a-hed e vuhez, poulzet gant e zarempredoù mignoniezh gant Henri Duparc. E-pad m'emañ kelenner er Skol Verdeiñ e sav ur reolenn a zo gantañ c’hoazh e anv: "reolenn Cras". Ganti e c'haller jediñ ar c'heid war ar c'hartennoù-mor. Implijet e vez hiziv an deiz gant martoloded er bed a-bezh. "Deizlevr bourzh", e oberenn bennañ, a zigor dorioù bed Cras d'an dud. Gwelet a reer gant an oberenn-mañ penaos eo ar c'hardoù-beilh a rank ar vartoloded ober e-pad an noz e bourzh al listri. Echuiñ a ra e vuhez er morlu gant ar renk a eilamiral, penn-major porzh Brest. Marvet eo Jean Cras d'ar 14 a viz Gwengolo 1932 er gêr ma oa bet ganet, Brest.
Oberenn
Ur mailh eo Jean Cras war an aozañ sonerezh-kambr. Pledet eo bet gantañ an holl zoareoù, eus ar sonatennoù d'ar pempadennoù. Eus ar c'hentañ e oar mestroniañ ar mousezteuler. Evel-just eo awenet gant e ved war vor evit sonaozañ. Diazezet eo e opera Polyphème war mojennoù ar mor. E gerzennoù a vez awenet koulz gant Breizh ha gant ar broioù bet gweladennet gantañ. Plijout a ra dezhañ livioù sonerezhioù Afrika pe re an Arabed. Aozet eo gantañ evel-se "Fleüt Pan", ur pezhiad dibar en e oberenn. Gouzout a ouie brezhoneg ivez. En e bezhiad "En Island" (gant dodennoù hañval ouzh ar re a oa bet pledet gant [[*guy Ropartz|Ropartz) e ra gant arroudennoù brezhonek. Ober a ra ivez gant tonioù dañs e-barzh tammoù sonerezh 'zo evel "Teir c'hanenn a Vreizh" pe "Ar Roue Loudivic".
Oberoù pennañ
Oberoù sonerezh siñfoniek hag operaoù
- Andante relijiel 1901
- Eneoù bugale 1921
- Deizlevr bourzh 1927
- Mojenn evit gaolvioloñs ha laz-seniñ 1929
- Kengerz evit piano ha klaviaz 1931
Oberoù sonerezh kambr
- An Ene, eil sonadenn evit arvoud ha piano
- Heuliad e daouad evit fleüt ha telenn
- Triad niv. 1 1899
- Ar spered (sonadenn) evit violoñs ha piano 1900
- Douster an noz (sonennoù, evit piano ha sopran) 1901
- Triad niv. 2 1907
- Pevarad-kerdin "Da ma Breizh" 1909
- Eneoù bugale, evit chwech dornig 1917
- Ar Ginnigadenn lourennek (sonennoù, evit piano ha sopran) 1920
- Ar Chig, evit gaolvioloñs ha piano 1920
- Skeudenn (sonennoù, evit piano ha sopran) 1921
- Pevarad-kerdin, evit daouad-piano (pevar dorn) 1921
- Pempad evit piano ha pevarad-kerdin 1923
- Feunteun (sonennoù, evit piano ha sopran) 1923
- Pemp Robaiyat (sonennoù, evit piano hag usvoud) 1924
- Triad niv. 3 1926-1927
- Habanera evit violoñs ha piano 1927
- Ton liesseurt evit violoñs ha piano 1927
- Pempad evit fleüt, telenn, violoñs, arvoud, gaolvioloñs pe piano ha pevarad-kerdin 1928
- Kounadenn evit violoñs ha piano 1928
- Nozvezh war ar mor (sonennoù, evit piano ha sopran) 1929
- Gourfennadenn evit violoñs ha piano 1929
- Heuliad e daouad evit violoñs ha piano 1929
- Mojenn evit gaolvioloñs ha piano 1930
- Div ganaouenn (sonennoù, evit piano hag usvoud) 1932
- Kengerz evit piano ha klaviaz (doare gant 2 biano) 1932
Oberoù piano ha kanaouennoù
- Primaozad bugulel 1900
- Pezh berr 1901
- Preludio con fughetta (barzhoneg kuzh) 1902
- En Island (barzhoneg kuzh) 1902
- Valsenn 1904
- Parfetiz (barzhoneg kuzh) 1904
- Gant red an dour (barzhoneg kuzh) 1911
- Ti ar beure (barzhoneg kuzh) 1911
- Maezadoù 1917
- Deiz-ha-bloaz kentañ, "dam Yann-Bêrig" 1919
- Danze 1920
- Eneoù bugale 1922
- Daou brimaozad 1926
Oberoù mouezh ha relejiel
- Polyphème, opera
- Pezh evit kan ha piano
- Oferenn evit 4 mouezh a capella 1907
- Marvnadoù, 4 barzhoneg evit kan ha klaviaz 1912
- Ar Ginnigadenn lourennek, evit mouezh ha laz-seniñ 1921
- Feunteunioù, evit mouezhioù ha laz-seniñ 1923
- Er menez 1925
- Meulgan en eñvor ur santez 1925
- Mouezheladennoù-studienn 1928
- Fleüt pan 1930
- Tri nouel, evit mouezh ha laz-seniñ 1930