Jafrez II (kont Anjev) : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: el:Γοδεφρείδος Β' του Ανζού |
Y-M D (kaozeal | degasadennoù) D Jafrez II, kont Anjev adkaset da Jafrez II (kont Anjev): Unvaniñ |
(Disheñvelder ebet)
|
Stumm eus an 9 Gou 2010 da 13:38
Jafrez II, pe Geoffroy « Martel » e anv gallek, Gaufridus pe Goffredus e latin, ganet e 1006, marvet e 1060, a voe kont Vendôme eus 1032 betek 1056, kont Anjev adalek 1040 betek e varv, ha kont Teurgn adalek 1044 . Mab e oa da Foulk Nerra, kont Anjev, ha da Hildegard Sundgau .
E dad ne felle ket dezhañ rannañ ar galloud gant e vab. Mont a reas da glask fred da lec'h all. E 1032 e timezas da Agnes Bourgogn, intañvez Gwilherm V, kont Poitiers .
Broudet e voe gant e wreg da ober brezel en Akitania ouzh mibien he fried kentañ, Gwilherm VI hag Eudes. E 1033 e faezhas Gwilherm e Moncontour hag e aloubas bro Saintonge
Dimezioù
E 1032 e oa dimezet da Agnes Bourgogn, a oa merc'h da Otte-Guillaume, kont Bourgogn hag Ermentrude de Roucy, hag intañvez Gwilherm V, dug Akitania ha kont Poitiers. Bugel ebet n'o doe, ha Jafrez a gemeras digarez eus o c'herentiezh a drede renk da zispenn an dimeziñ. en 1049 ha 1052. Krediñ a reer eo abalamour ma oa divugel ar priedoù.
Bugel ebet
Bugel ebet n'en doe digant e wragez (serc'hed, a skrivas ar venec'h en o c'hronikoù) hag e niz Jafrez III, mab d'e c'hoar Ermengard, a voe kont war e lerc'h.