Bernez Tangi : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
N'eus ket gwirioù war ar ganaouenn?
a-du gant Bianchi-Bihan : gwirioù ez eus war ar ganaouenn
Linenn 37: Linenn 37:
*[http://www.lyrikline.de/fr/AuthorDetails.aspx?authorId=bt00&activeElement=biography Des poèmes à lire et à écouter]
*[http://www.lyrikline.de/fr/AuthorDetails.aspx?authorId=bt00&activeElement=biography Des poèmes à lire et à écouter]
*[http://www.antourtan.org/radio-2001-2004/evt/180601.html Interview à la radio]
*[http://www.antourtan.org/radio-2001-2004/evt/180601.html Interview à la radio]

====Barzhoneg====
Setu ur barzhoneg brav ha trist, gant Bernez Tangi, bet embannet er bloaz 1987, er gelaouenn ''Skrid'', bet kanet gantañ e-unan hag enrollet war ur gasedig anvet ''Kest al lec'h'', gant [[Denez Prigent|Denez Prijant]] en e bladenn gentañ, ''Ar gouriz koar'', gant [[Mona Jaouen]] hag a-hend-all e kustume [[Annie Ebrel]] kanañ ar werz-se ivez, kempennet brav, gant ar strollad ''[[Dibenn]]'' un toullad bloavezhioù 'zo. Enrollet e oa bet war ur vaketenn-standilhon gant ar strollad e 1991, met n'ouzer ket hag embannet e vije bet da c'houde.

== Plac'h Landelo ==

Bez' zo ur plac'h e Landelo

''landandeli di landandandeli di lan dan dan deli deli do''

Bez' zo ur plac'h e Landelo

kant gwech 'deus karet

kant gwech bet gloazet

Freget he c'halon e pilhoù

'barzh 'vefe kavet

ur prad alaouret

Kleier hanternoz ga't o sko

ez a kuit diarc'hen

gant he sae saotret

Ur puñs e-kichen a zo

d'ar veol hi zo aet

he divronn 'deus glebiet

Al loar a luc'h tro-war-dro

en dour trankilaet

'zegas dezhi he c'hened

Met galv' 'ra 'nezhi ar c'hav

va c'hoantig karet

amañ 'vo ankouaet

'Kichen 'kresk ur bod iliav

mar plij, me ho ped

kemerit un tamm

Hag an tamm-se c'hwi a daolo

'lec'h 'mañ-hi kousket

'N he bez-dour da viken.

Al loar a luc'h tro-war-dro

An dour sioulaet

'zegas dezhi he c'hened

(diwar forom lec'hienn Kervarker[http://www.kervarker.org/forum_archives/forums1_kenskriva85.html])

{{DEFAULTSORT:Tangi, Bernez}}
{{DEFAULTSORT:Tangi, Bernez}}
Linenn 89: Linenn 42:
[[Rummad:Kanerien rock breizhat]]
[[Rummad:Kanerien rock breizhat]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1949]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1949]]

[[fr:Bernez Tangi]]
[[fr:Bernez Tangi]]
[[ga:Bernez Tangí]]
[[ga:Bernez Tangí]]

Stumm eus an 9 Gou 2010 da 06:56

Bernez Tangi hag Olwenn

Bernez Tangi, pe Bernard Tanguy war varilh an ti-kêr, zo ganet e 1949. Ur barzh, kaner ha livour brezhonek eo.

Bez' e voe unan eus krouerien ar strollad rock brezhonek kentañ, Storlok er bloavezhioù 1970. Ganet eo d'ar Sul 11 a viz Mezheven 1949 e Karanteg. Komz a ra brezhoneg abaoe ma 'z eo bihan-bihanik. 60 vloaz eo bremañ.

Prizioù

Nac'het en deus Bernez Tangi priz Du-mañ Du-se roet gant France 3 Ouest dezhañ abalamour d'e zastumad barzhonegoù Rod an Avelioù en 2001, rak c'hoant en devoa bet da sevel e vouezh da ziskuliañ an nebeud a blas hag a don a vez roet d'ar brezhoneg er media stad. E 1986 ez eo deuet gantañ ar priz Imram hag a vez roet bep bloaz d'ur skrivagner brezhonek.

Oberennoù

• Fulennoù an tantad hag a zo bet embannet gant Skrid, 1987. Un dastumad
• Rod an Avelioù, Lezneven : Hor Yezh (2001)
• Chien de feu, Tarv Ruz, 2005. Un dibab eus e varzhonegoù troet e galleg. Ul levr hag ur bladenn arc'hant a zo, gantañ o tibuniñ e varzhonegoù e brezhoneg.

Pladennoù

• Lapous an tan, Ebrel 2009 [Tarv Ruz - CD TR 02].
• Kest al lec'h (kasedig), (1990) e gasedig kentañ.
• Eured an diaoul, An Naer Produksion, (2002) Setu ar c'hanaouennoù e c'heller kavout war ar bladenn-mañ :
• 1 Emgann Kergidu - 3'37
• 2 Diwall ! Ospital ! - 3'12
• 3 Gwerzh ar vañsonerien - 6'09
• 4 Gavotenn ar c'hoarierien biz-meud - 6'06
• 5 Gwennili - 3'48
• 6 Nedeleg war Portobello Road - 6'18
• 7 Gwerz an naon du - 6'23
• 8 Eured an Diaoul - 5'10
• 9 Kilhet - 6'57
• 10 Ba'r meskach - 6'13
• 11 Patrom sillabus – 7'36* Fulennoù an tantad, Skrid (1987)
• Klaskit pladenn Storlok ivez e-lec'h ma 'z eus meur a ganaouenn bet savet gantañ.

Liammoù diavaez