Iliz katolik roman : diforc'h etre ar stummoù
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Robot ouzhpennet: be-x-old:Каталіцкая Царква |
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Robot ouzhpennet: zh-min-nan:Thian-chú-kàu |
||
Linenn 121: | Linenn 121: | ||
[[yo:Ìjọ Kátólìkì]] |
[[yo:Ìjọ Kátólìkì]] |
||
[[zh:天主教會]] |
[[zh:天主教會]] |
||
[[zh-min-nan:Thian-chú-kàu]] |
|||
[[zh-yue:天主教會]] |
[[zh-yue:天主教會]] |
Stumm eus an 7 Gou 2010 da 09:31
An Iliz katolik ( eo an iliz kristen brasañ er bed pa embann ez eus 1,2 miliard a izili staget outi (pe feizourien gatolik). Prezegenniñ a ra eo-hi an iliz santel katolik ha abostolek orinel, diazezet gant Jezuz-Krist. Embann a ra e teu diouti, diwar dirogoù, an Iliz reizhkredennek hag ar Brotestanted. An Iliz kristen eo eta an Iliz katolik, an ilizoù reizhkredennek hag an Ilizoù protestant.
An Iliz katolik a zo bleniet gant ur pab, eskob Roma, warlerc'hiad an abostol Pêr. Benead XVI eo ar Pab, evit ar mare-mañ . Gouarnet eo an Iliz gantañ ha gant an holl eskibien (lavaret e vez "e rank an eskibien gatolik bezan e kenunaniezh gant eskob Roma").
Hervez ur renkadurezh resis eo gouarnet an Iliz katolik. Emañ er penn kentañ holl ar gloer "ordrenet" (latin ordinatus = urzhiet) renket en urzhioù santel : eskibien, beleien, diagoned. War-lerc'h e teu urzhioù all, re al leaned.
Er bed e kaver 2 755 sez eskopti (diwezh 2004) e-lec'h m'eo an eskob atebeg war vad ar feiz katolik en e dolead. A viskoaz eo bet lakaet ar Sez santel e Roma war ar renk dreist peogwir eo bet, hervez an hengoun, hini Pêr, priñs (pe bennadurezh kentañ) an Ebestel. Ar gatoligiezh a vez graet ivez eus an holl gatoliked.