Loeiz-Alberzh Bourgault-Ducoudray : diforc'h etre ar stummoù
D bloaz |
rummadoù |
||
Linenn 1: | Linenn 1: | ||
<!--rummadoù--> |
|||
⚫ | |||
'''Loeiz-Alberzh Bourgault-Ducoudray''' (Louis-Albert e galleg) zo anezhañ ur sonaozer eus Breizh. Ganet eo bet d'an [[2 a viz C'hwevrer]] [[1840]] e [[Naoned]] ha mervet eo d'ar [[14 a viz Gouere]] [[1910]] e [[Vernouillet]]. |
'''Loeiz-Alberzh Bourgault-Ducoudray''' (Louis-Albert e galleg) zo anezhañ ur sonaozer eus Breizh. Ganet eo bet d'an [[2 a viz C'hwevrer]] [[1840]] e [[Naoned]] ha mervet eo d'ar [[14 a viz Gouere]] [[1910]] e [[Vernouillet]]. |
||
Linenn 82: | Linenn 78: | ||
==Gwelet ivez== |
==Gwelet ivez== |
||
[[Listenn ar sonaozourien]] |
[[Listenn ar sonaozourien]] |
||
⚫ | |||
[[Rummad:Ganedigezhioù 1840]] |
|||
[[Rummad:Marvioù 1910]] |
|||
[[Rummad:Sonaozourien Breizh]] |
|||
[[de:Louis-Albert Bourgault-Ducoudray]] |
[[de:Louis-Albert Bourgault-Ducoudray]] |
Stumm eus an 5 Gou 2010 da 14:12
Loeiz-Alberzh Bourgault-Ducoudray (Louis-Albert e galleg) zo anezhañ ur sonaozer eus Breizh. Ganet eo bet d'an 2 a viz C'hwevrer 1840 e Naoned ha mervet eo d'ar 14 a viz Gouere 1910 e Vernouillet.
Buhezskrid
Ganet eo bet Louis-Albert Bourgault-Ducoudray d'an 2 a viz C'hwevrer 1840 e Naoned. Savet eo bet en ur familh armatourien. Penn-klaviaz ha sonaozer e vo e-pad e vuhez. Heuliet e oa bet gantañ studioù war ar gwir da gentañ. Goude-se e oa bet c'hoant gantañ da vont da Skol sonerezh Naoned. Gounezet e oa bet Priz Roma gantañ e 1862 ha dont a reas da vezañ kelenner e Skol sonerezh Pariz. Pledal a ra kenañ gant sonerezh hengounel Breizh. Graet en doa ul labour a-feson evit brudañ anezhañ, awenet e oa bet gantañ evit e oberennoù met brudañ a reas anezhañ ivez war-eeun. E-pad e vuhez vicherel e klaskas digeriñ bed ar sonerezhioù hengounel a bep seurt d'an holl. Evit se oa graet beajoù studi gantañ e pep lec'h (e Gres dreist-holl). Plijout a rae kalz sonerezh Rusia eus e vare dezhañ. Plijout a rae dezhañ kement sonerezh Breizh ha reoù ar broioù pellañ. Daou eus e operaoù a zo ur skouer vat eus kement-se. Lec'hiet eo an hini kentañ, Tamara da anv dezhañ, e Baki en Azerbaidjan hag an eil, Myrdhin, skrivet 15 vloaz diwerzhatoc'h, e Breizh. Skrivañ a rae e-barzh 'n ur bern kazetennoù a bep seurt pa oa ezel eus Kevredigezh Vreizh e 1876. Marvet eo Louis-Albert Bourgault-Ducoudray e Vernouillet (Bro-C'hall) d'ar 14 a viz Gouere 1910.
Oberenn
Er penn kentañ, ha goude bezañ dizoloet Italia hag he sonaozourien eus an azginivelezh, ez eo awenet ganto hag e sav daou Stabat Mater, an eil anezho a zo dediet da Balestrina. Anvioù e oberennoù a zegas da soñj eus beajoù 'zo: "Karnaval Aten", "Dañs Egipt" pe "Rapsodienn Kambodjia". Niverusoc'h eo e bezhioù piano. Ar memes awenoù a gaver enno, tapet e Gres, Azerbaidjan pe e Breizh. Awen Breizh eo an hini greñvañ. Kefridiet eo gant ar Ministrerezh da zastum tonioù pobl e Breizh, ha pa ne oar ket brezhoneg e c'houlenn skoazell digant gwellañ yezhourien e amzer (Vallée, Loth). E oberennoù pennañ liammet gant Breizh a zo, end-eeun, "Myrdhin" (Marzhin) hag "Anna Vreizh", homañ diwezhañ 'zo gouestlet da Michel Columb, kizellour an duged.
Oberoù pennañ
Oberoù sonerezh siñfoniek hag operaoù
- Dañs Ejipt, barzhoneg siñfoniek
- Karnaval Aten, barzhoneg siñfoniek
- Interamant Ofelia, barzhoneg siñfoniek
- Mab Saul, barzhoneg siñfoniek
- Rapsodienn Kambodj, barzhoneg siñfoniek
- Siñfonienn 1861
- Siñfonienn relijiel gant kor 1868
Oberoù sonerezh kambr
- Peder sonenn evit violoñs ha piano
- Luskellerezioù evit violoñs
- Faltazienn evit bason ha piano
- Peder sonenn evit violoñs
- Abergafenni
- Sonennoù, evit piano ha gaolvioloñs
- Ofertouer evit orglez
- Dindan an haleg, evit piano ha violoñs
- Teir sonenn, evit piano ha gaolvioloñs
- Peder sonenn evit violoñs
- Anisykhia, evit piano ha violoñs 1881
- War al lec'hier, evit piano ha violoñs 1881
- Adagio evit orglez 1884
- Obidoù ur werc'hez 1889
- Rapsodienn Kambodj 1890
- Tri fezh evit violoñs pe gaolvioloñs ha piano 1890
- Kimiad diwezhañ, evit piano ha gaolvioloñs 1900
- Valsenn fentus, evit piano ha gaolvioloñs 1910
- Ar vêsaerez d'ar c'hraou, evit oboell arvoud ha piano 1913
- Ar vêsaerien hag ar c'haou, evit piano ha violoñs 1913
Oberoù piano ha kanaouennoù
- Boureenn
- Baleomp d'an drip
- Ar Gwenrannadez
- War ar ramparzh
- Ar voustikenn
- Rapsodienn Kambodj
- Kan-brezel breizhek
- Menued evit piano 1872
- Gavotennoù 1872 & 1882
- Karnaval Aten 1881
- Kounioù eus Prades 1890
- Brastresoù siñfoniek evit piano 1890
- Pachepi evit piano 1896
- An hini Vuiañ, valsenn evit dañsal 1898
- Abergafenni 1900
- Tri fezh evit piano 1900
- Ton dañs en ur pleusk kozh 1900
- Jabadao evit piano 1901
- Sonenn eeun evit piano 1905
- Mogedennoù 1905
- Luskellerez tener 1905
- Da Sant Huberzh 1907
- Damskeudennoù diouzh an natur 1907
- Daouzek pezh bugel evit piano 1907
- Gavotennoù Breizh 1912
- Dañs Ejipt 1929
Oberoù mouezh ha relejiel
- Stabat Mater
- Tamara, opera 1890
- Myrdhin, opera 1905