Sonerezh hengounel Breizh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 49: Linenn 49:
E-pad an XIXvet kantved, an [[accordeoñs diatonek]] hag an [[dreujenn-gaol]] a zo bet treuzgaset e Breizh. Plijet eo bet an dud gant ton chalerus an [[dreujenn-gaol]] ha dre ma c’helle kemmer plas an diskann e-barzh ar c'hann ha diskann.
E-pad an XIXvet kantved, an [[accordeoñs diatonek]] hag an [[dreujenn-gaol]] a zo bet treuzgaset e Breizh. Plijet eo bet an dud gant ton chalerus an [[dreujenn-gaol]] ha dre ma c’helle kemmer plas an diskann e-barzh ar c'hann ha diskann.
Binviji all a zo bet hag a zo c’hoaz implijet : [[ar beuz]], [[ar biell]], [[ar violoñs]], [[an treujenn-gaol]], [[Fleüt Iwerzhon]] hag [[an Dulsimer]]. N’eus ket pell gitar, hag a oa implijet e-penn kentañ evit heuliañ kanaouennoù (cf. [[Glenmor]]) hag implijet war lec’h evit an dañsoù, er fin ez eo implijet gant tud ‘vel [[Dan Ar Braz]], [[Soïg Sibéril]], [[Jean-Charles Guichen]] pe [[Nicolas Quéméner]] evit c’hoari e-unan.
Binviji all a zo bet hag a zo c’hoaz implijet : [[ar beuz]], [[ar biell]], [[ar violoñs]], [[an treujenn-gaol]], [[Fleüt Iwerzhon]] hag [[an Dulsimer]]. N’eus ket pell gitar, hag a oa implijet e-penn kentañ evit heuliañ kanaouennoù (cf. [[Glenmor]]) hag implijet war lec’h evit an dañsoù, er fin ez eo implijet gant tud ‘vel [[Dan Ar Braz]], [[Soïg Sibéril]], [[Jean-Charles Guichen]] pe [[Nicolas Quéméner]] evit c’hoari e-unan.

==Liammoù diavez==

* [http://www.ina.fr/fresques/ouest-en-memoire/video/Region00008/les-grandes-fetes-interceltiques-et-de-cornouailles L'Ouest en mémoire (Ina) - Gouel bras e Brest 1950]
* [http://www.ina.fr/fresques/ouest-en-memoire/video/Region00019/neuvieme-edition-des-fetes-des-cornemuses-a-brest L'Ouest en mémoire (Ina) - Gouel ar binioù à Brest 1962]
* [http://www.ina.fr/fresques/ouest-en-memoire/video/Region00419/les-loisirs-en-campagne L'Ouest en mémoire (Ina) - "Les loisirs en campagne" 1975]
* [http://www.ina.fr/fresques/ouest-en-memoire/video/Region00507/klasker-toniou-kozh-collecteur-de-chansons-traditionnelles L'Ouest en mémoire (Ina) - Yann-fañch Kemener ur glasker tonioù kozh 1978]

Stumm eus an 23 Mez 2010 da 10:56

Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez.


Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzot hiroc'h kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


  • Pa vo bet bet kaset ar raktres da benn-vat ha goude ma vo bet reizhet ar pennad e vo mat tennañ kuit ar patrom-mañ.


Sonerezh Breizh

Ar sevenadur keltiek en deus awenet sonerien Breizh. Ober a reont berzh er-maez eus Breizh, dreist holl abaoe 1972 pa oa krog ar sonerezh da yaouankaat gant strolladoù nevez ( Ar re yaouank, Alan Stivell … ) o kas war-raok ar sonnerezh. Levezon ar broioù estren evel ar broioù keltieg all o deus pinvidikaet hengoun ar vro.

Istor ar sonerezh

E-pad pell, sonnrezh Breizh a oa dispartiet etre teir lodenn ar sonerezh evit ar festoù ha ‘vit dañsal (Kann-ha-Diskan, heuliadoù dañs), sonnerezh dous (meuleudioù, gwerzioù, et kanaouennoù martolod) ha sonnerezh ar relijion (kantikoù brezhoneg). Ar sonnerezh ha zo merket gant ar lec’hioù (Parroz, Keriadenn, Bro Fañch, Bro Sizun, Bro Fisel …), hag ivez gant ar rannadennoù yezh e Breizh Uhel (e-lec’h ma ‘vez komzet gallo) ha Breizh Izel (lec’h ma vez komzet brezhoneg). O digreskiñ abaoe ar 1añ Brezel Bed, ar sonnerezh a zo o en em adnevezañ en eilvet lodenn eus an XXvet kantved. Etrezek an traoù nevez-mañ, ez eus tu zo menegiñ :

• Krouidigezh ar bagadoù goude ar brezel

• Penn kentañ ar c’hanaouennoù stourm (Glenmor)

• Adkaset eo an telenn keltieg gant Alan Cochevelou (anvet diwezhatoc’h Alan Stivell),

• Implijet e vez binjivi a ne oa ket anavezet gant ar sonerien: binioù bras Bro Skos, gitar klev

• Lieskementadur an eskemmoù sonnerezh gant ar broioù keltieg estren (Iwerzhon, Bro Skos, Bro Gembre ha Bro Kerne), hag a oa krog dija en XIXvet kantvet

• Krouidigezh embregerezhioù ispisialiset e-barzh dastumadeg ar sonnerezh hag ar c'hanaouennoù hengounel (Dastum), e-barzh ar c’hannañ (Kan ar Bobl), ar sonnerezh-benveg (BAS pe "Bodadeg ar Sonerion") pe an dañs (Kendalc'h ha War 'l leur)

• Ar c’hentañ festoù-noz e salioù, festoù aozet diouzh noz evit dañsal dansoù hengounel.

Adalek 1965, en em diorroañ a ra ar muzik en em diskleriañ ar ra breizhad hag alies stourmer (Alan Stivell e-penn 1añ, hag er bloavezhioù 70, Tri Yann, Gilles Servat ha reoù all c’hoaz) cheñch a reont temmoù kozh ‘vit kas da benn traoù nevezoc’h ha d’ar chiz (implijet ‘vez gitar elektrek, ha binviji perku da skouer), mesk a reont sonnerezh disheñvel ha n’ho deus ket aon da kompozisiñ traoù-nevez ( da skouer [Ar re Yaouank]), o kavout gwelloc’h brasaat ha liesaat ar sonnerezh. Ar mouvamant muzik a zo skoazellet gant meur a festoù-noz aozet un tamm e-pep lec’h e Breizh.

Sonerezh Hengounel ha Sonerezh Klasel

Ar binviji arouezus ([biniou], bombard) implijet er sonnerezh a diskenn eus famille an oboelloù. E-barzh kalz a broioù ha rannvroioù, Ar binviji dre aer hengounel a zo bet implijet e-plas an oboelloù a-raok mont da get nemet ar bombard a dreistbevas e Breizh, setu perak e cheñch ar sonnerezh a-vreizh eus ar reoù all.

Goude bezañ bet tost da mon da get e kreizh an XXvet kantvet, ar c’houpladoù (bombard ha biniou kozh) o deus adkoumeret lañs ; ar festou noz hag c’henstrivadegoù sonerien a zedennas kalz ar c’henstriverien hag an arvesterien. E-pad ar bloavezhioù 1970, e vez graet kalz dastumadegoù meuleudioù, gwerzioù ha dañsoù. Kalz a tonioù ha sonioù a zobet savetaet gant sikour embregerezhioù ‘vel [SKV] (krouet gant Georges Epinette) ha Dastum.

Hiziv an deiz, dre brasadur an toniaoueg (strolladoù graet gant binviji lieseurt, implij ar binviji elektronek, enrolladennoù er studio hag all), ar skeuliad reizh a zo en em ledaet. Met memestra, sonnerien zo (Denez Prigent , Yann Fañch Kemener, Erik Marchand, Ar Breudeur Morvan, Marsel Gwilhouz) a chomm staget d’ar skeuliad direizh. Ouzhpenn, ar sonerienn festoù-noz, alies dianavezet er-maez eus ar vro, a chomm stag ouzh ar skeuliad mañ.

Sonerezh Breizh Modern

Pa ‘vez komzet eus sonnerezh modern a-vreizh an anv kentañ a zeu en om soñj eo hini Alan Stivell. Daoù mennozh ‘zo d’an dra-mañ : pouezuster e oberoù hag e brud. Memes ma ne oa ket an hini kentañ o addimplijout sonnerehengounel Breizh (cf. labour ar bagadoù a-raokañ – ha gantañ -), Alan Stivell en deus modernekaet a-grenn sonnerezh breizh ha keltiek en ur treuzkas binviji modern (gitar elektrek, gitar boud, hag all hag all). Ouzhpenn da-se, implijet n’eus evit ar wech 1añ doareoù modern ha micherel evit ma vije anavezet ha treuzkaset e sonerezh, er bed a-bezh, en ur kregiñ gant arvesterien breizh, a na anavezen ket pe a vije serret d’ar sonnerezh. Strolladoù all o implijout doare "rock" o dont da bezañ anavezet er maez eus Breizh : Tri Yann, Stone Age, EV, Krêposuk, Armens, Merzhin,Matmatah,Tri Bleiz Die, Ar re Yaouank, Sonnerien Du hag all. Strolladoù a implij ivez an elektronek abaoe pell evel ar c’hanner Denez Prigent. E-pad ar bloavezioù 90 an hip-hop breizhad a erru gant Manau. Hag e-pad ar bloavezhioù 2000 ez eus oberour-sonerienn nevez o tont war-well, evel Dom DufF ha Nolwenn Korbell, ha war lerc’h Gwennyn.

Ar Binviji

Soñjet 'vez dioustu d'ar c’houpladoù bombard/binioù pa 'vez soñjet da sonnerezh Breizh. Memes ma ‘z eo ar binviji se brudet, dreist-holl e Breizh-Izel, ne vez ket implijet nemet ar binviji-mañ. Gwechall an telenn a oa implijet ivez, dreist-holl gant duked Breizh. Met ne deus ket leusket kalz a roudoù goude mare an duked. E-penn kentañ ar bloavezhioù 1950, Alan Stivell hag e zad Georges Cochevelou, heuliet gant reoù, o deus labouret evit ma vije addigaset er bro. Anavezet eo hiziv an deiz dindan anv an telenn keltieg. E-pad an XIXvet kantved, an accordeoñs diatonek hag an dreujenn-gaol a zo bet treuzgaset e Breizh. Plijet eo bet an dud gant ton chalerus an dreujenn-gaol ha dre ma c’helle kemmer plas an diskann e-barzh ar c'hann ha diskann. Binviji all a zo bet hag a zo c’hoaz implijet : ar beuz, ar biell, ar violoñs, an treujenn-gaol, Fleüt Iwerzhon hag an Dulsimer. N’eus ket pell gitar, hag a oa implijet e-penn kentañ evit heuliañ kanaouennoù (cf. Glenmor) hag implijet war lec’h evit an dañsoù, er fin ez eo implijet gant tud ‘vel Dan Ar Braz, Soïg Sibéril, Jean-Charles Guichen pe Nicolas Quéméner evit c’hoari e-unan.

Liammoù diavez