Abugida : diforc'h etre ar stummoù
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Robot kemmet: id:Abugida |
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Robot ouzhpennet: mg:Abogida |
||
Linenn 56: | Linenn 56: | ||
[[ko:아부기다]] |
[[ko:아부기다]] |
||
[[la:Abugida]] |
[[la:Abugida]] |
||
[[mg:Abogida]] |
|||
[[mk:Абугида]] |
[[mk:Абугида]] |
||
[[ms:Abjad suku kata]] |
[[ms:Abjad suku kata]] |
Stumm eus an 18 Mez 2010 da 00:37
Ur vrizhsilabenneg pe c'hoazh un damlizherenneg (saozneg "alphasyllabary") eo un abugida, da lâret eo ez eo un doare skrivañ a implij lizherennoù a ra dave da bep ur gensonenn mui ur vogalenn. N'eo ket kevatal un abugida d'ur silabenneg rik rak kemmet e vez al lizherenn diazez evit diswel penaos e rank bezañ distaget ar vogalenn a da ya heul ar gensonenn. En ur silabenneg, avat, ez eus ul lizherenn diazez ispisial evit pep silabenn hep ma vefe heñvel stumm lizherennoù oc'h ober dave da silabennoù heñvel, da skwer e vefe disheñvel-poch a lizherenn implijet evit skrivañ ar silabenn "ka" diouzh an hini implijet evit skrivañ ar silabenn "ki" hag all evel e silabenneg an tsalagi (tcherokeeg).
Da skwer, en un abugida ne vefe lizherenn diazez ebet evit ar gensonenn "k", met ul lizherenn diazez evit ar silabenn "ka" a c'hellfe bezañ kemmet e meur a doare evit lakaat anezhi da vezañ distaget "ki" pe "ku", h.a. Sinoù ispisial a vez implijet ivez, mar vez ezhomm, evit diskwel ez eo mut ar vogalenn diazez el lizherenn silabennek diazez, d.s. "kat" e lec'h "kata". Pa vez ezhomm hervez ar yezh ma vez implijet un abiguda evit he skrivañ e c'hell bezañ kemmet e meur a doare ivez al lizherennoù silabennek diazez evit skrivañ meur a gensonenn da heul hep vogalenn ebet kenetreze, d.s. "apta" e lec'h "apata".
Kazi an holl yezhoù e India hag ivez dre Azia ar Gevred a vez skrivet oc'h implijout sistemoù abugida diazezet war ar skritur brahmi.
Skwerioù
- Abugida etiopek (fidel) implijet evit skrivañ an amhareg, h.a.
- Silabenneg ar c'hreeg
- Skriturioù brahmi
- Skritur bengalek
- Skritur burmek
- Devanagari implijet evit skrivañ ar sañskriteg, an hindeg, h.a.
- Skritur goudjaratek
- Skritur gurmukhi implijet evit skrivañ ar panjabeg
- Skritur kannadek
- Skritur khmerek
- Skritur laoek
- Skritur malayalamek
- Skritur meroitek
- Skritur sinhalek
- Skritur tamilek
- Skritur telougouek
- Skritur taiek
- Skritur tibetek