Sergius III : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: yo:Pope Sergius III
Linenn 54: Linenn 54:
[[it:Papa Sergio III]]
[[it:Papa Sergio III]]
[[jv:Paus Sergius III]]
[[jv:Paus Sergius III]]
[[ka:სერგიუს III (პაპი)]]
[[ko:교황 세르지오 3세]]
[[ko:교황 세르지오 3세]]
[[la:Sergius III]]
[[la:Sergius III]]

Stumm eus an 17 Mez 2010 da 21:01

Sergius III

Sergius III (? –† 14 a viz Ebrel 911) a voe pab katolik eus 904 da 911.

Gant dilennidigezh Sergius, kont Tusculum, da bab, e tigor ur marevezh eus istor ar bibien anvet pornokratiezh, abalamour da levezon serc'hed ar bibien war eskibien Roma.

Renet e veze gant Marozia (892-937), merc'h Teofilakt (859-916), a oa bet bountet gant he zud da vezañ serc'h ar pab da 13 vloaz. Ur mab o doe, a voe pab, anvet Yann XI (906-936).

E-kerzh e babelezh eo e klaskas an impalaer Loeiz III, en 905, distreiñ eus e harlu, hag e voe prizoniet ha dallet gant roue Berengar Iañ , a zistroadas anezhañ hag a c'houlennas, en aner, digant ar pab, bezañ kurunennet gantañ evel impalaer nevez.

Aotren a reas pevarvet dimeziñ an impalaer Leon VI ar Fur gant e bried-kleiz Zoe Carbonopsina, a oa mamm e vab nemetañ (a vo impalaer war e lerc'h), ma voe reuz bras en Iliz.

Adsevel a reas iliz-veur Sant Yann Latran a oa bet distrujet gant ur c'hren-douar.

Mervel a reas Sergius III d'ar 14 a viz Ebrel 911.