Verb : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: et:Tegusõna |
D Robot kemmet: tr:Eylem (sözcük türü) |
||
Linenn 166: | Linenn 166: | ||
[[th:คำกริยา]] |
[[th:คำกริยา]] |
||
[[tl:Pandiwa]] |
[[tl:Pandiwa]] |
||
[[tr: |
[[tr:Eylem (sözcük türü)]] |
||
[[uk:Дієслово]] |
[[uk:Дієслово]] |
||
[[vi:Động từ]] |
[[vi:Động từ]] |
Stumm eus an 16 Mez 2010 da 19:44
Ur rummad yezhadur eo ur verb o tennañ d'un ober (d.s "degas", "lenn"), d'un darvoud (d.s. "kreskiñ", "lugerniñ"), pe d'ur stad (d.s. "bezañ", "bevañ").
Stummoù ar verb a c'hell chench kalz a yezh da yezh. Setu un nebeut faktorioù a c'hell bezañ diskwelet gant ur verb (pe get):
A-hendall e c'hell bezañ displeget evit klotaat gant:
Fiz ar verboù
Pep verb a c'hell kaout un niver a arguzennoù o vont da unan betek tri. fiz (saoz.valence pe valency) ar verb e vez graet eus an niver-se.
Renket a c'hell bezañ ar verboù neuze hervez o fiz:
- Verboù amdranzitivel (fiz = 1)
Gant ar verboù-mañ ne vez nemet ur rener hepmuiken, d.s.: redek a ra pe kouezhañ a ra';
- Verboù unandranzitivel (fiz = 2)
Ouzhpenn ar rener, ar verboù-mañ a c'hell bezañ implijet gant ur renadenn eeun, d.s.: emañ o tebriñ pesk; komz brezhoneg a ra.
- Verboù daoudranzitivel (fiz = 3)
Ouzhpenn ar rener hag ur renadenn eeun, ar verboù-mañ a c'hell bezañ implijet gant ur renadenn dieeun, d.s.: reiñ a reas ul levr dit; "dezhi en doa kaset ar bleunioù
- Verboù dibersonel (fiz = 0)
Kalz raloc'h eo verboù gante ur fiz kevatal da 0, da lâret eo hep rener. Kavet e verboù dipersonel seurt-se e portugaleg, d.s. chove hag ivez e brezhoneg glav a ra.
Verb-stagañ
Ur verb-stagañ a zo anezhañ ur ger a dalvez da liammañ ur rener gant ur prezegad hag a zo kevatal gantañ, da skwer:
ma c'harr-tan eo hennezh ma gwreg eo ar vaouezh-se
E meur a yezh ez eus ur rummad verboù ispisial evit ober war-dro ar perzhioù-se hag a vez verboù-stagañ oute.
E meur a yezh, evel en arabeg da skwer, ne vez implijet verb-stagañ ebet, dreist-holl en amzer vremañ. Implijet e vez strukturioù disheñvel evit ober an diferc'h etre frazennoù deskrivañ ha frazennoù stagañ rik.
Da skwer en arabeg:
- الكتب كبير al-kitab kabiir ("al levr a zo bras'") - verb koublañ ebet
- الكتب الكبير al-kitaab al-kabir ("al levr bras") - verb koublañ ebet + adimplij ar ger mell strizh
E yezhoù all evel ar sineg avat, e vez graet un diforc'h etre ar verboù a dalvez da deskrivañ ar rener diouzh un tu (d.s. verb = 0 e sineg) hag ar verboù-stagañ rik (d.s. shí e sineg).
Da skwer e sineg:
- 这本书不大 zheben shu bu da ("al lver-mañ n'eo ket bras") - hep verb koublañ
- 这本书是我的 zheben shu bu shi wode ("al levr-mañ n'eo ket ma hini") - gant ur verb koublañ.
An anv-verb hag an anv-gwan verb
An darn vrasañ eus yezhoù ar bed o deus ur stumm ispsisial anvet 'anv verb hag a dalvez da deskrivañ ar pezh e vez graet gant ar verb-se. Talvez a ra ar stumm-amñ ivez da envel ar verb, ds. ar verb "ober"
Er yezhoù indez-europek ez eo kevatal stummoù an anv-gwan verb gant ar pezh a reer ivezpartisipoù oute. Yezhoù evel ar saozneg hag ivez ar brezhoneg a ra un diforc'h alies ivez etre an anvioù-gwan aktivel hag ar re pasivel, da skwer:
- digor emañ an nor (aktivel)
- digoret e voe an nor (pasivel)
Emglevioù ar verb
Er yezhoù a ra gant lost-gerioù evit displegañ ur verb, peurliesañ e klot stumm ar verb gant arguzenn bennañ ar verb-se, d.l.e gant gour, niver ha jener ar rener).
Daoust ha m'emañ sklaerik a-walch seurt reolennoù a reer emglev ar verb oute e yezhoù zo evel e galleg da skwer, e yezhoù all evel ar brezhoneg ez int luziet a-walc'h rak displeget e vez ar veb pe get hervez e lec'h er frazenn.
Yezhoù evel an euskareg a ra gant un doare displegadur liespersonel, d.l.e e vez displeget ar verb hervez perzhioù yezhadurel ar rener met ivez re ar renadennoù.