Mor Bering : diforc'h etre ar stummoù
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
D Robot ouzhpennet: ca:Mar de Bering |
||
Linenn 20: | Linenn 20: | ||
[[bn:বেরিং সাগর]] |
[[bn:বেরিং সাগর]] |
||
[[bs:Beringovo more]] |
[[bs:Beringovo more]] |
||
[[ca:Mar de Bering]] |
|||
[[ceb:Dagat Bering]] |
[[ceb:Dagat Bering]] |
||
[[cs:Beringovo moře]] |
[[cs:Beringovo moře]] |
Stumm eus an 10 Mez 2010 da 17:13
Mor Bering (Bering Sea e saozneg; Берингово море, Beringovo more e rusianeg) zo ul ledennad dour zo ul lodenn eus ar Meurvor Habask paket etre Siberia (ha ledenez Kamtchatka) er c’hornôg hag Alaska er reter. Bevennet eo gant aridennad an inizi Aleout hag an inizi Komandorski er c’hreisteiz ha dispartiet eo diouzh Meurvor Arktika gant strizh-mor Bering en hanternoz. En em ledañ a ra war daou vilion a km². Abalamour d’ur redenn vor glouar (8-11°C), Redenn Alaska, e chom dourioù Mor Bering hep bezañ skornet e-pad mizioù an hañv, hogen e-pad ar peurrest eus ar bloavezh e vez skornet.
Dont a ra anv Mor Bering, evel hini ar strizh-mor, eus anv an ergerzher europat kentañ a voe o verdeiñ dre eno, an Danad Vitus Bering, a oa bet kefridiet gant an tsar Pêr Gentañ, e deroù an XVIIIvet kantved, da glask daoust hag un tremen a oa etre Siberia hag Amerika.
Live ar mor a zigreskas e-pad Hoalad ar skorn e su Mor Bering. Gant se e c’haller soñjal e oa un tremen didroc’h da neuze etre Siberia hag Alaska. Pont Bering a reer eus an tremen-se ; drezañ moarvat e tremenas tud eus Azia da vont da boblañ Amerika.
E-touez inizi Mor Bering emañ an inizi Komandorski (gant enez Bering) hag an inizi Pribilof.