Jean-Charles Guichen : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
'''Jean Charles Guichen''' zo ur soner gitar ampart. E vestroni war e venveg en deus sikouret anezhañ da sevel e stil muzik dezhañ e-unan, hag unan aes da anavezout. E vuhez a soner a grogas gant ar strollad [[Ar re Yaouank]] krouet en 1986 gant e vreur Fred Guichen ha daou soner all. Jean-Charles a deu da vezañ soner a vicher da 18 vloaz hag e beaj er bed a-bez.
'''Jean Charles Guichen'''.

Jean-Charles Guichen a zo ur soner gitar ampart. E mestroni teknikel ‘n eus sikouret anezhañ da sevel e stil musik dezhañ, aes da anavezout. E aventur bras a krogas gant ar strollad “Ar re Yaouank’’krouet en 1986 gant e vreur Fred Guichen ha daou soner all. Jean-Charles a deu da vezañ soner a vicher da 18 vloaz hag e beaj er bed a-bez.


Kroget en deus Jean Charles gant ar musik abred-tre. Da 6 vloaz en deus resevet e gitar kentañ ha kemeret en deus kentelioù solfadurezh ha gitar klasek e-pad 10 vloaz. Met prim-tre, en deus bet ur seurt heug evit ar solfadurezh...
Kroget en deus Jean Charles gant ar musik abred-tre. Da 6 vloaz en deus resevet e gitar kentañ ha kemeret en deus kentelioù solfadurezh ha gitar klasek e-pad 10 vloaz. Met prim-tre, en deus bet ur seurt heug evit ar solfadurezh...

Stumm eus an 10 Mez 2010 da 12:44

Jean Charles Guichen zo ur soner gitar ampart. E vestroni war e venveg en deus sikouret anezhañ da sevel e stil muzik dezhañ e-unan, hag unan aes da anavezout. E vuhez a soner a grogas gant ar strollad Ar re Yaouank krouet en 1986 gant e vreur Fred Guichen ha daou soner all. Jean-Charles a deu da vezañ soner a vicher da 18 vloaz hag e beaj er bed a-bez.

Kroget en deus Jean Charles gant ar musik abred-tre. Da 6 vloaz en deus resevet e gitar kentañ ha kemeret en deus kentelioù solfadurezh ha gitar klasek e-pad 10 vloaz. Met prim-tre, en deus bet ur seurt heug evit ar solfadurezh... Ar soñj a zo deuet diwezatoc'h gantañ pa n'eus kroget e zad da kas anezhañ d'ar Festoù-Noz hag en deus dizoloet ar sonerien evel Stivell, Dan Ar Braz, Gilles Le Bigot. Gant Soïg Sibéril en deus desket teknik an open tuning, da lâret eo kendon digor, hag a zo implijet gantañhiziv an deiz. Kroget en deus da c'hoari er festoù-nozda 16 vloaz gant Fred(e vreur)a oa 14 vloaz gantañ. E zad a kase anezhañ ar sadorn noz hag e c'hoarie. Ar muzik n'eus kemeret muioc'h muiañ a blas ha pouezusted. Ur pennadig goude en deus kejet gant David Pasquet ha Gaël Nicol. Tremen a rae tout e dibenn sunioù en Trou de mémoire en Sant Nikolaz ar Pelem (Saint Nicolas du Pelem), da evañ ha seniñ musik.

E 1990, Jean-Charles a baouezas e studioù evit dont da vezañ soner a vicher. Amzer Gwerz, Carré Manchot, Skolvan e oa. Yaouank e oueint hag un tamm rock n'roll. D'ar vare-se en deus krouet tout e liammoù gant sonerien ar festoù-noz. Ar mekanik en deus kroget da vont en dro e 1993, gant mont er-maez Fest-Noz still alive. E keit-se, Stephane De Vito a zeas gantañ. Kemeret en deus ur c'henderc'her hag en deus kroget da vezañ anveet, en ur ober ar radio, ar sonadegoù en diavaez eus Breizh. E 1995, ar bladenn Breizh Positive hag e 1997 ar bladenn Ar Re Yaouank a zeas er-maez. Tout a oa mat evitañ, ar "Re Yaouank" a oa ur stlejerezh evit e kargvezh. Goude bezañ bet tremenet 10 vloaz asambles e 1998 e tivisas ar strollad Ar Re Yaouank d'en em dispartiañ. E 1998 Jean-Charles a lakas er-maez ur bladenn inienel, kemer a reas perzh d'ar Celtic Procession e kichen Jaques Pellen. Kejañ a reas gant Didier Lockwood ar bloavezh-mañ.