Diocletianus : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot kemmet: ro:Dioclețian
D Robot ouzhpennet: arz:دقلديانوس
Linenn 38: Linenn 38:
[[an:Dioclecián]]
[[an:Dioclecián]]
[[ar:ديوكلتيانوس]]
[[ar:ديوكلتيانوس]]
[[arz:دقلديانوس]]
[[az:Diokletian]]
[[az:Diokletian]]
[[be:Дыяклетыян]]
[[be:Дыяклетыян]]

Stumm eus an 2 Mez 2010 da 23:03

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Un impalaer roman (eus 284 da 305) e oa Diokletian (Caius Aurelius Valerianus Diocletianus) ganet e 245 tost da gêr Salone en Illiria (Split e Kroatia hiziv) ha marvet eno e 313. Krouet en deus ar c'hentañ rannadur en impalaeriezh roman pa lezas un Aogust da ren war al lodenn gornôkañ, hag eñ o ren en Azia. Kaset en doa an heskinerezh taerañ a zo bet bet a-enep ar gristenien.

Savet en ur familh izel he renk e tiskouezas e oa donezonet evel penn milour dindan an impalaerien Probus hag Aorelian. Anvet da imperator gant e soudarded goude marv Numerian e voe trec'h war vreur Numerian, Karin (Carinus), a oa bet anvet impalaer er C'hornôg hag e yeas da impalaer asamblez gant Maksimian Iañ.

An Diarkiezh hag an Tetrarkiezh

Savet en deus Diokletian un aozadur dibar evit ren an impalaeriezh pa oa deuet e gorread re vras e gorread pa save dañjerioù en Norzh war harzoù Germania hag e Gevred diwar impalaeriezh ar Barted. Kompren a reas Diokletian e tlee krouiñ daou sez evit ar galloudoù milourel ken ma vo gwarezet mat an harzoù. Ha ne oa ket mat saviad ar gêr-benn vras.
Da gentañ e krouas Diokletian ur sistem gant daou impalaer, an Diarkiezh (an Daouveli). Evit gwir e chome Diokletian a-us pa veze graet anezhañ Jovius (an hini jupiterian) ha ne veze Maksimian nemet Herculius (an hini herkulian) Maksimian a yeas da gKaezar (titl) a-raok mont da Aogust e 285 hag e 293 e anvas Diokletian Galer (Galerus) evel e Gezar ha e lakaas Maksimian da envel Koñstanz Klor evel e Gezar dezhañ, an daou o ren ar C'hornôg e Augusta Trevirorum / Trier (Alamagn hiziv). Kuitaat a reas Roma (ha ne veze ket mui kêr-benn an impalaeriezh) evit en em staliañ e Nikomedia e Azia minor (Izmit e Turkia hiziv). Eus sistem ar pevar beli e reer anezhañ an Tetrarkiezh (tetra = pevar e henc'hresianeg).

Oberenn bolitikel

Adkempenn a reas an impalaeriezh e-keñver ar melestradur, an dastum tailhoù hag an armerzh. Bodet e reas ar provinsoù evit sevel 12 diokesioù diouto. Lakaat a a reas pep a annezad, ha pa vije Italianed, da baeañ an tailh hag e embannas ur skrid-embann evit stankañ ar prizioù ha diouzh-se ar monc'hwez.

Heskinadur Diokletian

E 303 e embannas Diokletian ma vo klasket ar gristenien ha rediet anezho da anavezout doueelezh an impalaerien. Diouzh e savboent e veze ar gristenien enebourien bolitikel pa ne felle ket dezho aberzhiñ e enor an impalaer. An heskinadur eus ar taerañ a oe renet ken e oe kondannet d'ar marv meur a zen, bremañ santelaet gant an Iliz kristen (Santez Oanez, Sant Euzeb, Sant Marsel, Sant Marselin e-touezho). Deg bloaz e padas an heskinadur betek Skrid-embann Milano e 313 ma tegasas ar peoc'h relijiel drezañ an impalaer Kustentin

Diwezh ren Diokletian

E 305 e tivizas Diokletian leuskel ar galloud hag e kendrec'has Maksimian d'ober ar memes tra. An daou Gaesar, Galer ha Koñstanz Klor, a yeas da Aogusted, met ar renk uhelañ ac'h eas gant Galer hag e chomas er Reter. Mervel a reas Diokletian en e vro genidik e 313.

Sell ivez

  An Impalaerien roman  
Tetrarkiezh
En e raok :
Karin ha
Numerian
(283-285)
Diokletian
(285 - 305)
War e lerc'h :
Galer
(305 - 311)
Heuliad Henroma

Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB