Disklêriadur hollvedel gwirioù mab-den : diforc'h etre ar stummoù
D Robot kemmet: yo:Ìkéde Akáríayé fún àwọn Ẹ̀tọ́ Ọmọnìyàn |
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Robot kemmet: ro:Declarația Universală a Drepturilor Omului |
||
Linenn 115: | Linenn 115: | ||
[[pt:Declaração Universal dos Direitos Humanos]] |
[[pt:Declaração Universal dos Direitos Humanos]] |
||
[[qu:Pachantin llaqtakunapi runap allin kananpaq hatun kamachikuy]] |
[[qu:Pachantin llaqtakunapi runap allin kananpaq hatun kamachikuy]] |
||
[[ro: |
[[ro:Declarația Universală a Drepturilor Omului]] |
||
[[ru:Всеобщая декларация прав человека]] |
[[ru:Всеобщая декларация прав человека]] |
||
[[sc:Decraratzione Universale de sos Deretos de s'Òmine]] |
[[sc:Decraratzione Universale de sos Deretos de s'Òmine]] |
Stumm eus an 2 Mez 2010 da 02:07
Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den zo un disklêriadur degemeret gant Emvod-meur ar Broadoù Unanet d'an 10 a viz Kerzu 1948 e Pariz. Gwirioù mab-den diazez a zo anavezet gantañ. John Peters Humphrey, Eleanor Roosevelt ha René Cassin a voe e bennoberourien.
Disklêriañ a ra an destenn-mañ gwirioù diazez an den, o anaoudegezh hag o douj gant al lezenn. N'eus redi gwirel ebet ennañ avat, n'eo nemet un embann gwirioù.
Koulskoude e voe degemeret gant 48 stad diwar 56. N'eus stad ebet he doa disklêriet e oa a-enep, hag eizh deusouto o doa abstenet. En o zouez Suafrika an apartheid a nac'has anavezout gwir ar c'hevatalder hep derc'hel kont eus ar ganidigezh pe ar ouenn. Arabia Saoudat a nagennas ar c'hevatalder etre paotred ha merc'hed. Absteniñ a reas Polonia, Tchekoslovakia, Yougoslavia ha Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel (Rusia, Ukraina, Belarus) ablamour ne oant ket a-du gant termenadur pennreolenn an hollvedelezh er mellad 2 dilinennad 1. Kavout a reer ivez stadoù Yemen ha Honduras.
Kavet e oa abeg en disklêriadur-mañ gant Jeane Kirkpatrick. Ur stourmerez amerikan evit ar gwirioù keodedel e oa. Diskuliañ a reas pilpouzerezh ar bolitikourien ha keñveriañ a reas disklêriadur hollvedell gwirioù-mab-den d'al lizher da zad Nedeleg.
Testennoù all evit klokaat anezhañ
Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den ne dalv redi ebet. Fellet eo bet da emvod-meur an ABU eta sevel ur Garta ar gwirioù mab-den a vije redius. Krouet e oa ur bobad ar gwirioù mab-den evit skrivañ homañ, da vare ar brezel yen. Div destenn a zeuas war-wel : ar Feur-emglev etrebroadel war ar gwirioù armerzhel, sokial ha sevenadurel hag ar Feur-emglev etrebroadel war ar gwirioù keodedel ha politikel.
60vet deiz-ha-bloaz e 2008
Da geñver 60vet deiz-ha-bloaz an disklêriadur e oa bet divizet gant stadoù european zo oberiañ ur pezh 2 euro.
Un eilad eus an disklêriadur a oa bet kaset d'an Egorlec'h Etrebroadel d'an 14 a viz Du 2008, en Arnodva European Columbus.
Gwelet ivez
- Gwirioù Mab-den
- Kenemglev-stern european Gwirioù Mab-den
- Kuzul Gwirioù Mab-den ar Broadoù-Unanet
- Burev Penngomiser ar Broadoù-Unanet evit Gwirioù Mab-den
Daveoù
Liammoù diavaez
- Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den e 337 yezh
- (br) Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den e brezhoneg war lec'hienn Burev Penngomiser ar Broadoù-Unanet evit Gwirioù-Mabden
- (br) (fr) (en) Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den e brezhoneg, galleg ha saozneg war lec'hienn ti-kêr Rosko
- (fr) Lec'hienn Amnesty International France dediet da 60vet deiz-ha-bloaz Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den