Kib vell-droad ar bed : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: fy:Wrâldkampioenskip fuotbal
Linenn 59: Linenn 59:
[[fr:Coupe du monde de la FIFA]]
[[fr:Coupe du monde de la FIFA]]
[[fur:Cope dal mont di balon]]
[[fur:Cope dal mont di balon]]
[[fy:Wrâldkampioenskip fuotbal]]
[[ga:Corn Sacair an Domhain]]
[[ga:Corn Sacair an Domhain]]
[[gl:Copa do Mundo de Fútbol]]
[[gl:Copa do Mundo de Fútbol]]

Stumm eus an 15 Mae 2010 da 00:16

Kevezadeg-sport ar mare :
Kib vell-droad ar bed 2006

Kib vell-droad ar bed eo ur gevezadeg mell-droad etrebroadel a vez dalc'het bep pevar bloaz en ur riez aozer. Dalc'het eo bet evit ar wezh kentañ war intrudu Jules Rimet, prezidant Kevread Etrebroadel ar Vell-droad (KEME), e 1930 en Uruguay.

Restr:FIFA Worldcup Copy for Germany 1990.jpg
Kib ar bed

Istor

Orin ar gevezadeg

Restr:Coupe Jules Rimet.jpg
Kib Jules Rimet

Ar soñj da aozañ ar gevezadeg Kib ar bed a zo deuet kerkent ha lakaet Kevread Etrebroadel ar Vell-droad (KEME) en e sav e 1904. E 1906 eo raktreset aozañ ar gevezadeg kentañ e Suis, gant pevar rumm, pevar skipailh e pep hini anezho, evit an dro gentañ. Met pa oa bet anv da glozañ an enskrivadurioù gant an holl skipailhoù bet pedet da zont, d'an 31 a viz Eost 1905, n'eus bet kevread ebet evit kadarnaat hag e oa bet nullet ar raktres. E 1908 e sav KEME un tournamant mell-droad olimpek hag e klask lakaat anezhañ da vezañ anvet evel kampionad mell-droad amatour ar bed. Kadarnaet eo ar meno-se e 1914 da geñver kendalc'h KEME. Met chom a ra sac'het an intrudu abalamour d'ar Brezel Bed kentañ. Goude ar Brezel Bras e cheñch KEME he emzalc'h. Adal m'eo dilennet Jules Rimet e penn KEME e stourm evit ma ne vefe ket anvet an tournamant olimpek da gampionad mell-droad amatour hag evit ma vo krouet ur gevezadeg etrebroadel nevez. A-benn ar fin eo savet KEME a-du gant ar raktres Kib ar bed d'an 28 a viz Mae 1928 : 25 mouezh a-du, 5 a-enep (Ar broioù Skandinaviat) hag unan neptu (Alamagn).[1]

Fiziet eo aozadur kentañ Kib ar Bed da Uruguay d'an 18 a viz Mae 1929 da geñver kendalc'h KEME 1929 e Barcelona. Dre ma koust kaer-ruz mont da Uruguay, n'eus ken nemet pevar skipailh evit mont di 1930[2] : hini Frañs, hini Belgia, hini Yougoslavia hag hini Roumania. Dav eo da Jules Rimet ober tro Frañs memes, evit kendrec'hiñ pennoù-bras ar melestradurezh, ar c'hoarierien hag an implijerien evit ma vo loc'het gant ar skipailh e koulz. Dont a ra a-benn un toullad a c'hoarierien da ziskrog eus o labour evit daou viz, ar pezh n'hall ket ober ar gourdoner Gaston Barreau. Evit enoriñ stourm prezidant KEME eo "Kib Jules Rimet" anv an trofe a vez da c'hounid etre 1930 ha 1970.

Dibabet e vez lakaat ar gevezadeg nevez bep pevar bloaz, etre pep krogad C'hoarioù Olimpek. E deroù Kib ar bed e veze an hevelep skipailhoù o kenstrivañ an eil a-enep egile da geñver ar C'hoarioù Olimpek, amatourien ma oant holl. Hiriz an deiz eo gwell evit skipailhoù Europa, dre ma vez aozet Kib ar bed a bep eil gant Kampionad mell-droad Europa ar Broadoù, ar pezh ned eo ket heñvel evit ar skripailhoù afrikan a genstriv evit Kib Afrika ar Broadoù bep daou vloaz, memes pa vez eus Kib ar Bed.


Emdroadur ar gevezadeg

Diwar ar pennad gallek, da vezañ kendalc'het…

Patrom:Liamm PuB

Patrom:Liamm PuB

Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB

  1. Victor Sinet, La Coupe du Monde oubliée, Saint-Cyr-sur-Loire, Alan Sutton, 2002, p. 17-20
  2. Deroù Kib ar bed