's-Hertogenbosch : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: la:Silva Ducis |
D Robot ouzhpennet: fj:Den Bosch |
||
Linenn 27: | Linenn 27: | ||
[[eu:'s-Hertogenbosch]] |
[[eu:'s-Hertogenbosch]] |
||
[[fi:'s-Hertogenbosch]] |
[[fi:'s-Hertogenbosch]] |
||
[[fj:Den Bosch]] |
|||
[[fr:Bois-le-Duc]] |
[[fr:Bois-le-Duc]] |
||
[[gl:'s-Hertogenbosch]] |
[[gl:'s-Hertogenbosch]] |
Stumm eus an 8 Mae 2010 da 19:26
's-Hertogenbosch (distaget [ˌshɛrtoːɣənˈbɔs] e nederlandeg) (troet e galleg Bois-le-Duc, en alamaneg Herzogenbusch, e spagnoleg Bolduque ; anavezet ivez e nederlandeg bemdez evel Den Bosch) zo ur gêr eus kreisteiz an Izelvroioù, zo kêr-benn proviñs Noord-Brabant. E miz Genver 2005 e oa 134 009 a dud o chom enni.
Dont a ra anv ofisiel ar gêr diwar "des hertogen bosch" - "koad an dug"). Familh Herri I, Dug Brabant, he doa douaroù bras e-kichen, e Orthen, abaoe meur a gantved. Sevel a reas ur gêr nevez war tevennoù dindan wez e-kreiz geunioù. Reiñ a reas dezhi an titl a geoded er bloavezh 1185, gant gwirioù d'ober kenwerzh, a-benn gwareziñ e interestoù lakaet en arvar gant Gelderland ha Holland. Mogerioù-difenn a voe savet tro-dro dezhi d'he gwareziñ diouzh an argadennoù. E 1203 e voe distrujet gant nerzhioù Gelderland ha Holland unanet, met adsavet e voe goude. War-dro 1475 e voe savet ur voger ledanoc'h da wareziñ ur gêr a oa deuet da vezañ brasoc'h. Hiziv e weler c'hoazh aspadennoù eus ar mogerioù kozh-se.
Ur gêr binvidik e oa betek 1520, hag an eil kêr vrasañ en Izelvroioù war-lerc'h Utrecht. Eno e voe ganet ul livour brudet, Hieronymus van Aken, anavezet dindan an anv Hieronymus Bosch (1450–1516).
Liammoù diavaez
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |