Tog : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: hr:Šešir; Kemm dister
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2: Linenn 2:




Un '''tog''', pe ur '''c'habell''', zo ur pezh [[dilhad]] a vez lakaet war [[penn]] an dud, koulz [[paotr]]ed koulz [[merc'h]]ed. A bep seurt togoù zo, pep seurt stumm dezho.
Un '''tog''', pe ur '''c'habell''', zo ur pennwisk, da lavarout eo ur pezh [[dilhad]] a vez lakaet war [[penn]] an dud, koulz [[paotr]]ed koulz [[merc'h]]ed. A bep seurt togoù zo, pep seurt stumm dezho.


== Lodennoù ==
== Lodennoù ==
Linenn 91: Linenn 91:


== Anvioù togoù eus ar bed ==
== Anvioù togoù eus ar bed ==
[[Skeudenn:Akubra-style hat.jpg|thumbnail|150px|Akubra.]]
[[Skeudenn:Akubra-style hat.jpg|thumbnail|150px|[[Akubra]].]]


* An ''[[akubra]]'' eus [[Aostralia]].
* An ''[[akubra]]'' eus [[Aostralia]].

Stumm eus an 6 Mae 2010 da 14:56

Togoù a bep seurt


Un tog, pe ur c'habell, zo ur pennwisk, da lavarout eo ur pezh dilhad a vez lakaet war penn an dud, koulz paotred koulz merc'hed. A bep seurt togoù zo, pep seurt stumm dezho.

Lodennoù

Peurvuiañ e vez div lodenn en un tog:

Stummoù

  • Darn a vez lakaet war ar penn, hag a zo dierien.
  • Darn all zo erienet, evel ar sombrero .
  • Darn a c'holo ar gouzoug pe an dremm, ouzhpenn ar blev.
  • Darn zo kornek, daougornek, tric'hornek...
Tog daougornek Napoleon.
Un tog pomper, e 1916


Gerdarzh ha distagadur

Dont a ra ar ger eus ar ger gallek "toque".
Daou zistagadur a gaver d'ar ger: gant ur vogalenn verr, e doare Kerne-Izel (liester tokoù, tokeier), pe gant ur vogalenn hir, e doare Treger (liester togoù). E geriadur Jules Gros e kaver meneg eus tokoù ha togoù, met togoù hepken er skouerioù.

Gwiskañ ar penn

Gwiskañ ar penn a vez graet gant seurtoù togoù abaoe pell, ha gant pezhioù dilhad all, a bep seurt anvioù dezhe: boned, kasketenn , koef, bered.

Betek kreiz an XXvet kantved e oa ret d'an dud goleiñ o fenn e pep lec'h, panevet-se ne oant ket gwisket da-vat. Ne oa nemet ar vugale ha ne oa ket ret dezho. Pa vez gwelet filmoù kozh e weler micherourien gant kasketennoù, pesketaerien gant bonedoù, labourerien-douar gant togoù, merc'hed gant koefoù, pe gant mouchouerioù. Ha soudarded, poliserien, beleien, gwisket o fenn ivez.

Ne oa nemet er gêr, hag er parkeier pe war vor, ne oa ket ret gwiskañ ar penn. Met er parkeier evel war vor, ma laboure an dud dindan ar seizh amzer, e oa furoc'h goleiñ ar c'hlopenn, traken 'met evit ar yec'hed.

Toget eo an holl (pe dost), paotred ha merc'hed, e taolenn Auguste Renoir.
Auguste Renoir, Emboltred, 1876. Kasketennet eo an arzour.
Auguste Renoir, Emboltred, 1910. Toget eo an arzour.


Un tog plac'h e 1911
Un tog plouz koant e 1901. Togoù plouz disheñvel-mat a oa gant al labourerien-douar

|

Togoù merc'hed e 1820

Tennañ an tog

Tennet e veze an tog dirak an dud uhel, ar person evel-just, ar maer, an aotrou (perc'henn an douar, pe an ti), ar skolaer. Hag ivez en iliz.

Ar merc'hed avat ne oa ket ret dezho ober, na dirak tud uhel na "dirak Doue", dre ma ne oa ket dereat dezho dispakañ o blev.




Gwiskañ un tog

Togoù a bep seurt

Kemmoù en togoù kroc'hen avanked e Kanada.

A bep seurt anvioù zo, hervez ar stumm, an danvez, ar vro orin ar yezh.

  • An tog plouz
  • An tog foñs uhel, pe tog foñs hir,
  • An tog pompad, pe tog pomper, a zo bowler hat e saozneg, a weler er filmoù kozh war bennoù Charlie Chaplin pe Stan Laurel hag Oliver Hardy
  • An tog voulouz, pe tog goz, pe tog blev goz, togoù doare Breizh.
  • An tog ruz: tog ar gardinaled, en iliz katolik.
  • An tog feur, gwisket er broioù yen, chapka e ruseg.
  • An tog-houarn, pe tokarn, pe helm, a vez gwisket gant soudarded.
Brudet eo togoù rouanez Bro-Saoz
Unan eus ar c'hantadoù a dogoù brudet a zo bet gwelet war benn rouanez Bro-Saoz.

Gerioù deveret

  • Un tog-touseg, pe ur c'habell-touseg zo unan.
  • Un tog kistin.
  • Didog, pe diskabell eo an hini n'eo ket goloet e benn.
    • Didogañ un dra bennak a zo kement ha tennañ ar seurt tog zo warnañ, evel an dent, a vez toget hag a c'hall bezañ didoget.
Maouezed a renk uhel o tispakañ togoù diouzh ar c'hiz e-kerzh redadeg kezeg Ascot, e Bro-Saoz

Troioù-lavar

  • Mont e tog: pa voe dilezet ar c'hoefoù gant ar merc'hed diwar ar maez, e-kerzh an ugentved kantved, e veze lavaret ez aent e tog.
  • Togañ ar bern plouz: aozañ ar bern plouz evel pa vije lakaet un tog dezhañ.

Anvioù-tud

Anavezet eo an anvioù-tiegezh-mañ:

  • Kabelleg
  • Daougabell

Anvioù togoù eus ar bed

Akubra.

Lennadurezh

Liammoù