Maouez : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: ht:Fanm, krc:Тиширыу
D Robot ouzhpennet: hif:Aurat
Linenn 103: Linenn 103:
[[he:אישה]]
[[he:אישה]]
[[hi:नारी]]
[[hi:नारी]]
[[hif:Aurat]]
[[hr:Žena]]
[[hr:Žena]]
[[ht:Fanm]]
[[ht:Fanm]]

Stumm eus an 5 Mae 2010 da 01:12

Maouez

Ar maouezed (pe merc'hed) eo ar rann eus gouenn an dud a c'hall dougen bugale, hag a zo brasoc'h o niver eget hini ar rann all, ar wazed (pe ar baotred), war an douar.
Pa vez yaouankoc'h e vez graet plac'h pe merc'h eus ur vaouez peurvuiañ. Pa vez koshoc'h e vez lavaret gwrac'h a-wechoù. Pa gomzer outi e vo lavaret pe dimezell pe itron.


Ar benvegad engehentiñ

Benvegad-gouennañ

Er benvegad-engehentiñ emañ:


Restr:Female reproductive system lateral nolabel.png
Ardivink-genel ar maouezed : 1. Trompilhoù Falloppio 2. C'hwezigell 3. Symphyse pubienne (Os pubien) 4. Poent G 5. Ellig 6. Kan-troazhañ 7. Gouhin 8. Vigell 9. Colon sigmoide 10. Mammoù 11. Cul-de-sac vaginal (Fornix) 12. Col de l’utérus (Cervix) 13. Rectum 14. Fraez

*kourzh

Korfadurezh

Ar par eo ar paotr, pe ar gwaz, ar barez eo ar verc'h, pe ar vaouez.

  • Bihanoc'h e vez ar merc'hed eget ar baotred peurvuiañ, ha n'eo ket ken kreñv o c'higennoù. Dre-se e vezont skañvoc'h.
  • Nebeutoc'h a vlev zo war o dremm hag o c'horf.
  • Uheloc'h eo mouezh ar merc'hed eget hini ar baotred.
  • D'ar verc'h ez eus daou gromozom XX, d'ar paotr daou gromozom XY. Disheñvel eo hormonoù ar verc'h diouzh re ar paotr. Progesteronoù hag oestrogenoù eo hormonoù ar vaouez.
  • Disheñvel eo benvegad engehentiñ ar verc'h diouzh hini ar paotr, evel evit ar bevien all.
  • D'an oad kaezour e teu disheñvelderioù all: ment ar bronnoù, ledander an divlez.

Ar merc'hed er gevredigezh

A Bengali or Bangladeshi woman weaving. Textile work has historically been considered a female occupation in some cultures.

Abaoe ar ragistor ez eo bet lakaet ar merc'hed, evel ar baotred, en ul lec'h resis er gevredigezh.

E kevredigezhioù chaseourien eo ar merc'hed a zastume al louzeier ha frouezh tra ma oa labour ar baotred degas kig, ma kred hiriv da lod eo gant ar merc'hed eo deuet al labour-douar.

Bruderezh

Gant tud ar bruderezh e vez implijet ar maouezed da vrudañ marc'hadourezh. Korf ar maouezed a vez implijet alies da werzhañ dilhad, met ivez kirri-tan d'ar wazed.

Gerioù all

A-wezhoù e vez implijet an termen dismegañsus "gwrac'h" evit komz eus maouezed kozh, dreist-holl evit ober goap gant paotred.

Ar ger gwrac'h n'eo ket dismegañsus dre natur, nemet e pennoù tud zo.


Arouez ar blanedenn Gwener a vez graet ganti da ziskouez ar reizh a zo benel (tud pe loened)

Da lenn

Kibellerez, gant William Adolphe Bouguereau, 1870
Luc'hskeudenn eus ur verc'h noazh er bloavezhioù 1920

Skeudennoù