Roeñverezh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Disteurel kemmoù 711664 a-berzh PLOG (kaozeal)
Linenn 61: Linenn 61:
| 4x || Pevar dre goublad
| 4x || Pevar dre goublad
|-
|-
| 2x || Daou dra goublad pe ''{{lang|en|double }}''
| 2x || Daou dre goublad pe ''{{lang|en|double }}''
|-
|-
| 1x || Skiff
| 1x || Skiff

Stumm eus an 2 Mae 2010 da 19:45

Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez.


Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzot hiroc'h kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


  • Pa vo bet bet kaset ar raktres da benn-vat ha goude ma vo bet reizhet ar pennad e vo mat tennañ kuit ar patrom-mañ.



Ar Roeñverezh a zo ur sport eus familh ar sportoù-moraerezh. Ur sport Olimpek eo abaoe m'eo bet krouet ar c'hoarioù Olimpek a-vremañ, da laret eo e 1896 dindan luskadenn ar Baron Per Koubertin. Pal ar roeñverezh a zo kas war-roak ur vag dre sikour palioù anvet ken ha ken roeñvoù. Kavet e vez div rummad :

  • Ar roeñverezh war ar mor. (N'eo ket Olimpek)


An Teknik

An div zoare Pal

Ur sport tizh eo ar roeñverezh. Eus bigi hir ha moan, e koad pe e danvezioù kompizit ez eus ezhomm. Ar gourener a zo azezet a-us da live an dour war un azezenn war ruilh, anvet "Risklerezh". Treiñ a ra enezh e geiñ da avañsamant ar vag. Servij a ra ar roeñvoù da gas war-raok ar vag. Ervezh an ambarkasionoù, e implij ar roeñver :

  • Ur bal metken (Hirder an hollad a zo eus 3.5 m da 4 m).
  • Div bal anvet "dre goublad" ( war dro 3 metrad evit pep pal).

Kavet e vez div stumm pal, Makon pe Hachoir [1].

An Taol Roeñv

Spis tre eo fiñv ar roeñver, ur meskaj kreñvder ha resisder eo. Ur roeñver a en em ziskul bezañ un teknisian a-zoare a zo neuze goust enebiñ, war an dour, gant ur roeñver a vefe kigenekoc'h egetan. Pal ar roeñver a zo lakaat da brofitañ ar vag eus e nerzh plouzañ. Talvezout a ra eo ret klask ar finvadurioù kontrol da riskl ar glorenn. Ur pebez berusted a zo dias tre da gaout, (galloud a raio un deraouer kadarnat), dre ma 'z eo luziet ar gestr.

Div brantad 'vez kavet en taol roeñverezh.

  • Ar "gas war raok", prantad lerc'h m'eo harpet ar palioù en dour. Astenn ' ra ar roeñver e divhar, digas a ra e divrec'h etrezek e kef (un tamm dindan e bruched) evit diblasiñ ar gouc'h. Prim ha nerzhus eo ar brantad, stenned eo ar c'higennoù.
  • An "distro", prantad lerc'h m'eo ar palioù e diavez an dour. Astenn ' ra ar roeñver e divrec'h, adlec'hiañ ' ra e kef hag adplegañ ' ra e divhar a-benn adkregiñ gant ur gas war raok nevez.

Ar brantedoù-se a zo eilet a drugarez da fiñvadurioù tremenadur. Bezañ prim ha soupl pad an tremenadurioù ha lak ar fiñvadur hollek da gounez beridigezh.

  • Etre ar gas war raok hag an distro ez eus an "distro dorn", da laret eo, e astenn buan, ar roeñver, an divrec'h hag ar c'hef dre zirak.
  • Etre an distro hag ar gas war raok, eo ret d'ar roeñver ober ar pez a vez anvet an "tagañ". Ar gestr-mañ a rank bezañ spis a-benn lakaat harp ,en dour, ouzh ar balioù.


Ma tiveromp, e talc'himp soñj eus tri ger : Divhar, Keiñ, divrec'h distro : Divhar, Kef, divrec'h.

FISA

Ar Roeñverezh a vremañ a zo rennet gant ar FISA (Fédération international des societés d'Aviron), krouet e Turin, d'ar 25 a viz even 1892 gant dileuridi Bro Suis, Bro Frañs, Belgia, an Adriatica. Ar FISA a zo ar gevredigezh kosañ a touez al lusk Olimpek [2].

Aozet he deus ar c'hentañ kampionadoù European e 1893 hag ar c'hampionadoù Bedel abaoe 1962. Ur sport Olimpek eo ar roeñverezh abaoe 1896 (Ar roeñvadeg aozet d'ar 1añ a viz Ebrel a zo da gentañ, bet daleet , evit bezañ nulet dre fazhi ur barr-amzer da vare ar c'hentañ c'hoarioù Olimpek e 1896).


Anvadurezh

An eizh bag anavezet gant ar FISA.
Anvadurezh Anv boutin
8+ Eizh
4+ Pevar sturied
4- Pevar nan-sturied
2- Daou nan-sturied pe pair-oar
2+ Daou sturied
4x Pevar dre goublad
2x Daou dre goublad pe double
1x Skiff

Ur rakger P (evit Paotr) pe Pl (evit Plac'h) a ziskouez reizh al lodegion.

E-pad ar roeñvadegoù e kavomp rummadoù evit pep roeñver, "B" evit bihanig ( 13 ha 14 bloazh), "Y" evit yaouaer ( 15 ha 16 bloazh), "M" evit mibion ( 17 ha 18 bloazh), "H" evit hen ( 19 ha 34 bloazh). Ar rakger-mañ a zo heuliet eus an niver a roeñverion (1, 2, 4 pe 8). Al lizheren "X" a arouez ar fed e vefe ar vag er stad "dre goublad" (2 bal evit pep roeñver). Hep ar sign-mañ e talvez eo armet ar vag "dre poent" (1 bal dre roeñver). Ar sign + a dalvez ez eus ur sturier war ar vag tra ma - a dalvez n'ez eus sturier ebet war ar vag.


Skouerioù [3] :

  • PH8+ = Eizh dre poent hen (Senior) paotr gant ur sturier.
  • PlM4- = Pevar dre poent mibion (Junior) plac'h hep sturier.
  • PY2X = Daou dre gouplad yaouaer (Cadet) paotr.
  • PB1X = Skiff bihanig (Minime) paotr.
  • MF4X+ = Pevar dre gouplad bihanig plac'h gant ur sturier.



Leun a kampionadoù 'zo, anvet vezont roeñvadegoù.

Kevaezerezh

Redadenn a steud

Ar redadennoù a steud a zo graet kentoc'h pad an nevez-amzer pe pad an hañv. An hed Olimpek, implijet e kerzh an darn vrasañ eus ar radennoù a steud, a zo eus 2000 m. Kavet e vez un eil stumm, evit an henerien, anvet ar sprint, war 1000 m e en em dremen ar redadenn-mañ. An hedoù a cheñch ervezh an oad. Ar bihanigerien o 1000 m d'ober, ar yaouaerien,1500 m, ar mibioned hag an henerien, 2000 m. Goulenn a ra ar radedennoù a steud ur bec'hadenn puilh (e pad un nebeut minutennoù).

Penn stêrioù

Ur penn stêr a zo un doare roeñvadeg, aozet kentoc'h e fin an diskar amzer ha pad an nevez amzer. Mont a ra kuit an akipajoù unan war lerc'h egile. Roeñvañ a reont a enep an amzer. An hedoù a zo kemmus, d'al liesañ etre 2000 m ha 12 000m. Skourioù penn stêrioù :

  • Head of the Charles e Boston en SUA
  • Head of the River Race war an Tamise e Londrez.

Kampionad beldel ha c'hoarioù Olimpek

El live Bedel, ez eus "dre goublad"...

  • Bagig / 4X-1X (pevar reoñver nemet ar sturier)
  • Pevar dre goublad / 4X
  • Daou dre goublad / 2X
  • Skiff / 1X

... "dre poent" ...

  • Eizh gant ur Sturier / 8+
  • Pevar gant ur sturier (n'eo ket Olimpek) / 4+
  • Pevar hep sturier / 4-
  • Daou gant ur sturier (n'eo ket Olimpek) / 2+
  • Daou hep sturier (pair-oar) / 2-

Rummadoù

Kavet 'vez div rummad pouezh :

  • Pouezh skañv : Evit ar baotred o deus ur pouezh izeloc'h da 72,5 Kg gant keidenn ar vag par da 70 Kg pe nebeutoc'h (estreget evit ar Skiff) hag evit mec'hed o deus ur pouezh izeloc'h da 59 Kg gant keidenn ar vag izeloc'h pe par da 57 Kg.
  • Holl rummadoù : Hep forsadenn.

Hed ar redadeg a zo eus 2000 m. Ar barem-se 'zo gwir evit an Henerien (Senior).

Akiperezh

Bag

Graet eo ar bigi hag ar roeñvoù (palioù) ervezh ar skouer alliet gant ar FISA (Fédération internationale des sociétés d'aviron). Posubl eo tapout listenn ar savourien bedel, amañ.

Gwechal e oant graet e koad (skañv a walc'h), met hiriv an deiz vezont graet e kevlar, neudenn karbonek pe e karbon. Skiffoù 'zo (bag gant ur plas) a c'hell diskenn dindan 12Kg, met ervezh ar reolennaoueg 'n eus ket tu diskenn didan 14Kg. Diferet e vez, ar gouc'h, an dougerezhioù, ar roeñvoù a gevrenn ar vag.

Ar saverien brasañ a vez gwellet war roeñveadegoù etrevroadel a zo Empacher, Filippi, Stämpfli, Hudson, Salani, Douglas, Vespoli, BBG, WinTech ha Vega evit ar bigi, Concept2, Croker, Drakkar evit ar balioù. Gobari ar bigi a en em kran dre an niver a paotred en ekipaj, ar moander pe o zanvez.

Roeñv

Anvet roeñv pe pal, n'haller ket o tiouveriñ. Tu 'zo d'ar roeñver implij ur bal pe daou ervezh m'eo ar vag armet "dre goublad" pe "dre poent". Ar balioù a oa graet e koad, a-raok bezañ graet e karbon (evit an darn vrasañ). Fardañ anezho e karbon a lak ar roeñv da vezañ kaletoc'h ha kalz skanvoc'h.

Kavet 'vez div rummad skouer pal : Ar balioù anvet "Makon" hag ar balioù anvet "Hache" (sellout ouzh ar skeudenn uheloc'h). Ar roeñvoù-se a ro un harp gwelloc'h war an dour. Er roeñvadegoù vezont difennet d'ar bihanigoù (minime), se 'zo peogwir e goulenn ar palioù "Hache" muioc'h a kreñvder.

Galloud a ra bezañ reoliet ar roeñvoù o kemm al loc'h a neuze an dezrevell kreñvder.

Mekanik roeñvañ

Restr:Mekanik roeñvañ.jpg
Mekanik roeñvañ

Ar mekanikoù roeñvañ [4] a zo mekanikoù a servij da devreziñ fiñvadennoù ar roeñverezh. Ur muzulier dredan 'z eus d'ar peurlisañ. Un benvegoù-mañ implijet a-lies gant ur roeñverien a zo dispar evit en em kigenañ en un doare hollek. Bez ez eus kampionadoù mekanikoù roeñvañ, evel hini Koubertin (Concept 2).




Notennoù ha daveoù

  1. (fr) Ar Roeñvoù (Palioù)
  2. (en) World Rowing
  3. (fr) Ar rummadoù bigi
  4. (fr) Concept 2

Liammoù diavaez