Magnus Clemens Maximus : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: gd:Magnus Maximus
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: uk:Магн Максим
Linenn 143: Linenn 143:
[[tl:Magnus Maximus]]
[[tl:Magnus Maximus]]
[[tr:Magnus Maximus]]
[[tr:Magnus Maximus]]
[[uk:Магн Максим]]

Stumm eus an 30 Ebr 2010 da 21:16

Magnus Maximus.

Magnus Clemens Maximus Augustus, pe Maximuspe Maximianus, (335? – 28 a viz Eost 388), anavezet e Bro-Gembre evel Macsen Wledig, a oa ur jeneral roman e Kembre.

Lakaet e oa bet da impalaer an Impalaeriezh roman ar C'hornôg gant e armeoù eus 383 betek an 31 a viz Eost 384. Goude se e teuas da vezañ kenimpalaer hervez reizh en Impalaeriezh roman ar c'hornôg betek e varv e 388, pa voe lazhet war urzh an impalaer Teodosius I.



E vuhez

Magnus Clemens Maximus a oa genidik eus Bro-Spagn, sur a-walc'h eus trowardroioù Valladolid.

En Enez Vreizh

Dont a reas da vezañ jeneral an arme roman e Proviñs Britannia, en Enez Vreizh (pe Preden), Breizh-Veur hiziv. Dimeziñ a reas da Elena e Seguntium (Caernarfon), a vije bet merc'h d'ur penn brezhon.

Anvet e vije bet da roue ar Vrezhoned hervez ar vojenn. Un mab anvet Flavius Victor en dije bet.

Pa guitaas Breizh-Veur en dije fiziet e rouantelezh e Caradocus .

E Galia

Anvet e oa bet da impalaer gant e arme e Breizh e 383. Treuziñ a reas Mor Breizh en nevezamzer. Trec'h e oa bet war Gratianus e-kichen Pariz, hag hemañ a voe tapet ha lazhet e Lugdunum (Lyon hiziv) d'ar 25 a viz Eost 383.

Maximus a oa neuze anavezet augustus (dies imperii) gant Teodosius I d'an 31 a viz Eost 384, da-geñver un emgav e Beroae, ue gêr en hanternoz da Vro-Drakia.

Tri impalaer a oa en Impalaeriezh roman da neuze : Maximus en Augusta Treverorum, Valentinian II, e Milano, Teodosius I, impalaer roman ar reter, e Kergustentin.

Staliet e oa e gêrbenn en Augusta Treverorum, e Galia, gant Maximus. Deuet mat e oa gant ar bobl. Handeiñ a reas an heretiked. Lakaat a reas lakaat d'ar marv an heretik Priscillianus peurgetket.

E 387 e voe trec'h Maximus war Valentinian II, ha kemer a reas Roma hag Italia a-bezh. Valentinian a gavas repu e-kichen Teodosius I, impalaer roman ar reter, a duas gantañ.

Aet d'ober brezel da Valentinian II ha da Teodosius I, e 387, Maximus a oa trec'het d'e dro, tapet en Aquilonia, ha dibennet d'an 28 a viz Eost 388.

Victor a voe lazhet neubeut amzer goude en Augusta Treverorum.

Pennad kar