Faidra : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: ja:パイドラー
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot kemmet: hu:Phaedra (mitológia)
Linenn 43: Linenn 43:
[[fr:Phèdre (mythologie)]]
[[fr:Phèdre (mythologie)]]
[[hr:Fedra]]
[[hr:Fedra]]
[[hu:Phaedra]]
[[hu:Phaedra (mitológia)]]
[[it:Fedra]]
[[it:Fedra]]
[[ja:パイドラー]]
[[ja:パイドラー]]

Stumm eus an 29 Ebr 2010 da 03:42

Hippolite ha Faedra, laour, v. 290
Faedra, livet gant Alexandre Cabanel.

Faidra pe Faedra (Φαίδρα / Phaídra e gregach) a oa merc'h da Vinos, roue Kreta, ha da Basifae, ha c'hoar da Ariadne, Deukalion, ha Glaokos.

Dimeziñ a reas da Deseüs, roue Aten, en devoa dilezet he c'hoar Ariadne.

Neuze ec'h orgedas ouzh he lezvab Hippolite, a oa mab da Deseüs ha da Antiope, rouanez an Amazonezed. Ur gabestrenn he doe digantañ, ma klaskas ober un dro lous dezhañ. Tamall a reas anezhañ da vezañ klasket he gwallañ.

Ha Teseüs, savet konnar ennañ, a c'houlennas digant Poseidon, a dlee tri gouestl dezhañ, teurel e vallozh war e vab. Neuze, p'edo ar paotr yaouank gant e garr hag e kezeg, e tirollas an anevaled, hag e voe flastret ar paotr gant e garr. En em lazhañ a reas Faedra gant ar glac'har hag ar morc'hed.

Lennegezh

Kontet eo bet an istor gant Euripides, en un doare un tamm disheñvel en e bezh Hippolite a zoug ar gurunenn. Awenet eo bet ivez Seneca hag ar Gall Jean Racine gant ar vojenn.

Lennadurezh

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.