Menez-tan : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: tt:Вулкан
TjBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: gan:火山
Linenn 95: Linenn 95:
[[fy:Fulkaan]]
[[fy:Fulkaan]]
[[ga:Bolcán]]
[[ga:Bolcán]]
[[gan:火山]]
[[gd:Beinn-theine]]
[[gd:Beinn-theine]]
[[gl:Volcán]]
[[gl:Volcán]]

Stumm eus an 25 Ebr 2010 da 08:25


Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ur menez a daol er-maez danvezioù war deuz (lava, mein), moged hag aezhennoù eo ar menez-tan, pe tanvenez. Eus an danvezioù solut-se e vez graet danvezioù piroklastek anezhe. An darn vuiañ anezho n'o deus ket dislonket tra e-pad amzerioù hir, met pa vezont war lec'hioù dibar ar voul-douar, ar frailhennoù bras etre plakennoù a ya d'ober kreunenn an Douar.

Meur a seurt menez-tan a zo en o zouez :

Al lava (eus ar magma d'al lava)

En ul lec'h anvet « mirva ar magma don » ez eus ur seurt toaz gludek-pe-gludekoc'h ennañ gazoù andisolvus anvet ar magma. Diwar deuziñ reier mantell an douar e teu ar magma, tommoc'h eo eget 1000°c well-wazh.
Ne zeu ket ar magma eus kalon an Douar, met eus pluskenn an Douar.
"Mantell an douar" pe "kroc'hen an douar" a zo plakennoù divent ouzh hen ober. Ar plakennoù a neui war ar magma a zo o fiñval dizehan.

Pa vez re greñv gwask ar magma war ar plakennoù e vez lakaet ar re-se da derriñ pe da fiñval. Diwar-se e vez bountet ar magma gant an aezhennoù eus « mirva ar magma don » war-zu gorre an douar.

Goude bezañ tremenet e-barzh ar c'hambr vagmatek, ur seurt spouenn ma c'hell ar magma chom e-barzh e-pad kantvedoù ha kantvedoù, e sav ar magma gant ur san anvet « siminal ar menez-tan » betek an diavaez da lavaret eo penn konenn ar menez-tan. Pa vez degouezhet e krec'h ar menez-tan e tarzh hennezh en ur deurel er-maez bloc'hoù, bombezennoù ha ludu.

War un dro e tever un danvez tomm-berv anvet al lava diwar toull-diskarg ar menez-tan.

Al lava eo ar magma digazet : pa vez dourennek ar magma e c'hell ar gazoù a zo ennañ mont kuit ha diwar-se e ya ar magma da lava.

Pa strink al lava er-maez eus toull-diskarg ar menez-tan e red buan-tre a-hed torioù ar menez-tan hag e kalet dindan 900°c.


Framm ar voul Zouar. 1. pluskenn kevendirel, 2. pluskenn meurvorel, 3. mantell uhelañ, 4. mantell izelañ, 5. kalon, 6. greunenn,
A : Troc'h Mohorovicic,
B : Troc'h Gutenberg,
C : Troc'h Lehmann.


Menezioù-tan pennañ ar bed

Liammoù diabarzh

Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB