Taol-mouezh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: os:Цавд; Kemm dister
Linenn 7: Linenn 7:
Kemmañ a c'hell lec'h an taol-mouezh a [[rannyezh]] da rannyezh ivez, da skouer etre [[saozneg|saozneg unvan Breizh-Veur]] ha [[saozneg|saozneg unvan Stadoù-Unanet]] pe etre [[brezhoneg|brezhoneg Bro-Wened]] ha [[brezhoneg|brezhoneg Bro-Leon]].

==Mentadur ha lec'h an taol-mouezh==
== Mentadur ha lec'h an taol-mouezh ==
<small>(Gwelit ivez ar penand pennañ: "[[mentadur (yezhoniezh)|Mentadur]]")</small>
<small>(Gwelit ivez ar penand pennañ: "[[mentadur (yezhoniezh)|Mentadur]]")</small>

Linenn 14: Linenn 14:
E [[yezh|yezhoù]] all, avat, [[Mentadur hervez ar silabennoù|mentadet hervez ar silabennoù]] pe [[Mentadur hervez ar moraoù|hervez ar moraoù]] e vez merket lusk ar frazenn dre ingalañ an amzer o tremen a [[silabenn]] da silabenn hep derc'hel kont eus lec'h an taol-mouezh ha distaget e vezont er memes doare neuze ar vogalennoù er silabennoù kreñv (warne an taol-mouezh) evit er silabennoù gwan.

==Taol-mouezh difiñv==
== Taol-mouezh difiñv ==

Difiñv pe stabil eo an taol-mouezh e yezhoù 'zo, da lâret eo e vez taolmouezhiet an hevelep silabenn atav, e vel da skouer:
Difiñv pe stabil eo an taol-mouezh e yezhoù 'zo, da lâret eo e vez taolmouezhiet an hevelep silabenn atav, e vel da skouer:
Linenn 39: Linenn 39:
: [[Anv-kadarn]]: ''produce'' ("produ")
: [[Anv-kadarn]]: ''produce'' ("produ")

Kavet e vez degouezhioù damheñvel ivez ma talvez lec'h an taol-mouezh da diforc'hañ etre stummoù [[yezhadur|yezhadurel]] disheñvel e [[ruseg]] hag en [[alamaneg]].
Kavet e vez degouezhioù damheñvel ivez ma talvez lec'h an taol-mouezh da diforc'hañ etre stummoù [[yezhadur]]el disheñvel e [[ruseg]] hag en [[alamaneg]].

==Efedoù an taol-mouezh a-hed istor ur yezh==
== Efedoù an taol-mouezh a-hed istor ur yezh ==
Alies a-walc'h e kemm ar silabennoù taolmpuezhiet en un doare disheñvel diouzh ar silabennoù all keit ha ma'c'h ur yezh war diorren a-hed an amzer. Er [[yezhoù romanek]], da skouer, e silabennoù taol-mouezhiet eo deuet [[hirder vogalennek|vogalennoù berr]] al [[latin]] a orin /e/ hag /o/ da vezañ [[diftongenn|diftongennoù]]. Diwar ar c'hemm-se e savas un doare [[apofoniezh]] e displegadur verboù 'zo e meur a yezh romanek a-vremañ, da skouer e [[spagnoleg]] ''volver'' ("distreiñ") > ''v'''o'''lví'' ("distrois") met ''v'''ue'''lvo'' ("distroan").

== Notadur ==
== Notadur ==
Linenn 50: Linenn 50:

== Gwelit ivez ==
== Gwelit ivez ==
*[[Taol-mouezh a eil renk]]
* [[Taol-mouezh a eil renk]]
*[[Silabenn]]
* [[Silabenn]]
*[[Mentadur (yezhoniezh)|Mentadur]]
* [[Mentadur (yezhoniezh)|Mentadur]]

{{porched yezhoù}}
{{porched yezhoù}}
Linenn 83: Linenn 83:
[[nl:Klemtoon]]
[[nl:Klemtoon]]
[[nn:Fonologisk trykk]]
[[nn:Fonologisk trykk]]
[[os:Цавд]]
[[pl:Akcent wyrazowy]]
[[pl:Akcent wyrazowy]]
[[pt:Acento tônico]]
[[pt:Acento tônico]]

Stumm eus an 21 Ebr 2010 da 16:48

Er yezhoniezh e vez implijet an termen taol-mouezh (saoz.: stress) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ar fed ma vez pouezet muioc'h war ur silabenn resis e diabarzh ur ger evit war ar re all.

Kemmañ a ra an doare resis da bouezañ war ur silabenn a yezh da yezh ha gallout a ra an tol-mouezh bezañ merket gant an unhelder, uheloc'h pe izeloc'h e live evit hini ar silabennoù all, ha/pe ar c'hreñver, an hirder vogalennek, hag all.

An taol-mouezh a c'hell bezañ pounner pa vez diforc'het kreñv ur silabenn diouzh ar re all pe c'hoazh gwan a-walc'h pa vez dister an diforc'h etre ar silabennoù taolmouehziet pe get.

Kemmañ a c'hell lec'h an taol-mouezh a rannyezh da rannyezh ivez, da skouer etre saozneg unvan Breizh-Veur ha saozneg unvan Stadoù-Unanet pe etre brezhoneg Bro-Wened ha brezhoneg Bro-Leon.

Mentadur ha lec'h an taol-mouezh

(Gwelit ivez ar penand pennañ: "Mentadur")

Er yezhoù mentadet hervez an taol-maouez e vez merket merket lusk ar frazenn hervez an doare ma vez ingalet an amer o tremen a daol-mouezh da daol-mouezh dre lakaat da dremen an hevelep amzer dre vras etre pep taol-mouezh ha didroc'het, diverret ha zoken da skarzhet penn-da-benn e vez ar vogalennoù gwan, da lâret eo vogalennoù hep taol-mouezh pennañ warne, evit gallout derc'hel gant al lusk-se pa vez komzet buan pe vuanoc'h.

E yezhoù all, avat, mentadet hervez ar silabennoù pe hervez ar moraoù e vez merket lusk ar frazenn dre ingalañ an amzer o tremen a silabenn da silabenn hep derc'hel kont eus lec'h an taol-mouezh ha distaget e vezont er memes doare neuze ar vogalennoù er silabennoù kreñv (warne an taol-mouezh) evit er silabennoù gwan.

Taol-mouezh difiñv

Difiñv pe stabil eo an taol-mouezh e yezhoù 'zo, da lâret eo e vez taolmouezhiet an hevelep silabenn atav, e vel da skouer:

Kentañ silabenn ur ger, d.s. finneg, hungareg ha tchekeg
Eil silabenn diwezhañ, d.s. ketchwaeg ha poloneg
Trede silabenn diwezhañ, d.s. makedonieg

E brezhoneg e vez taolmouezhiet an eil silabenn diwezhañ peurliesañ, estreget en un nebeut degouezhioù resis o tennañ da c'herioù kevrennek, da skouer "dilun" (< "deiz + lun"), "petra" (< "pe + tra") ha da stummoù diverret, da skouer "amann" diwar "amanenn".

E yezhoù all, al latin en o zouez, e vez taolmouezhiet silabennoù disheñvel en un doare rakwelus ha reizh hervez struuktur resis an eil silabenn diwezhañ.

Reolennoù taol-mouezh reizh ez eus gant yezhoù a seurt-se.

A-wezhoù e vez lâret e kouezh an taol-mouezh e galleg war an eil silabenn, met e gwirionez n'eus taol-mouezh ebet e galleg liammet ouzh struktur silabennek ar gerioù. En e lec'h e kaver un hedaderezh ma vez pouezet war silabenn diwezhañ pe eil silabenn diwezhañ ur chadennad gerioù (e gwirionez ur rannfrazenn).

Diouzh an tu al, avat, ez eus meur a yezh all, ar saozneg, an italianeg hag ar spagnoleg en o zouez, m'az eo amreizh lec'h an taol-mouezh ha daoust ha ma c'hell bezañ taolmouezhiet ur silabenn resis dre vras evel da skouer e spagnoleg e kaver meur a c'her all taolmouezhiet war ur silabenn all hep reolenn sklaer ebet. Dre ma n'eus reolenn reizh ebet evit goût e pelec'h emañ taol-mouezh pep ger resis e rank bezañ desket dre eñvor a c'her da c'her. E yezhoù a seurt-se e c'hell talvezout an taol-mouezh evit diforc'hañ etre gerioù heñvelson a-hendall, da skouer e galizeg:

Taol-mouezh war an eil silabenn diwezhañ, d.s agora ("bremañ")
Taol-mouezh war ar silabenn gentañ, d.s. ágora ("agora")

E saozneg e c'hell talvezout lec'h an taol-mouezh war gerioù heñvelson a-hendall evit lakaat an diforc'h etre rummadoù yezhadur disheñvel, da skouer:

Verb: prodúce ("produiñ")
Anv-kadarn: produce ("produ")

Kavet e vez degouezhioù damheñvel ivez ma talvez lec'h an taol-mouezh da diforc'hañ etre stummoù yezhadurel disheñvel e ruseg hag en alamaneg.

Efedoù an taol-mouezh a-hed istor ur yezh

Alies a-walc'h e kemm ar silabennoù taolmpuezhiet en un doare disheñvel diouzh ar silabennoù all keit ha ma'c'h ur yezh war diorren a-hed an amzer. Er yezhoù romanek, da skouer, e silabennoù taol-mouezhiet eo deuet vogalennoù berr al latin a orin /e/ hag /o/ da vezañ diftongennoù. Diwar ar c'hemm-se e savas un doare apofoniezh e displegadur verboù 'zo e meur a yezh romanek a-vremañ, da skouer e spagnoleg volver ("distreiñ") > volví ("distrois") met vuelvo ("distroan").

Notadur

Implijet e vez alies an tired lemm ha/pe nebeutoc'h an tired boud evit merkañ lec'h an taol-mouezh e meur a yezh hervez bep o reolennoù reizhskrivañ, evel da skouer e spagnoleg pe er geriadurioù], da skouer en izelvroeg, d.s. achterúítgang ("gwashadur") kv. áchteruitgang ("mont er-mez dre a-dreñv) skrivet o daou achteruítgang dre voaz hepmuiken a-hendall, hag e ruseg, da skouer вимовля́ння, skrivet вимовляння hepmuiken dre voaz a-hendall.

Hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel avat e vez implijet sinoù diakritek arbennik skrivañ dirak ar silabennoù taolmouezhiet: [ˈ] evit merkañ an taol-mouezh pennañ ha [ˌ] evit merkañ an taol-mouezh a eil renk, d.s. /sɪˌlæbəfɪˈkeɪʃən/ (saozneg, syllabification": silabennadur")

Gwelit ivez

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.