Deiziadur hebraek : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TXiKiBoT (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: pnb:عبرانی کیلنڈر; Kemm dister
Linenn 4: Linenn 4:
Diazezet eo ar bloavezh war an [[heol]] hag ar mizioù war al [[loar]]. Ul loariad a bad 29 devezh hanter. Trawalc’h eo divizout e pado ur miz diwar zaou 29 devezh hag egile 30 devezh evit m’en em gavfe reizh an traoù. Evit an heol avat ez eo un dra all. An douar a ra an dro d’an heol e 365,25 devezh. Dindan 12 loariad n’eus nemet 354,36 devezh, da lavarout eo e vank 10,89 devezh evit klokaat ar bloavezh. Evit adtapout an devezhioù-se e oa bet ijinet, gant [[steredoniezh|steredoniourien]] yuzev neuze, un deiziadur heolloarael. Merzet o doa e vije tapet un dale 7 miz rik goude 19 bloavezh 12 loariad. Evit adtapout an dale-se o doa soñjet kaout bloavezhioù 12 miz ha bloavezhioù 13 miz. En ur prantad 19 bloavezh e vez 7 bloavezh gant 13 miz ha 12 bloavezh gant 12 miz.

==Anvioù ar mizioù==
== Anvioù ar mizioù ==

# Nisan - 30 devezh
# Nisan - 30 devezh
Linenn 35: Linenn 35:

== Liammoù diavaez ==
== Liammoù diavaez ==
*[http://elkind.net/calendar/ Perpetual Hebrew / Civil Calendar]
* [http://elkind.net/calendar/ Perpetual Hebrew / Civil Calendar]
*[http://www.angelfire.com/pa2/passover/jewish-calendar-hebrew.html Jewish Calendar]
* [http://www.angelfire.com/pa2/passover/jewish-calendar-hebrew.html Jewish Calendar]
* [http://roger.stioui.free.fr Le Calendrier Hébraïque].
* [http://roger.stioui.free.fr Le Calendrier Hébraïque].
* [http://www.chiourim.com/cal/calendrier_hebraique.php calendrier hébraïque]
* [http://www.chiourim.com/cal/calendrier_hebraique.php calendrier hébraïque]
* [http://www.louisg.net/C_juif.htm Le calendrier hébreu]
* [http://www.louisg.net/C_juif.htm Le calendrier hébreu]

[[Rummad:Yuzevegezh]]
[[Rummad:Yuzevegezh]]
Linenn 83: Linenn 82:
[[no:Det jødiske året]]
[[no:Det jødiske året]]
[[pl:Kalendarz żydowski]]
[[pl:Kalendarz żydowski]]
[[pnb:عبرانی کیلنڈر]]
[[pt:Calendário judaico]]
[[pt:Calendário judaico]]
[[ro:Calendarul ebraic]]
[[ro:Calendarul ebraic]]

Stumm eus an 16 Ebr 2010 da 00:34

Deiziadur hebraek evit ar bloavezh 5591 (1831)

An deiziadur hebraek, pe deiziadur yuzev, eo an doare hengounel da rannañ an amzer zo implijet gant ar Yuzevien. Un deiziadur heolloarel eo. En deiziadur-se eo rannet ar bloavezh e 12 pe 13 miz loar pe loariad. An deiziadur hebraek, evel m’emañ bremañ, a oa bet diazezet e 359. Hiziv an deiz e vez implijet evel deiziadur relijiel : evit gouzout deiziadoù ar gouelioù hag all. E bed an armerzh avat e reer gant an deiziadur gregorian zo en implij e broioù Europa.

Diazezet eo ar bloavezh war an heol hag ar mizioù war al loar. Ul loariad a bad 29 devezh hanter. Trawalc’h eo divizout e pado ur miz diwar zaou 29 devezh hag egile 30 devezh evit m’en em gavfe reizh an traoù. Evit an heol avat ez eo un dra all. An douar a ra an dro d’an heol e 365,25 devezh. Dindan 12 loariad n’eus nemet 354,36 devezh, da lavarout eo e vank 10,89 devezh evit klokaat ar bloavezh. Evit adtapout an devezhioù-se e oa bet ijinet, gant steredoniourien yuzev neuze, un deiziadur heolloarael. Merzet o doa e vije tapet un dale 7 miz rik goude 19 bloavezh 12 loariad. Evit adtapout an dale-se o doa soñjet kaout bloavezhioù 12 miz ha bloavezhioù 13 miz. En ur prantad 19 bloavezh e vez 7 bloavezh gant 13 miz ha 12 bloavezh gant 12 miz.

Anvioù ar mizioù

  1. Nisan - 30 devezh
  2. Iyar - 29 devezh
  3. Sivan - 30 devezh
  4. Tammuz - 29 devezh
  5. Av - 30 devezh
  6. Elul – 29 devezh
  7. Tishrei - 30 devezh
  8. C'heshvan - 29 pe 30 devezh
  9. Kislev – 30 pe 29 devezh
  10. Tevet – 29 devezh
  11. Shevat – 30 devezh
  12. Adar I – 30 devezh (er bloavezhioù « bizeost »)
  13. Adar pe Adar II - 29 devezh

Ar miz Adar I zo ur miz ouzhpenn ha ne vez kavet nemet er bloavezhioù 13 miz. Er bloavezhioù all e reer Adar hepken eus Adar II.

Nisan ha Tishrei a seller outo o-daou evel miz kentañ ar bloaz. Tishrei eo ar miz ma vije bet krouet ar bed. Niverenn ar bloavezh a cheñch d’ar 1 eus Tishrei (ha neuze e vez lidet gouel Rosh Hashana). Nisan eo ar miz ma vije get aet an Hebraed kuit eus Ejipt (gouel Pesac'h).

Ar 1 eus Tishrei 5768 hervez an deiziadur hebraek a vo d’an 13 a viz Gwengolo 2007 hervez an deiziadur gregorian.

Mozaikenn a daolenn an arouezkelc’h en ur sinagogenn eus ar VIvet kantved e Beit Alfa, Israel.

Miz : pep miz a grog da vare al loar nevez.

Sizhun : seizh devezh a vez en ur sizhun. Ar sabad (sadorn) eo ar seizhvet devezh, deiz an diskuizh gouestlet da bediñ Doue hervez ar relijion yuzev. N’eus nemet devezh ar sabat en deus ur gwir anv. An devezhioù all a vez anvet devezh kentañ, eil devezh… Ar gwener eo "devezh ar prientiñ" (evit ar sabad).

Devezh : an devezh a grog da vare kuzh-heol, pa weler stered an oabl. En doare hengounel da rannañ an devezh e vez 12 eurvezh, keit-ha-keit, e-pad an noz, ha 12 eurvezh, keit-ha-keit ivez, e-pad an deiz. Kement-se a dalvez e vez hiroc’h an eurvezhioù deiz eget an eurvezhioù noz e-pad an hañv ha berroc’h e-pad ar goañv.

Liammoù diavaez

Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB